ArBibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'arrelijionoùyuzev hakristen. Kemmañ avat a rakanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanonprotestant — ha 81 levr — evit ar c'hanonortodoksetiopian. Met an holl anezho a vod anTestamant Kozh, da lavaret eo ar Biblhebraek, hag anTestamant Nevez.
Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez arYuzevegezh da gentañ, hag arGristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù anIslam.
Ar gerBibl a zeu eus ar gerhenc'hresianek βιϐλία (ta biblia), un anv-kadarn lies hag a dalv kement hag « al levrioù », ar pezh a ziskouez eo liesseurt e orin. Tremenet eo d'ar brezhoneg dre ar gerlatinbíblia, "levr", ha deuet evel-se da vout ur ger unan. Ul levr tev ez eo : ul levraoueg evit gwir, peogwir e konter 72 lodenn enTestamant Kozh.
Er Biblhebraek[1] e kaver 24 levr (39 diwar ar 46 eus ar Bibl degemeret gant an Iliz Katolik) renket e teir lodenn hag en un doare disheñvel diouzh hini Bibl ar Gatoliked.
An Daouzek profed "bihan" :Hoshea (Hosea e latin),Yoel (Joel e latin),Amos (Amos e latin),Ovadia (Obadia e latin),Yona (Jona e latin);Mic'ha (Micha e latin),Nahoum (Nahum e latin),Havakouk(Habakuk e latin),Sefania (Zephania e latin),Hagai (Haggai e latin),Zec'haria (Zecharia e latin),Malac'hi (Malachia e latin)
♦Notenn : re embannadur ar Bibl gant an Tour-tan eo stummoù an anvioù.
♦Notenn : ne vez dalc'het er Bibl hebraek nemet al levrioù bet skrivet ha miret en hebraeg.
Evit ar gatoliked e vez renket an Testamant Kentañ (an Testamant Kozh) en un doare all, ha kavout a reer ennañ skridoù all bet skrivet pe miret egresianeg, 46 levr en holl.
I – Pemp levr al Lezenn
II – Al Levrioù istorel
Levr Jozue • Levr ar Varnerien • Levr Rout • Daou levr Samuel • Daou levr ar Rouaned • Daou levr an Danevelloù • Levr Ezra • Levr Nehemia • Levr Tobit • Levr Youdit • Levr Ester (gant al lodenn c'hresianek) • Daou levr arVakabeed.
E1847 e voe embannet e Brest un droidigezh eus an Testamant Nevez gant ar pastor kembreatJohn Jenkins (1807-1872), a voe adembannet meur a wech. Sikouret e oa bet gantGwilherm Rikou, ha harpet gantKevredigezh ar Bibl war an douar bras.
E1853 e voe embannet un Testamant Nevez katolik,Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ, lakaet e brezhoneg gant ur beleg eus Treger, da enebiñ ouzh hini Jenkins. Ne ouzer ket ervat gant piv e oa bet graet an droidigezh, marteze gant an aotrou Jozef Joubin, person Lanrodeg, pe gant Leméhaussé[23].
E1866 e voe embannet troidigezh ar Gonideg,Bibl santel pe levr ar skritur sakr, troet diwar al latin etre 1829 ha 1835, embannet e teir lodenn (levr kenta levrenn genta, levr kenta eil levrenn, eil levr), e ti Prud’homme, e Sant-Brieg.
E1883 e voe embannet troidigezh an Testamant Nevez adarre, graet gant ar pastor protestantGwilh ar C'hoad (1845-1914). Ar Bibl en e bezh a voe troet gantañ goude, hag embannet e1897 gant anTrinitarian Biblical Society, eusLondrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E2004 e oa bet embannet ur stumm adwelet eus an Testamant Nevez, gantUnvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh, a zo un aozadur kristen protestant avielour.
Etre1953 ha1981 e voe embannet gant Maodez Glanndour e levrigoù liestennet hag e tiAl Liamm ul lodenn eus an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez en e bezh gant ur skipailh troerien,beleion gatolik, renet gant Maodez Glanndour. Troet eo diwar an destenn c'hresianek eus ar Bibl(Septuaginta).
Etre 1960 ha 1975 e voe embannet 25 levrig liestennet eus un droidigezh ger-ha-ger eus ar Bibl en hebraeg gantPêr ar Gall.
Etre1981 ha1986 e voe embannet e tiAn Tour-Tan un droidigezh nevez eus an Testamant Kozh gantJob Lec'hvien haPêr ar Gall, pemp levrenn dezhi. Un droidigezh ger-ha-ger eo tost da vat, diwar an destenn hebraek, p'o deus klasket an droerien mirout urzh ar frazennoù hebraek an aliesañ m'o deus gallet ober.
Adalek2012 e labourEmglev An Tiegezhioù da sevel ur Bibl a heuilh testenn an Iliz katolik, anNova Vulgata, diwar troidigezhioù diembannMaodez Glanndour, troidigezhioù Klerg evit an Testamant Kozh, ha labour an Tour-Tan, adwelet ha difaziet, evit an anvioù divoutin pergen. Diembann eo evit poent met he c'havout a c'heller war lec'hienn Emglev An Tiegezhioù.