Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Bezen

Eus Wikipedia
ArFedayi armeniat, un arme amreoliekarmeniat savet evit difenn kêriadennoù Armenia e dibenn an XIXvet kantved ha penn-kentañ an XXvet kantved.

Urbezen pe "milis" a vez graet eus unnerzhmilourel pedamsoudardel gant izili trevour, ha n'int ket soudarded unarme a-vicher pereoliek, na milourien leun amzer. Ar bezenoù a vez savet alies pa vez mareadoù lec'h ma vez un ezhomm trumm da gaout soudarded ouzhpenn evit reiñ harp d'an nerzhioù lu ofisiel. Evel-se e vez tu kaout soudarded ouzhpenn evit kefridioù a-eil (surentez pe polis alies), ha krouet e vez un nerzh a c'hell servij da bakañ tud gourdonet evit o lakaat el luioù reoliek.

Pa vezont o-unan a voaz ar bezenoù n'int ket kreñv a-walc'h evit derc'hel un dachenn pa vezont enebet ouzh nerzhioù lu reoliek. Ar re-se a zo muioc'h unvezioù harpañ d'an nerzhioù reoliek drekarmouchañ, difennerien lec'hioù-kreñv, obererezhioù geddred hag obererezhioùbrezel direoliek. N'int ket unvezioù tagañ o-unan en unoberiadur-brezel. En desped da-se ar bezenoù a c'hell kemer perzh en oberiadurioù difennerezh evit gwareziñ kumuniezhoù, un tiriad, savadurioù pe lakaat da dalvezout lezennoù.[1] Da skouer,bezenoù morlu a c'hell bezañ savet gant pesketerien ha trevourien all aozet dre hatiz ur Stad evit galloudekaat gwarez hag evezhierez anharzoù-mor.[2]

Breizh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Bezenoù kêrel pe parrez a oa erGrennamzer edugelezh Breizh. Ar re-se a c'helle bezañ implijet evel nerzhioù lu evel ma voe graet e-kerzhEmgann Sant-Albin-an-Hiliber e1488[3][4]

EnXXvet kantved e-kerzh anEil Brezel-bed, ha dalc'herezh Breizh gant nerzhioù lu anTrede Reich e oa bet lod broadelourien breton tro-droCélestin Lainé hagMarsel Guieysse o sevel arBezen Perrot. Ar re-se o tougen unwisk arWaffen-SS a oa bet degemeret erSicherheitsdienst (Servij Surentez). Ouzhpenn ar Bezen Perrot e oa bet ivez div aozadur all doare bezenKommando Landerne hag arGroupe Vissault. Kemeret o devoa perzh en evezhiañ staliadurioù alaman e Roazhon. Kemeret o devoa perzh ivez e torfedoù-brezel, moustrañ ar Rezistañs, jahinerezh, tanioù-gwall torfedel, preizhañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. p.7, Sumner
  2. "What's Next for Vietnam's Maritime Militia?", The Diplomat. 
  3. (fr) pajennoù 12-13,une armée bretonne sans doute moins préparée, étant composée en partie de milices paroissiales
  4. Dalc'homp soñj Niverenn 23L'histoire n'a pas retenu, hélas, les noms des combattants des milices locales, dont le sang coula au cours de cette journée pour la défense du sol breton. Pas une famille de Saint-Aubin-du-Cormier sans doute, ni des communes avoisinantes qui ne perdit alors quelqu'un des siens.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bezen&oldid=2151115 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp