Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Beuzeg

Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gweletBeuzeg (disheñvelout).

Beuzeg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Deiziad ganedigezh5. century Kemmañ
Lec'h ganedigezhIwerzhon Kemmañ
Deiziad ar marv6. century Kemmañ
Lec'h ar marvAbbatiale Saint-Magloire de Léhon Kemmañ
Micherbeleg Kemmañ
Kargabad Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel9 Kerzu Kemmañ
Tachenn ar sant pe douePlymouth Kemmañ

Budog (stumm kozh), peBeuzeg, a zo anv daou sant brezhon.

Vvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Beuzeg a oa ur manac'h deuet eusKembre da Vreizh e dibenn arVvet kantved, da-heulMaodez. En em staliet e oant enenezeg Briad. Maodez a oa enEnez Maodez, ha Beuzeg en devoa savet ur manati nepell, en enezLavred, ar manati kentañ e Breizh Izel, hervez Buhez ar Sent.

E-touez diskibion Beuzeg e oa ar sentFragan haGwenole, a voe kenteliet gantañ, adalek e vugaleaj. Adalek e 7 vloaz betek e vloaz warn-ugent e ije bet chomet Gwenole gantañ.

Anavet eo dre ziv zanevell buhez (peVita) :

HervezKronikenn Dol, e dibenn anXIvet kantved, e oa bet lakaet da eskobDol e-lec'h Maglor, a oa bet anvet war-lerc'hSamzun. Met n'hall ket bezañ ha meskaj zo moarvat gant ur Beuzeg all.


Sant paeron

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sant paeron meur a barrez eo:

Gourdisten, a skrive kement-man diwar e benn : "Beuzeg a oa ur servijer heñvel ouzh un ael, pinvidik-meurbet a skiant, eeun-dispar, kemeret gant an holl evit un hent meur war-du ar feiz hag unan eus pileroù galloudusañ an Iliz".

Buhez ar Sent

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lidet eo Beuzeg d'an 9 viz Kerzu. hervez Buhez ar Sent eo daou sant Beuzeg a zo:

  • hini ar Vvet kantved, diskibl Maodez
  • hini ar VIvet kantved, eskob Dol war-lerc'hMagloar, adalek 570 betek 600.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Beuzeg&oldid=2079713 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp