SantBeuno (marvet e640) a oa urmanac'hbrezhon eus ar VII-vet kantved, abadClynnog Fawr eGwynedd.
Ganet e oa ePowys, marteze eBerriew, hamab-bihan e oa d'ur priñs eus ar rouantelezh. Skoliet e voe eBangor-is-y-Coed ha prezeg a reas anaviel er c'hornad dindan gwarezCadfan ap Iago, roueGwynedd.
Cadwallon ap Cadfan avat, a eas da roue war-lerc'h e dad, ne voe ken madelezhus outañ. Bec'h a savas etreze diwar-bouez un tamm douar, ha Beuno ne gave ket e gont. Neuze e teuas Gwyddaint, kenderv Cadwallon, da reiñ "da Zoue ha da Veuno" kêr Clynnog Fawr, ma savas ar sant unabati brudet.
Beuno eo a savas, a varv da vev, he nizez santezGwenfrewi (Winefride). Didruez e oa ouzh ar bec'herien divezh, ha madelezhus ouzh ar re all.
Lidet e vez d'an21 a viz Ebrel.