Urbeskont, zo un ofiser er Grennamzer a veze roet dezhañ karg un tiriad anvet beskontelezh ha deuet eo da vezañ un titl noblañs dre hêrezh roet da aotrou ur veskontelezh.
E-pad anImpalaeriezh karolingat e vez anvet konted gant ar rouanez da verañ ar proviñsoù ha broioù bihanoc'h, evelgouarnour ha rener eus an arme. Skoazellet e veze ar gonted gant ar veskonted er mererezh, hag alies e resevent kargoù er justis ivez[1]. Diwall a rae ar rouanez na zeufe ket ofisoù ar gonted hag ar veskonted da dremen dre hêrezh, kuit da goll galloud ha da vihanaat ar riskloù emsavadeg[1].
Ur beskont a oa un ofiser eta da gentañ hag a oa dindan urzhioù undug pe urc'hont, evit gouarn ur gêr[2] pe ur broviñs vihan, pe d'ober war-dro ar justis[3].
Ur beskont a c'hall bezañ ivez aotrou un dalc'h anvet « beskontelezh ». E broioù zo e teuas an ofisoù beskont da dremen dre hêrezh tamm-ha-tamm. Alies e teuont da vezañ emren diouzh ar galloud kreiz enXvet kantved evel eNarbonne,Nîmes,Albi) ha dont a reont da vezañ baroned uhel enXIvet kantved (Melun, Bourges, Thouars). Graet e vez gant an titl a veskontez evit ur vaouez.
Er broioù ma komzerflandrezeg e talvez an titl-se da dreiñ an titlburggraaf.