Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Berenike (merc'h Herodez Agrippa)

Eus Wikipedia
Ur pennadBerenike zo ivez.

Berenike (28-?), anavezet ivez evelJulia Berenice, a oa ur briñsez yuzev, eusJeruzalem, hag a voe karet gant an impalaer romanTitus.

Roud istorel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo da gentañ-penn dre an istorourFlavius Josephus, a savas istor ar bobl yuzev hag a venegas emsavadeg yuzev ar bloaz67. Meneget eo hec'h anv ivez gantSuetonius,Tacitus,Dio Cassius,Aurelius Victor haJuvenal, hag enOberoù an Ebestel.

Brud a deuas dezhi adal an Azginivelezh, hag abalamour d'an doug a oa e-touez ar Romaned d'ar priñsezed eus ar Reter, evelKleopatra, peZenobia diwezhatoc'h.


He buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e 28[1] Merc'h e oa daHerodez Agrippa Iañ,roue Judea, andCypros, Merc'h-vihan e oa daAristobulus IV, a oa mab daHerodez Veur. C'hoar e oa daHerodez Agrippa II ha daMariamne (ganet e 34) ha daDrusilla (ganet e 38).[2],[3] HervezJosephus o devoa ivez ur breur yaouankoc'h, Drusus, marvet bihanik.[2] He zud a oa un darn eusTierniez an Herodizien, a renas e provins Judaea etre39 kent JK ha 92.

Berenike gant he breurAgrippa II e-pad prosezPaol Tars. Gwerenn liv enIliz-veur St Paul, Melbourne.

Teir gwech e timezas, emeJosephus Da gentañ etre 41 ha 43, daMarcus Alexander[4],[5] , niz d'ar prederourPhilon d'Alexandrie, breur daTiberius Julius Alexander, ur jeneral roman hag a voe prokulatorJudea etre 46 ha 48, ha mab daAlexander the Alabarch ofAlexandria. mervel a reas he fried diganti e 44.

Addimeziñ a reas da vreur he zad,Herodez C'halkis,[3] ha daou vab o doe: Berenicianus ha Hyrcanus.[6]. Mervel a reas he fried e 48.

Neuze e chomas da vevañ e ti he breur Agrippa e-pad meur a vloaz, ken na addimezas daPolemon II Pontus, roueCilicia, met tec'hel a reas eus e di.[7]


Oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Abaoe ar XVIIvet kantved ez eus bet savet ur bern oberennoù diwar-benn he darempred gant Titus[8].

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez Josephus e oa c'hwezek vloaz pa varvas he zad, pezh a zegouezh gant ar bloaz 28. See Josephus,Ant.XIX.9.1
  2. 2,0 ha2,1Josephus,Antiquities of the JewsXVIII.5.4
  3. 3,0 ha3,1Josephus,Antiquities of the JewsXIX.9.1
  4. Josephus,Antiquities of the JewsXIX.5.1
  5. Ilan, Tal (1992). "Julia Crispina, Daughter of Berenicianus, a Herodian Princess in the Babatha Archive: A Case Study in Historical Identification.".The Jewish Quarterly Review, New Ser. 82 (3/4): 361–381.DOI:10.2307/1454863
  6. Josephus,Antiquities of the JewsXX.5.2
  7. Josephus,Antiquities of the JewsXX.7.3
  8. Gabriele Boccaccini,Portraits of Middle Judaism in Scholarship and Arts (Turin: Zamorani, 1992); S. Akermann,Le mythe de Bérénice (Paris, 1978); Ruth Yordan,Berenice (London, 1974)
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Berenike_(merc%27h_Herodez_Agrippa)&oldid=1977981 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp