Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Benead Norcia

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Benead Norcia
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhtalvoud dianav Kemmañ
Anv-bihanBenedetto Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Meu 480 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNorcia Kemmañ
Deiziad ar marv23 Meu 547 Kemmañ
Lec'h ar marvAbati Montecassino Kemmañ
Breur pe c'hoarScholastica Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin,italianeg Kemmañ
Micherskrivagner,theologian,religious Kemmañ
Tachenn labourDoueoniezh,monkish life Kemmañ
Kargabbot of Monte Cassino,founder of Catholic religious community Kemmañ
Bet studier daRomanus of Subiaco Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Urzh relijielurzh Sant Benead Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel11 Gouere,21 Meurzh,14 Meurzh,11 Gouere Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadVictoria and Albert Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Sant Benead Norcia, peNursia elatin, a oa ur beleg hag a savas reolennoù nevez d'arvanac'hegezh kristen erVvet kantved. Anvet eo ivezsant Benead gant ar gatoliked hag an Iliz reizhkredennek. N'anavezer ket mat e vuhez pe n'eus nemetKendivizoùsant Gregor Bras evit he deskrivañ, un daou c'hant bloaz goude. Goude bezañ bet abad ul leandi kelligel eSubiaco e tiazezas ur seurt manac'herezh nevez eMonte Cassino e-lec'h ma lakaas sevel urmanati brudet. Sevel a reasReolenn sant Benead a reas berzh bras enEuropa a-bezh.

Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diwar skridsant Gregor e c'heller divinout e c'hellfe bezañ bet ganet Benead war-dro480 eNorcia en ur familh noblañsed a oa hec'h annez ordinal eRoma. Ur c'hoar c'hevell a oa dezhañ hervez sant Beda, santez Skolastika hec'h anv. Dilezel a reas e studioù war-dro e c'hwezek pe driwec'h bloaz pa sante ne oa ket ar studi un hent evit mont d'arsantelezh, un hent evit kouezhañ enislonk a grede-eñ kentoc'h. Gant ar garantez e nefe santet evit ur vaouez e vije bet strafuilhet ivez.
War-dro 519 e kejas gant ur manac'h, Romanus,hag e oe kendrec'het gantañ kemer undilhad burell ha mont dabenitiour en ur c'hev e-lec'h e reseve un tammig boued ur wech an amzer degaset gant e vlenier.
Pa voe strewet ar brud e oa urburzhuder anezhañ e teuas menec'h Subiaco da broviñsOmbria, evit goulenn ma 'z afe da abad o manati. Siwazh e trenkas an traou etrezo ken e klaskas un nebeud leaned e lazhañ gantbarabinimet.

Abati Sacro Speco sant Benead e Subiaco

An abad brudet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ dilezet e venec'h direizh e kreskas e vrud diouzh ar burzhudoù niverus a veze roet keloù eus outo. evel a reas etraoñienn Subiaco (traoñienn ar stêr Aniene) trizeg aabati gant daouzeg manarc'h hag un abad enno. Evit kaout un aozadur efedusoc'h ha bleniañ ar venerc'h war hent servij Doue e skrivas ur reolenn. (gwelit pelloc'h). Mervel a reas en abatiMonte Cassino eproviñs Frosinone e SuOmbria. EnXIIvet kantved e voe savet e Subiaco un abati bras dediet da eñvor sant Benead, hini arSacro Speco.

Reolenn sant Benead evit kondu ar venec'h hag an abaded

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa oa enabati Monte Cassino e savas sant Benead ur reolenn ("Regula") elatin gant 73mellad enni evit termeniñ buhez relijiel ha nan-relijiel ar venec'h hameradur an abatioù. Kemeret en doa un harp war reolennoùsant Yann Gasian hasant Vazil. Muioc'h eget an hanter a bled gantkondu ar venec'h evit mont da skol Doue hag petra ober e-keñver ar venec'h direizh, ur c'hard a zo evit reolennoù an azeuliñ, un degved evit aozadur an abati hag penaos dibab ar pennoù hag un degved all evit termeniñ kondu reizh an abad.Dre vras e veze rannetdeizioù hanozioù asambles etre teir rann : hini an azeuliñ hag ar bedenn, hini al labour evit ar manati hag hini ar c'housket. Dre ma lakae urpouez bras a-walc'h war al labour, sant Benead a ginnige un hent evit ur mont en dro ingal ken e c'helle an abati tennañ frouezh eus ec'hlad, douaroù peurvuiañ hep ankounac'hat ar produioù a c'hellfe bezañ fardet diwarijinerezh ar venec'h evito hag evit bezañ gwerzhet.

Berzh an abatioù beneadad

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa kinnige reolenn sant Benead ur c'hempouez etre ar gred hiniennel hag ar vuhez a-stroll koulz arc'hempouez etre ar vuhez hervez ar relijion hag al labour. Plijout a reas ar reolenn daHilberzh Iañ hag e reas-eñ an urzh da sevelabati Sant-Jerman-war-ar-prajoù ePariz war-dro540. Pelloc'h e oe savet an abatioù bras-mañ :

Urzh ar beneadezed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sant Benead, patrom Europa

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo sant Benead evel ursant koulz gant anIliz Katolik Roman hag an Ilz Reizhkredennour. Gwelet e vez gant lod ar gristenien evel patron Europa.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Benead_Norcia&oldid=2069299 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp