Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Bellovaci

Eus Wikipedia
Kartenn eus pobloù Gallia Belgica

Ar v-Bellovaci[1], peBellovaked[2], a oa ur boblc’halian a oa o chom eGallia Belgica. Ur bobl vras e oa : hervezJulius Caesar e oantan hini gentañ e-touez ar v-Belgae[3].

En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :Parisii haVeliocasses er c’hreisteiz,Kaleted er c’hornôg,Ambiani en hanternoz, haSilvanectes haSuessiones er reter[4]. Etre ar stêrioùSomme haSaena edont o chom, er pezh a zo bremañ departamantOise. Diwar o anv e teu hiniBeauvais, kêr-benn an tolead, hag a oa anvetCaesaromagus da vare ar Romaned a-raok mont da vezañBellovacis, diwar anv ar bobl, e dibenn anImpalaeriezh Roman.

Da vare aloubadeg Caesar, e57 kent J.K., e oant kevreet gant pobloù all Belgica da stourm a-enep an armeoù roman. Rankout a rejont kodianañ avat[5]. Evit en em veuliñ e-unan e lavaras Julius Caesar e oant « ar bobl galonekañ e-touez ar v-Belgae ».

E52 kent J.K. e nac’hjont, da gentañ, mont da reiñ skoazell da armeoùVerkingetorix. A-benn ar fin e asantjont kas 2000 brezelour, war c’houlenn Commios, penn anAtrebates.

Unan eus pennoù ar v-Bellovaci,Korreos, a renas un emsavadeg all eus pobloù Belgica e51 kent J.K., gant brezelourienAmbiani,Atrebates,Kaleted,Veliocasses hagAulerci (ar re-se ne oant ket Belgae, en tu all d’ar Saena e oant o vevañ). Kelc’hiet e voe ar vrezelourien Bellovaci gant ar Romaned, e bro arSuessiones. Dont a rejont a-benn da dec’hout kuit, gant ar Romaned war o lerc’h avat. Faezhet e voent en un emgann diwezhañ ha lazhet e voe Korreos. Neuze e paouezas ar brezel. Tammoù emsavadegoù all a voe er bloavezhioù war-lerc’h.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. hervez al latin
  2. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 43
  3. Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:5
  4. Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:6
  5. Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:13


g  ka  ke
Pobloù kelt an Henamzer
Istor
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) *Dizalbad Roma (-390) *Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa *Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) *Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) *Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) *Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)
pezh aour eus ar Sequani
Sevenadur
Pobloù
Keodedoù
rakroman
Kelted
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bellovaci&oldid=2004819 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp