Kêr-bennRepublik pobl Sina eoBeijing (sinaeg 北京,Pinyin Běijīng), e biz ar vro, hag unan eus ar pederc'heoded eRPS a zo par d'urproviñs er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumunTianjin emañ, e-kreiz proviñsHebei. Ur gumun stag ouzh ar gouarnamant kreiz war-eeun eo Beijing. Rannet eo e 16 distrig ha div gontelezh.
Kêr-benn an Hanternoz a dalvez an anv "Beijing". Boutin a-walc'h eo an doare-se da envel ar c'hêrioù enAzia.Nanjing, anv kêr-benn gozh arVinged, a dalvezKêr-benn arSu, tra ma talvezTokyoKêr-benn arReter.
Kalz eilstummoù he deus bet anv ar gêr-se eSina. Etre1928 ha1949 e veze graetBei Ping (Peoc'h an Hanternoz) anezhi, rak d'ar mare-se edo gouarnamant Sina eNanjing. Untiern a vrezel a rene war ar gêr d'ar c'houlz-se, evel war an darn vrasañ eus hanternoz Sina, ha ne veze ket kavet gantRepublik Sina e oa diazezet e c'houarnamant en un doare reizh.
Hec'h anv kozh a roas ar gomunourien dezhi a-benn diskouez e oa bet adunvanet ar vro, met ne oa ket bet degemeret ar c'hemm-mañ gantRepublik Sina. Betek arbloavezhioù 1970 e kendalc'he tudTaiwan d'ober gantBei Ping evit he envel.
Yan Jing a zo un anv arall evit envel ar gêr, graet gantañ gant tud ar vro. Daveiñ a ra an anv-mañ d'arRouantelezh Yan a rene war ar rannvro da vare arRouantelezhioù oc'h Emgannañ.
Ar roudoù kentañ eus bezañ Mab-den e kumun Beijing a oa dizoloet e groc'hioù Tuchenn an askorn aerouant e-tal kêriadennZhoukoudian eDistrig Fangshan, ma veveDen Beijing.Karrekaennoù eusHomo erectus er groc'hioù a oa bloaziet eus 230 000 da 250 000 vloaz zo. AnHomo sapiens a vevas eno ivez enHenoadvezh ar maen, war-dro 27 000 vloaz zo[3]. Dizoloet ez eus bet keodedoù en-dro da Veijing. Annezet e oant adalek ar c'hentañ kantved a-raok J.-K., ha Ji (薊/蓟), kêr-benn StadYan, unan eus rouantelezhioùPrantad ar rouantelezhioù oc'h Emgannañ (473–221 kent J.-K.), a oa diazezet eno[4].
Azeuldi an Neñv
Hendad Beijing ne oa ket Ji, avat. Dilezet eo bet ar geoded war-dro arXVIvet kantved ha ne oa nemet kêrioù bihan er rannvro e-pad an tierniezhoùSui haTang.
E936 e roastierniezh arJin Diwezhatañ un darn eus douaroù eharzioù en hanternoz, Beijing en o mesk, da dierniezhkithan alLiao. Un eil kêr-benn,Nanjing hec'h anv, a grouas homañ e lec'h m'emañ bremañ Beijing. E1125 e aloubas tierniezhJurchen arJin alliaoed haNanjing a lakajont da gêr-benn.Zhong Du (kêr-benn ar c'hreiz) a anvjont anezhi.
Distrujañ a reas arVongoled kêr Zhong Du e1215 hag hec'h adsevel a rejont un tammig pelloc'h war-du anhanternoz.Kubilai Khan he choazas da gêr-benn.Khanbalik hec'h anvas emongoleg (da lâret eo "annez meur ar C'han") haDa Du esinaeg (da lâret eo, "kêr-benn veur"). War ar seblant e oa bet choazet Khanbalik da gêrbenn gantKubilai Khan peogwir e oa tostoc'h ouzhMongolia, edo war vevennoù ar bed sinat.
Goude diskar an dierniezhYuan e voe adsavet kêr gant an dierniezhMing a anvas anezhiShun Tian. E1403 e kasas an impalaerYongle e gêr-benn eusNanjing da Veijing, evit difenn gwelloc'h harzoù an hanternoz. Kemeret he deus kêr Veijing he neuz a-vremañ e-pad ar remziadMing gant savidigezh arGeoded Difennet etre1406 ha1420 hagAzeuldi an Neñv e1420. Pobletañ kêr ar bed e oa Beijing etre1420 ha1650 hag etre1710 ha1825, hervez studiadennTertius Chandler[5].
AnDispac'h Xinhai a ziskaras an dierniezhQuing e1911 met kêrbenn Republik Sina nevez-savet a chomas e Beijing pa grogas ar jeneral QingYuan Shikai da gontrolliñ ar gouarnamant daoust da enebiezh dispacc'herien kreisteiz ar vro. Embann a reasYuan Shikai e1915 e oa deuet da vezañimpalaer, met ne oa ket degemeret e renerezh gant ar rannvroioù. Kouezhañ a reas ar vro etre daouarn andierned a vrezel. Ar re greñvañ anezho a stourmas da gontrolliñ Beijing e-pad ar brezelioùZhili-Anhui haZhili-Fengtian.
GoudeArgasadeg an Hanternoz en em stalias gouarnamant arC'huomintang eNanjing. Adanvet e oa bet ar gêrBeiping, ar pezh a c'hell bezañ troetPeoc'h an Hanternoz peHanternoz peoc'hekaet, a-benn diskouez ne oa ket reizh-diazezet gournamant an dierned a vrezel o doa staliet o galloud enni.
D'an31 a viz Genver1949 en em gavas ar gomunourien e Beijing hep stourm. D'ar1añ a viz Here ez eo eno e embannasMao Zedong krouidigezhRepublik Pobl Sina. Divizet e oa bet ur pennadig a-raok e vefe bet lakaet Beijing da gêr-benn ar Stad nevez o lakaat hec'h anv kozh dezhi en-dro.
Kregiñ a reas Beijing da ziorren goudeadreizhadurioù armezhelDeng Xiao Ping (adalek1978) hag ar c'hresk-mañ en deus degaset kudennoù niverus (saotradur, tremen) d'e heul.
Kriz e vezhin Beijing, ganthañvezhioù gor ha gleb abalamour davoñsonAzia arReter hagoañvezhioùavelek, yen ha sec'h, levezonet gant adkelc'hwidennSiberia.Gwrezverkoù keitat miz Genver a vez etre -7° ha -4° C pa vezont tro 25° C e mizGouere. Bez eus war dro 600 mm a zour-glav bep bloaz, 75 % anezho a gouezh e-pad an hañv.
Saotret-tre e vez aer rannvro Beijing ha barroù-avel deuet eus andezerzh a vez alies. O kempenn kêr emañ ar gouarnamant avat, a-raok ma vo dalc'het arc'hoarioù olimpek eno.
Meur aanv-lec'h e Beijing a echu gant an elfenn-men (门), ar pezh a dalvez kement hador. Diwar anvioù dorioù moger gozh ar gêr int bet savet. Reoù arall a echu o anvioù gant an dibenncun (村) a dalvez kement hakêriadenn. Ar c'hêriadennoù a zo kaoz anezhe amañ a oa lec'hiet d'en tu all davoger-difenn ar gêr.
Beijing zo unan eus ar c'hêrioù diorroetañ e Sina gant an industriezh eus an trede gennad a gont evit 73,2 % eus arPDK. Ar c'hentañ kêrpostindustriel eo e Sina, war an douar-bras[6]. An arc'hanterezh eo an obererezh pennañ eus Beijing[7]. E diwezh 2007, 751 embregerezh arc'hanterezh a oa e Beijing ha gounit a raent 128,6 miliardRMB gounidegezh, ar pezh a zo kevatal da 11,6 % eus gounidegezh hollek greanterezh arc'hantel an holl vro ha 13,8 % eus PDK Beijing, da lâret eo an dregantad uhelañ eus holl gêrioù Sina[8]. 26 embregerezh eus arFortune Global 500 zo e Beijing, da lâret eo an trede disoc'h er bed a-dreñvTōkyō haPariz[9].
E 2009, PDK Beijing a oa eus 1,19 bilionRMB (174 miliard a zolarioù), gant ur c'hresk bloaziek eus 10,1 %. E PDK dre annezad a dizhe 68 788 RMB (10 070 $), da lâret eo ur c'hresk eus 6,2 % e-keñver ar bloavezh kent. Ar gennad kentañ, hag an eil hag an trede gennad a boueze 11,83 miliard, 274,31 miliard ha 900,45 miliardRMB. Gounidegezh an 20 % a annezidi a oa o gounidegezh an izelañ a oa kresket a 16,7 %, eleze 11,4 % ouzhpenn evit re an 20 % pinvidikañ.muier Engel evit annezidi takadoù kêrel Beijing a dizhe 31,8 % e 2005 hag hini an takadoù diwar ar maez 32,8 %, o tigreskiñ a 4,5 hag a 3,9 poent dregantad e-keñver 2004[10].
E2005 e oaPBK Beijing 681, 45 $RMB (war-dro 84 miliard $SU), kresket anezhañ eus 11,1 % e-korf ur bloaz. Ar PBK dre zen a oa a 44,969 RMB, 8,1% muioc'h eget e 2004. Kresket kalz o doa niver arc'hirri-tan (+ 18 % e-kerzh ur bloaz) ha priz an tier.
EGuomao emañ kreizenn arc'hantel nevez ar gêr. Enni e kaver sezioùembregerezhioù, kreizennoù kenwerzh ha lojeizoù pompadus. Ar greizenn armerzhel kozh a zo rannet etreFuxingmen haFuchengmen tra m'eoWangfujing haXidan toleadoù kenwerzhel dreist-holl. EZhongguancun, lesanvet "Silicon Valley" Sina, eo lec'hiet ar braz eus an embregerezhioù elektronek.
War du arc'hornôg emañ ar c'helc'hiadoù greantel pennañ hag er-maez ar gêr e c'hounezermaiz hagwinizh.
Da vezañ buan-tre e kendalc'h kresk Beijing, ar pezh en-deus dilerc'hoù diblijus. Brudet eo ar gêr evit he "smog" ha "programoù espern energiezh" divizet gant ar gouarnamant. Perzh an dour a zo fall tre hag ar gaz hag antredan a zo ker-tre. Arnodiñ a reas ar gouarnamant dirouestlañ ar gudenn o reiñ an urzh d'ar greanterezhioù da bostañ arc'hant da wellaat glander an aer, da adklec'hiañ an dilerc'hioù, ha kement zo. Divarrek d'hen ober e oa bet lod anezho ha aet int kuit da gêrioù arall evelX'ian
Ne oa ket ha n'eo ket padus an diorren herrek er gêr-benn. Ha krouet e vez kalz a ziasamantoù evit an dud hag o yec'hed.
Dilic'hiet e-kichenHebei e voeStroll Shougang, bet implijer ha saotrer pennañ eno, kement e saotre aer kêr Veijing. Hag embregerezhioù all zo bet goulennet gant ar pennoù bras da saotriñ nebeutoc'h pe da vont kuit.
Tri stumm adisaverezh a gaver e Beijing. Da gentañ, an tisaverezh impalaerel a zo he skouerioù gwellañ :Tienanmen, arGeoded Difennet hagAzeuldi an Neñv. Bez ez eus ivez un tisaverezh soviedel e stumm gant savadurioù savet etre 1950 ha 1970. Savadurioù savet goude 1980 a zo muioc'h a-vremañ o stumm, gant ur meskaj a disaverezhioù kozh ha nevez.
Poblañs Beijing, eleze an holl zo o chom e Beijing abaoe muioc'h eget c'hwec'h miz pep bloaz, a oa 15,38 milion. 11,870 anezho o doa anhukou, ar gwir da chom e Beijing dibaouez. Ar peurrest o deus un aotreadur amzeriat hepken. Bez ez eus un niver dianav a zivroidi eneplezenn deuet diwar ar maez.Hei ren pedud zu anver anezho.
95% eus an dud o chom e Beijing a zoHan. Kavout a reer ivezMongoled,Mandchoued,Hui haTibetiz. Bez ez eus ur skolajtibetat evit ar re yaouank a zo tibetat o zud.
Rannyezh Beijing a gomz tud bet ganet e kelc'hiadoù kêrel Beijing. Un doaremandarineg eo ha warni eo diazezet arsinaeg standart. Er-maez kêr e komzer rannyezhoù tost a-walc'h ouzh hini proviñsHebei.
Brudet e vezC'hoarigan Beijing evel begenn ar sevenadur sinat. Diazezet eo war ur meskaj a ganoù, a gendivizoù komzet hag a oberennoù. Gant ur yezh kozh he stumm e vez graet ennañ, ar pezh e laka da vezañ diaes da gomprenn.
ArSiheyuan (四合院) eo an anv a roer da dier hengounel Beijing. Un savadur karrezek eo gant kambroù a c'hronn ur porzh diabarzh. Hemañ a vez ennañ ur wezenn (urc'hreunadenn alies) pe un oglenn gant pesked. UnHutong (胡同) zo anezhañ un heuliadSiheyuanoù gant banelloù ha ribinoù. Boutin tre e oant e kreiskêr Beijing gwechall met distrujet e vezont e framm ar politikerezh arnevezadur renet gant ar gouarnamant. D'o annezidi e vez roetranndioù er mellad-tiez nevez met lod anezho a glemm. Un nebeud hutongoù a zo gwarezet, avat, evit abegoù sevenadurel hag istorel.
Keginerezh Beijing a zo keginerezh mandarinat, anhouad rostet eo e veuz brudetañ. Niverus eo an tiez-te e Beijing hag ante a zo ur perzh pouezhus eus ar sevenadur lec'hel. Meur a zoare te a zo, Lod anezhe ker-tre.
Deuet eo Beijing da vezañ ur greizenn bennañ a dreuzdougen adalek adreizhadur armezhelDeng Xiaoping. Pemp hent-tro ha nav gourhent a gelc'h ar gêr. Un aerborzh etrevroadel he deus ivez.
Daou di-gar pennañ a zo e Beijing :Gar Beijing (sinaeg 北京站;Hanyu Pinyin:Běijīng Zhànha)Gar Beijing ar Reter (Hanyu Pinyin:Běijīng Xīkèzhàn, sinaeg : 北京西客站) a zo deut da vezañ ar gar brasañ eSina. Garioù bihanoc'h a zo ivez evel Beijing ar Reter, Beijing an Hanternoz ha Fengtai.
Liammet eo Beijing gant holl rannoù Sina dre an hent. Nav gourhent (ha c'whec'h arall emeur o sevel) ha unnek hent broadel a liamm Beijing d'ar proviñsoù. E-Barzh Beijing eo bet savet pemp hent-tro.
Ar red a zo unan eus kudennoù pennañ Beijing. Bemdez e vez ar stoc'hadoù, dreist-holl e kreiskêr e-kichen rabin Chang'an. Abalamour da zirouestlañ an diaesterioù-se ez eus bet brasaet straedoù meur ar gêr d'o liammañ gant an trede hent-tro. Esperiñ a reer e vo aesoc'h tremen eus un hent-tro d'an egile evel-se.
Ma'z eus kudennoù red gant Beijing n'eo ket en abeg d'he ment hepken. An moaiennoù treuzdougerezh boutin a zo skort ha leun e vez alies ar busoù. Bez ez eus ur metro met re vihan eo c'hoazh da vezañ talvoudus. Hervez ar gouarnamant e wellao an traoù er bloavezhioù da zont hag e tlefe ar stoc'hadoù mont da get a-raok arc'hoarioù olimpek.
Ar Aerborzh etrebroadel kêr-benn Beijing (Sinaeg eeun: 北京首都国际机场; Sinaeg hengounel: 北京首都國際機場; pinyin:Běijīng Shǒudū Guójì Jīchǎng, pe e saoznegBeijing Capital International Airport) eo aerborzh pennañ ar gêr. E-kichenShunyi emañ, 20 km eus kreiskêr. Ennañ e erru an darn vrasañ eus an nijadennoù evit Beijing. Liammet eo da greiskêr gant Hent-tizh an Aerborzh (机场高速公路, Hanyu Pinyin:Jīchǎng Gāosù Gōnglù). Mont a ra war-dro 40 munut da vont eus kreiskêr d'an aerborzh. An aerborzhioù arall a zo Liangxiang, Nanyuan, Xijiao, Shahe ha Badaling met gant al lu e vezont implijet dreist holl.
Peder linenn a zo e metro Beijing (Sinaeg hengounel: 北京地鐵; Sinaeg eeun: 北京地铁; pinyin:běi jīng dì tiě), div anezho a dremen dindanzouar, an div arall a zo a us d'an douar. Rakwelet a reer sevel muioc'h anezhe evit arC'hoarioù Olimpek. Bez e oa ivez 599 linenn bus ha trolleybus e 2004.
Busoù gant an aeriañ a gousk 2Renminbi evit 10 km. Ar re heptañ ne goustont nemet 1 renminbi. An tikedoù metro a goust 3Renminbi evit al linennoù 1, 2, 13, hag 8T, 5 RMB evit tikedoù a bae ur veaj el linenn 13 ha 4 RMB evit tikedoù ar beajoù el linenn 8T.
Boutin-kenañ eo an taksioù. Koustañ a reont 10 RMB evit an dek kilometr kentañ ha daou evit pep kilometr ouzhpenn. Goude 15 km e kresk ar prizioù eus 50%. Kreskiñ a reont a 20% ivez etre 11 eur ha 6 eur noz. Ar c'hreskoù-se a zo a-vernioù.
En-desped da freuzoù ar brezelioù hag eus anDispac'h Sevenadurel eo pinvidik Beijing e monumantoù. Daoust ma anavez tud ar c'hornôg anezhi abalamour d'he fouez politikel dreist-holl ez eoTiananmen (dor ar peoc'h neñvel) unan eus diduelloù pennañ ar gêr. Lec'hioù arall a zo :Moger Vras Sina, a zo un darn anezhi e-kichen Beijing, arPalez Hañvek hagAzeuldi an Neñv
Betek ar bloavezhioù 1970 ne oa ostaleri wirion ebet e Beijing en abeg da stad an traoù armezhel ha kevredel. Ar veajerien a yae erzhaodaisuo, un doare ostaleri-Stad. Un nebeud anezho a vez implijet c'hoazh hiziv an deiz.
Er bloavezhioù 1970 e krogas Sina d'arnodiñ sachañ arc'hant tud ar c'hornôg. Un niver bras a ostalerioù a zeraouas da sevel neuze. Kalz ostalerioù, reoù zo uhel-tre o live, zo bremañ e kêrbennSina. An hini vrudetañ eoOstaleri Beijing (北京饭店), a zo perc'hennet gant ar Stad. E-touez ar re arall e kaver An Ostaleri Sheraton, an Ostaleri Jianguo, An Ostaleri Vedel Sina, Ar St. Regis, Ar Grand Hyatt hag Palez al Ledenez.
Oberiant ha liesseurt eo buhez an noz e Beijing. Dañsvaoù niverus a voe krouet abaoe adreizhadurioùDeng Xiao Ping. War-droSanlitun pe e-kichenSportva al labourerien emañ an darn vrasañ anezho. Kavout a reer reoù er c'harterWudaokou egwalarn kêr. Ar c'harterioù ma vez digor an tavarnioù diwezhat eoSanlitun,Houhai haYuandadu.
A-drugarez d'e renk a gêrbenn sevenadurel ha melestradurel Sina e herberc'h Beijing kalz muioc'h a skolioù-meur eget tout ar c'hêrioù arall er vro. Melestret ez int gant Deskadurezh Stad Sina. War-gresk eo niver ar studierien estren.
Skinwel Beijing a skingas war an holl chadennoù etre 1 ha 10. Er c'hontrol d'arSkinwel-Kreiz Sina, n'en deus ket a chadenn e saoznek. Bez ez eus tri skingomz e saozneg, avat :Hit FM war FM 88.7,Easy FM gant Skingomz Etrevroadel Sina (CRI) war FM 91.5, ha Radio 774 war AM 774.
Ar gazetenn vrudetañ eus Beijing eoNevezioù an Abardaez Beijing (Beijing Wanbao). Bennoz e vez embannet hag enni e kaver an holl nevezentioù Beijing hag he rannvro. Ar c'hazetennoù pennañ arall a zo :
Nevezioù Beijing (Xin Jing Bao)
Steredenn bemdeziek Beijing
Nevezentioù Mintin Beijing
Kazetenn-bemdeziek ar re Yaouank (Beijing Qingnian Bao)