Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Bataved

Eus Wikipedia
Irienn ar Vataved renet gant Claudius Civilis, livet gantRembrandt van Rijn

ArVataved (Batavi elatin) a oa ur boblc'herman a veve enHenamzer e delta arRoen. An anv Bataved a voe roet dezho gant arRomaned, a raeinsula Batavorum peBatavia eus ar vro ma oant o vevañ. Dont a ra an anvBetuwe, ur rannvro eus anIzelvroioù hiziv, eus ar gerioù-se ivez moarvat.

Ar pobloù german erI kantved goude J.K.

War ribloù aber arRoen e oant o vevañ kent an aloubadeg roman. Meneget e voe ar Vataved gantJulius Caesar en e skridoùCommentarii de Bello Gallico, evel ur bobl a oa o vevañ war un enezenn etre div vrec'h eus ar stêrRoen, arWaal hag arRoen Izelañ/Roen Kozh. Ar roudoù zo bet kavet da-heul furchadegoù henoniourien a ziskouez e vezent o chom e keriadennoù bihan, enno etre 6 ha 12 ti, hag e vevent diwar al labour-douar hag ar sevel chatal, war douaroù strujus-mat. Eskern kezeg zo bet kavet e bezioù ha diwar-se e soñjer e oant tud troet-kenañ gant ar marc'hegezh. War ribl kleiz ar stêr Waal (el lec'h m'emañNijmegen bremañ) e oa bet savet ur gêr gant ar Romaned, anvetOppidum Batavorum. E-pad ur pennad e voent o'n em gannañ en armeoù Roma, evel marc'heien dreist-holl. Er bloavezh69 en em savjont a-enep yev an Impalaeriezh, renet gantGaius Julius Civilis, lesanvet Claudius Civilis, met flastret e voent goude-se dindan ren an impalaerVespasian. Taget e voent ivez diwezhatoc'h gant arFranked, war-dro ar bloavezh300,[1] hag en em veskañ a rejont ganto.

Kavet ez eus bet tablezennoù koad gant skridoù engravet warno, a ziskouez e ouie lod anezho skrivañ latin.

Roudoù eus o anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

ErXVIIIvet kantved, dre ma soñjed e oa anezho diaraogerien annezidi an Izelvroioù, e voe kroget d'ober gant ar gerBatav da envel Izelvroiz. Pa voe diskaret ar stadthouder (rener-stad)Gwilherm V Orange-Nassau, e1795, e voe embannet arRepublik Batav gant Gallaoued hag o skoazellerien, Izelvroiz a-du gant an Dispac'h gall, e-lec'h arProviñsoù Unanet.

Pa voetrevadennet iniziIndonezia gant an Izelvroioù, e oaBatavia anv kêr-benn an enezeg (Jakarta bremañ).

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Gregor Teurgn, Historia Francorum, Levrenn II

Gwelit ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bataved&oldid=2090657 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp