Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Barrez

Eus Wikipedia
barrez
performing arts genre,type of dance,theatrical genre
Iskevrennad eusconcert dance,Arzoù an arvest Kemmañ
Studiet gantballet studies Kemmañ
Dezverket dreballet award Kemmañ
Pleustret gantballet dancer,ballerina Kemmañ
Arouezenn Unicode🩰 Kemmañ
 
Pleustradenn hollek evit ar varrez gantEdgar Degas
Korollerezed, gantEdgar Degas, 1872.
Koroll an erc'h gant an "Nutcracker ballet"


Arvarrez zo ur seurt koroll akademek a vez kelennet e skolioù barrez. Graet e vezbarrez ivez euskorollarvestoù e lec'h ma vez implijet ar seurt dañs-se. Er barrezioù e vez danevellet un istor war al leurenn war-bouez dañs, mimerezh, ha sonerezh (gant lazoù-seniñ peurliesañ met ivez a-wezhioù gant kan).


Evel anOpera, e c'hall bezañ aozet an arvestoù e daou zoare : pe gant un heuliad abadennoù, pe hep troc'h. Framm ar barrezioù « dre abadennoù » eo an hini koshañ : dañsoù a deu an eil da-heul egileall evel kement a dammoù disheñvel.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Savet e vez arvestoù barrez penn-da-benn met gallout a reer lakaat abadennoù barrez etre arvestoù unopera pe re urpezh-c'hoari, evel diduamant. Emañ kempred ar barrezioù lez gall, war un dro war gan ha gant sonerezh, gant ar c'hentañ taolioù esaemonodiezh dramatek eFirenze (e diwezh arXVIvet kantved). Diwar hengoun ar barrezioù lez ez eo diwanet anoperaioù-barrez hag arkomediennoù-barrez savet gantLully haMolière.


Ar barrezioù lakaet etre arvestoù opera zo deuet da vezañ goude unan eus perzhioù an arz lirek gall. Gallout a reer en em rentañ kont eus kement se pa arvester ouzh trajediennoù lirekLully haRameau. Miret eo bet ar boaz-se gant adreizhadennNoverre (barrezioù birvidik) hag hiniGluck. EnXIXvet kantved e veze atav engortoz an arvesterien c'hall hag italian da welet meur a abadenn koroll pa'z aent d'an opera.


Er barrezioù a vremañ e weler un heuliad pennadoù o tont an eil war lerc'h egile hep ehan. Diorren a reas ar seurt barrezioù e diwezh an
XIXvet kantved en un doare dizalc'h eus stummoù arz all. MennozhioùRichard Wagner eo a lakaas boaz ar barrezioù lakaet etre an arvestoù da vont diwar ar c'hiz.

EnXXvet kantved e voe a bep seurt taolioù arnod er barrezioù. Evel se, d'an 29 a viz Mae1913,Kurunidigezh an nevezamzer gantIgor Stravinsky, gant urgoregrafienn eusVaslav Nijinsky, a lakaas da sevel unan eus ar rendaelioù brasañ eus istor an dañs hag ar sonerezh.

Diwar-benn ar ger

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Kavout a reer ar ger-se e geriadurGregor Rostren (1732), pajenn 243: "Danse de théâtre. Barrez, p. barrezou. (de barz, sonneur, baladin.)". Souezhus eo ar gerdarzh evel re all kinniget gant an aozer. Ne oa ket ken diorroet arc'herdarzhadurezh d'ar c'houlz-se evel just.
  • Barrezioù eo al liester hervez geriadurioù divyezhekFrañsez Vallée haRoparz Hemon, troet gante"ballet". Troetkorolladeg ivez hervez Vallée.

El liverezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Edgar Degas en deus livet kalz taolennoù diwar-benn korollerezed allazoù-koroll.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Barrez&oldid=2068068 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp