Barrett MRAD | |
---|---|
![]() Stumm hep binvioù ar Barrett MRAD | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh-resisted |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | |
Produer | Barrett Firearms Company |
Mare implij | Abaoe 2012 |
Pouez ha muzulioù (stumm kinniget d'ar SOCOM) | |
Mas (hep kartouchenn) | 6,7 kg |
Hirder | 1.190 mm |
Hirder ar c'hanol | 620 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 1.500 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | Hervez ar c'halibr |
Endalc'h | Karger fiñv 10 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
ArBarrett MRAD (evitMulti-Role Adaptive Design) zo urfuzuilh-resisted produet gant an embregerezh stadunanatBarrett abaoe 2010. Dibabet eo bet gant un nebeud unvezioù amerikan evel fuzuilhsniper.
E 2009 en doa embannet arSOCOM stadunanat ur c'haier-kargoù evit kaout ur fuzuilh-resisted nevez. Betek-neuze e rae anNerzhioù Ispisial amerikan gant fuzuilhoùBarrett M82, kambret e.50 BMG nemetken. An embregerezh Barrett a ginnigas un arm nevez skañvoc'h (6,7 kg gant e zafar), gouest da dennañ resis betek 1.500 metr, dezhañ kanolioù a c'hallec'h cheñch buan evit azasaat an arm ouzh doareoù-implij disheñvel en emgannoù[1]. Gellet a ra bezañ implijet gant meur agalibr, en o zouez an.338 Lapua Magnum hag ar6,5 mm Creedmoor a zo tamm-ha-tamm o kemer plas ar7,62 × 51 mm e standart anAFNA evit ar fuzuilhoù-resisted.
E 2019 ez eus bet sinet ur gevrat 50 milion a zolaroù gant ar SOCOM evit pourvezañ e soudarded gant fuzuilhoù MRAD. ANUS Army hag anUS Marines a zo dedennet evit ober kemend-all[2].