Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Karn Barnenez

Eus Wikipedia
(Adkaset eusBarnenez)
Karn Barnenez
lec'h arkeologel,cairn,liac'hven
Deiziad krouiñ5. millennium BCE Kemmañ
StadBro-C'hall Kemmañ
E tiriadPlouezoc'h Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°40′3″N 3°51′31″W Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel rummet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://barnenez.monuments-nationaux.fr,http://www.barnenez.fr/ Kemmañ
Map
Karn Barnenez, gwelet diouzh argevred.
Karn Barnenez
Tremen, en diabarzh.

Karn Barnenez a zo ur savadurmeurvein egourenezKernehelen, ePlouezoc'h, eBro-Dreger, e departamantPenn-ar-Bed. Div lodenn hag unnek kambr a yae d'ober anezhañ. Lodenn goshañ argrugell mein sec'h a vije bet savet etre 4850 ha 4450 k.J-K, enneolitik gantdolerit, hag an eil etre 4450 ha 4000 k. J-K gantgreunvaen. Ar savadur meurvein-se eo an hini koshañ anavezet war andouar-bras. Koshoc'h e vefe evit arpiramidennoù kentañ.

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Moarvat e teu anv al lec'h-hont eusbarr (lein) hagan enez.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1807 e oa bet graet anv eus argrugell erc'hadastr. Meneget e oa ivez e1850 e Montroulez e-kerzh un emvod skiantel gant maer kumunPlouezoc'h. Ne voe ket a-walc'h da wareziñ ar monumant. Prenet e oa an dachenn gant un embreger e-pad anXXvet kantved hag e voe diveinet arc'harn kentañ gantañ evit adimplij ar vein. Harzet e voe war-bouez nebeut, e1955, pa oa o vont da zistrujañ an eil karn. D'ar mare-se e oa renket ar c'harn a chome war roll ar monumantoù istorel (abaoe an 18 a viz Genver 1956), war goulennPierre-Roland Giot (neuze rener Hendraouriezh istorel Breizh). Loc'hañ a ra ivez ar furchadegoù skiantel kentañ eno. Furchet e oa ar c'harn etre 1955 ha 1968.


Deskrivadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn eeunaet eus ar savadur. Al lodenn gentañ zo e melen hag an eil e glas

Emañ ar monumant a-us BaeMontroulez, anezhañ ur gompezenn strujus eus an arvor d'ar mare ma oa savet moarvat.72 metr hirder hag 20 pe 25 metr lec'hed eo ar monumant. 9 metr uhelder eo. Istimañ a reer e dolzennad hollek etre 6 500 ha 7 000metr diñs hag e bouez etre 12 000 ha 14 000 tonenn[1]. Kavout a reer un nebeud mogerioù diabarzh zo talbennoù kozh pe mogerioù hag a dalveze da stabilaat ar framm. Savet eo ar c'harn gant bloc'hadoù maen bihan a-walc'h ha n'eus ken ar c'hambroù zo savet e-giz meurvein gwirion.

Unnektaol-vaen ha kement agambroù-bez a zo er c'harn. Dek anezho zo goloet penn-da-benn. Evit mont e-barzh ar c'hambroù-bez ez eer dre un trepas mein sec'h, etre 7 ha 12 metr a hirder dezhañ, goloet gant daroù a-led. Pep kambr he deus un trepas disheñvel hag holl an trepasoù zo durc'haet d'argevred.

Pep hini eus ar pezhioù en diabarzh zo kinklet gant arouezioù binviji, armoù ha loened. Kavout a reer ivez ur skeudenn e stumm al lizherenn U war ar speurennoù meur a wezh.

An traezoù zo bet kavet e-pad arfurchadegoù n'int ket niverus met liesseurt-kenañ int. Bez' ez eus en o zouez lavnennoù bouc'hili lufret, begoùbiroù ha lavnennoù emaen-kurun eus anNeolitik. Kavez ez eus bet glaou-koad en deus roet an tu da c'houzout pegoulz e oa bet savet. An disoc'hoù o deus bamet ar skiantourien da gentañ rak prouet e oa e oa ar c'harn 2000 vloaz koshoc'h evit ar piramidennoù kentañ.Andrev Malraux a zisklêrias e oa urpartenon eus ar ragistor.

Tammoùpriaj a zaou seurt a ziskouez e oa bet adimplijet al lec'h-mañ war-dro an IIIe milved kent J.K. Displegañ a rafe bezañs ur goustilhig ekouevr ha pennoù biroù dreinek.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Le cairn de Barnenez sur le site des monuments nationaux

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Jacques Briard,Barnenez, 2000Lire en ligne
  • Jacques Briard, N. Fediaevsky,Mégalithes de Bretagne, 1987.
  • Pierre-Roland Giot,Barnenez: un grand cairn mégalithique, 1999.
  • Charles-Tanguy Le Roux et Yannick Lecerf,Le grand cairn de Barnenez - Mausolée néolithique, Monum, Ed. du Patrimoine, coll. « Itinéraires du patrimoine », 2003(ISBN 2858226717)
  • M. Mesnard,Le tumulus de Barnenèz en Plouézoc'h, Société d'Emulation des Côtes-du-Nord, Mémoires Saint-Brieuc, 1979, vol. 107, pp. 50-52Lenn un diverradenn enlinenn

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Karn_Barnenez&oldid=2121818 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp