Gwechall e oa bevennet gantIndia er c'hreisteiz, Sogdiana en hanternoz, Skitiaextra Imaum er reter, ha Hirkania er c'hornôg. Enni e oaMargiana,Guriana,Bubakena, bro anDoc'hared hag arMarukeaned.
Un amzer zo bet ma oa Baktria e-kreiz un Impalaeriezh c'halloudus ha tizhet ganti ul live uhel a sevenadur.Baktres e oa ar gêrbenn (Balkh hiriv).
Gwelet eo gant darn evel bro ar Veded, kavell impalaeriezh ar Bersed ha relijionZoroastr. Gant Cyrus er VIvet kantved eo e voe staget ouzh impalaeriezh ar Bersed. Stag e oa ouzhMargiana ha honnezh e oa daouzekvet satrapiezh ar bersed eta.
Ar satrapBessus, an hini a vuntras ar roueDarius III evit bout dizalc'h en e satrapiezh. Met aloubet e voe ar vro gantAlesant Veur, er IVre kantved kent JK. Gantañ e voe tapetRoxana, merc'h dasatrap ar vro, a oa o stourm outañ. Dimeziñ dezhi a reas evit lakaat an tad a-du gantañ.