Badb
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all

Egwengelouriezh ouezelat,Badb (peAr Badb, hag a dalv "ar bran") eo un doueez ag ar brezel, stumm ur bran anezhi, hag a c'hall bout anvetBadb Catha ("bran an aerva"). Skignañ a ra an aon hag ar poutder e penn ar vrezelerion evit harpañ un tu pe un tu arall ag an emgann. Badb a c'hall dont a-raok ar stourm evit diouganiñ brasder ar c'holloù, pe anvioù an dud a varvo. A-wezhoù e tisklaerie an anvioù gant yudadennoù, aze e c'hallje bout keñveriet gant arben síde.
Gant he c'hoarezed,Macha hag ar Morrigan, pe Anand, eo Badb unan ag an teir doueezed ag ar brezel, pe anteir Morrígan.[1]