Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Azginivelezh

Eus Wikipedia
Azginivelezh arzel
luskad arzel,luskad sevenadurel
Lec'hEuropa Kemmañ
Raklec'hiet gantarz gotek,Krennamzer,Krennamzer izelañ Kemmañ
Heuliet gantBaroque,Amzerioù modern Kemmañ
Deiziad kregiñ14. century Kemmañ
Deiziad echuiñ17. century Kemmañ
Studiet gantstudioù an azginivelezh Kemmañ
AnvetRenaissance Kemmañ
 
David gantMichelangelo, delwenn heverk eus anAzginivelezh en arzoù.
Den Vitruvius, un dresadenn vrudet diwar zornLeonardo da Vinci a ziskouez splann levezon skrivagnerien an Henamzer war lenneien an Azginivelezh. Diwar alioùVitruvius el levrDe architectura e klaskas Leonardo da Vinci tresañ an den mentet-kaer.
La Fornarina, gantRaffaello Sanzio.
Ur bajenn eusBiblGutenberg
Ganedigezh Gwener, gantBotticelli
Ti-kêrPoznan, ePologn

AnAzginivelezh eo an anv roet d'ar marevezh eus anIstor, enEuropa, a deu war-lerc'h arGrennamzer, a-raok anAmzerioù modern, hag a glot, dre vras, hervez ar broioù, gant dibenn arXVvet kantved hag arXVIvet kantved.
Ul lusksevenadurel e oa hervez lod, a grogas eFirenze dreist-holl da gentañ, hag en em strewas e kêrioù allItalia, a-raok en em ledañ da beurrestEuropa.

Ar ger

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar gerAzginivelezh zo troet diwar ar gergallekRenaissance, a zo tremenet esaozneg, hag eus ar geritalianekRinascita e teu an hini gallek. Ar ger "rinascita"-se a voe arveret erXVIvet kantved gantGiorgio Vasari en e arnodskridVite de' più eccellenti architetti, pittori, et scultori italiani ("Buhezskridoù an disavourien, livourien ha kizellerien italian wellañ"), anveet ivez evelLe Vite ("Ar Buhezskridoù").

Diwezhatoc'h e voe adtroet ar ger gallek daved an italianeg en-dro, ha deuet da voutRinascimento.

Kemmoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur marevezh leun a gemmoù eo bet an Azginivelezh evit an anaoudegezh dre vras, e bed arskiantoù hag hini anarzoù, abalamour ma veze skignet an anaoudegezhioù nevez, e-touesk an dud uhel ha desket evel morse a-gent. Er skridoù kozh avat, diazezet eo war studi ar skrivagnerien glasel,latin hagresianek, e voe diorroet an deskadurezh, ha kavet ar perspektivelezh en arz.

Emañ anAzginivelezh italian e deroù an Azginivelezh europat.

Tri frantad pennañ zo bet termenet evit skignañ an Azginivelezh en Europa :

  • arXIVvet kantved, a reerTrecento enitalianeg, a voe neuze ur seurt "Ragazginivelezh" a c'hoarvezas e meur a gêr italian ;
  • ar XVvet kantved(Quattrocento), a vez graetAzginivelezh kentañ anezhañ, a voe skignet e darn vrasañ Italia, betek eSpagn, hag e kornioù en hanternoz Europa, evelAlamagn ;
  • ar XVIvet kantved (Cinquecento), ma voe peuzaloubet peurest Europa gant al luskad.

Er XVvet ha XVIvet kantved, gant al luskad troet war-zu an anaoud, e stagas broioù zo da gas listri da weladenniñ ha dizoloiñ ar bed. Kement-se a anveer : anDizoloadennoù Meur.

Mare ar c'hemmadennoù relijiel eo an Azginivelezh ivez. Hervez an istoroursaozJohn Hale eo en amzer-se ma voe kroget da gomz eus Europa en un doare ordinal, gant kartennoù da ziazez, hag un hollad skeudennoù a gadarnae he bezoud sevenadurel, dre ar sellout.

Istor hag Azginivelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dizemglev a sav etre istorourien hagistorourien an arz diwar-benn an doare ma oa da rannañ Istor ar prantad-se, a zo evel ur stagell pe ur pont etre ar Grennamzer hag an amzerioù modern. Lod zo a gomz eusAzginivelezh an XIIvet kantved.(Daveoù a vank)

E gwirionez, ober gant ar gerAzginivelezh a ziskouez un doare da intent an Istor evel pa vije ur ster d'e red. Kement-se a glot gant an doare meizañ a oa rannet gant darn eus ar brederourien alaman enXIXvet kantved, evelGeorg Wilhelm Friedrich Hegel.

Mard eus bet un tamm diwan Azginivelezh en XIIvet kantved enEuropa ne zeas ket gwall bell, rak ehanet trumm e voe gantbosenn ar XIVvet kantved a lazhas ouzhpenn un drederenn ag ar boblañs.(Daveoù a vank) A-hend-all, abalamour d'arBrezel Kant Vloaz e c'heller kompren e krogas an Azginivelezh diwezhatoc'h eBro-C'hall eget en Italia.

Klask termeniñ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eo ket gwall aes klask termeniñ meizad an Azginivelezh. HervezJean Delumeau (en1991), e teu ar ger eus Italia, ma veze kaoz eusRinascita al lizhiri hag an arzoù adalek fin arXIVvet kantved ; hiriv e lavar an ItalianedRinascimento.

Ar ger Azginivelezh zo bet adtapet e1860 gant an istorour arzsuisJacob Burckhardt (1818-1897) en e levrDie Kultur der Renaissance in Italien.

Kalz oberourien a ro un termenadur amzerel. Hervez darn avat e vo hir pe hiroc'h :

HervezJean Delumeau (1999) ez eus bet roet ingal ur ster brasoc'h-brasañ d'ar ger. Abeg ha neuz an Azginivelezh eo a zo da anaout, ha kompren penaos o deus klasket ar broioù ober asambles ha en em levezoniñ an eil re ar re all hervez pep tachenn.

Ur gerzhadeg vras war-raok eo en Europa erXVvet kantved hag erXVIvet kantved, emeJean Delumeau.

René Rémond a gont ez eus dezverkoù resis d'an azginivelezh :

  • doareoù nevez da gaskeloù ;
  • un doare skiantel da lenn ar skridoù diajez ;
  • dougen bri d'ar sevenadur kozh (lennegezh,arzoù,teknikoù) ;
  • diorren ar c'henwerzh ;
  • kemm en doare da welout ar bed.

Pa vez anv a nevezadur enarzoù, ellennegezh, er skiantoù, e reer meneg a-wechoù ivez eus azginivelezh (pe nevezadur)marevezh Karl Veur (en amzer-se e komzed eusrenovatio), eus azginivelezhCluny (920-1000) e marevezhOtton, pe eus azginivelezh anXIIvet kantved (1060-1200). A-wechoù ivez e komzer eus ragazginivelezh, gwelout ar pennadAzginivelezh en Istor.

Ar gêr ideal, hervezPiero della Francesca. Amañ e weler an uhelvennad ermatematik hag e linennoù andiarsell.

Ganedigezh ar meizad

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa gelenne an istorour gallLucien Febvre er c'h-Collège de France e1942-43 en doa diskouezet eoJules Michelet an hini en doa ijinet war-eeun ar gerRenaissance tro-dro1840, evit abegoù personel[1]. En amzer-se edo Jules Michelet o labourat war-dro ar roue gallLoeiz XI, glac'haret-tre ma oa da vezañ kollet e wreg, hag e o nec'het gant emdroadurgouarnamant an Unpenniezh c'hall (pe :Monarkiezh Gouere) dalc'het gant mirourien, hag e felle dezhañ kaout nevezenti. E zoare da gompren an istor a rae dezhañ heñvelekaat ar pezh a veve hag ar pezh a studie ; ijinet en dije un Azginivelezh goude renLoeiz XI, dre hanterouriezhbrezelioù Italia.
Kement-se zo bet displeget gant Thomas Lepeltier en ur pennad erRevue des Livres e [[2000}}[2].
Lod eus an istorourien n'int ket a-du gantañ avat, pa welont evel un troc'h etre ar Grennamzer hag an Azginivelezh. Pezh zo sur, hervez ar muiañ niver, n'eo ket bet ken splann an tremen hag ar c'hemm etre an daou brantad ha ma veze kontet gwechall.

Ganidigezh Europa

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Stadoù Europa war-dro 1500. E gwirionez ne vo ket staget Breizh ouzhBro-C'hall ez-ofisiel a-raok1532.
Italia e1499.

Skrivet en deus an istorour saoz John Hale, e oa emskiant lenneien ar Grennamzer, bennozh d'an douaronourien, e oant en ur c'hevandir anvetEuropa disheñvel diouzhAzia hag Afrika. Koulskoude ne oa nemeur bet klevet anv Europa gant darn vrasañ an dud, na lennet, dre ma ouient ket lenn. Hervez anIliz, ar galloud europat bras, e oa ganet ar gristenien e-barzh broioù bet dibabet gant Doue. Ne oa ket emskiant an dud gant ur sevenadur europat.

Ar moullerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar voullerezh an hini a levezonas ar muiañ buhez an dud da vare an Azginivelezh. A-raok ma voe ijinet an doare-ober-se gantJohannes Gutenberg, tro1450, e veze savet hag adeiladet al levrioù gant an dorn :dornskridoù anezho. Kloerien a rae war-dro al levrioù, int-i hepken a oa gouest da skrivañ, ha da skrivañ e latin, yezh an dornskridoù, bet e pad pell yezh ar skiantoù.
En XIvet ha XIIvet kantved e veze skrivet an dornskridoù gant ar venec'h e salioù-skrivañ anvetscriptoria, setu holl o c'hefridi. Goude-se e kinklent o levrioù gant tresadennoù ha livioù, hag aourlivadurioù.

Gant ar skolioù-meur e oa dalc'het an deskadurezh hag ar c'helaouiñ. Ne oa nemet Skol-veurBologna, hiniPariz, reSalamanca,Oxford haCambridge a veze aotreet da gelenn hervez doareoù arskolastik.
Al lezennouriezh hag andoueoniezh, a oa penndanvezioù ar skolioù-meur.

Gant skridoù moullet ne oa ket heñvel an dalvoudegezh ken. E skol-veur Pariz e teuas an arzoù da vezañ brudetoc'h eget hini an doueoniezh.
Levraouegoù a veze savet e ti ar rouaned c'hall.

Lenn skiantel an oberennoù diazez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kentañ embannadur arBibl moullet a voe graet e1455 gant Johannes Gutenberg eMainz. Lod skouerennoù a voe kinklet gant prenerien, evel ma veze graet en amzer gent gant an dornskridoù.

Adlenn oberennoù an Henamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Alies e vez lavaret e pledas an dud gant anHenamzer.

Notennoù =

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Lucien FEBVRE,Michelet et la Renaissance, Paris, Flammarion, 1992.
  2. Thomas LEPELTIER, "La Renaissance existe-t-elle? Réflexions à partir de Michelet", La Revue des Livres, 2000, a c'haller lenn en linenn e-barzh[1]

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • E saozneg :
  • The Hamlyn Historical Atlas, Hamlyn,Londrez. Oberenn renet gant R.I. Moore. E galleg :Atlas historique Nathan,Pariz,1981.ISBN 2-09-290026-9
  • Jean Delumeau :
    • La Civilisation de la Renaissance, Arthaud, « Grandes civilisations »,1993
    • Une histoire de la Renaissance, Perrin,1999,ISBN 2-262-01288-1
  • John Hale,The civilization of Europe in the Renaissance, Perrin,1993, traduit de l'anglais par René Guyonnet (1998) 2-262-01471-X
  • La France de la Renaissance, France Loisirs, re net gant Pierre Marchand ha Jean-Pierre Babelon, (1998),ISBN 2-7441-1743-9
  • P. Burke,La Renaissance européenne, Seuil, « Points Histoire »,2002
  • E. Garin,L'Homme de la Renaissance, Seuil, « Points Histoire »,2002
  • Th. Wanegffelen ha 6 kenlabourer, « La Renaisance », Ellipses, Paris, 2002.
  • J.-P. Poussou, C. Callard,O. Chaline, Y. Lignereux,A. Tallon,La Renaissance. Enjeux historiographiques, méthodologie, bibliographie commentée, Armand Colin, Paris,2002
  • Bertrand Gille,Les ingénieurs de la Renaissance, Thèse Histoire, Paris, 1960. Seuil, coll. « Points Sciences » 1978(ISBN 2-02-004913-9);
  • Jacob Burckhardt,La Civilisation de la Renaissance en Italie, t. I & II, Denoël,1981
  • Le grand livre des explorateurs et des explorations, France Loisirs, sous la direction de Michèle Gavet-Imbert et Perrine Cambournac.1991
  • Ernst Bloch :LaPhilosophie de la Renaissance, Payot poche, 1994,ISBN 2-228-88837-0.
  • Bertrand Jestaz,L'art de la Renaissance, Citadelles & Mazenod, 1984 (réed. 2207),ISBN 978-2-85088-089-6
  • Vieillir à la Renaissance. Textes réunis, présentés et édités par Colette H. Winn et Cathy Yandell. Éditions Honoré Champion, 2009. 1 vol., 416 p., relié, 15 xPatrom:Unité.ISBN 978-2-7453-1746-9.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
g  ka  ke
Luskadoù en arzoù ar c'hornôg a-hed ar c'hantvedoù
Vvet - XVIIIvet kantved
Arz merovingatArz karolingatArz ottonatArz romanArz gotekAzginivelezh(XIVvet - XVvet)Orbidouriezh(XVIvet)Arz barok(XVIIvet)Rococo -Nevezklaselezh -Romantelezh (XVIIIvet)
XIXvet kantved
XXvet kantved
XXI kantved
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Azginivelezh&oldid=2088894 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp