Azerbaidjan (Azerbaijaneg:Azərbaycan,Azərbaycan Respublikası) a zo ur vro eus arC'haokaz. Lec'hiet etre reterEuropa ha merventAzia emañ riblet gantMor Kaspia war-du ar reter. Harzoù he deus gantDagestan (Rusia) war-du an norzh,Jorjia war-du ar gwalarn,Armenia war-du ar c'hornôg hagIran war-du ar su.Nac'hitchevan, un enezad eus Azerbaidjan he deus harzoù gant Armenia war-du an norzh haTurkia war-du ar su. RannvroNagorno-Karabac'h he deus embannet bezañ dizalc'h e 1991 met n'eo anavezet gant bro arall ebet.
Ur stad lik eo Azerbaijan hag un ezel eusKuzul Europa eo. Un demokratelezh eo met gant ur pleg aotrouniek.
Bez ez eus meur a vartezeadenn diwar-benn orin anv Azerbaidjan. An hini voutinañ a zo e teu eusAtropates, ursatrap persat a savas ur rouantelezh dizalc'h,Atropaten hec'h anv, e gwalarnIran. Atropates a dalvezfe "gwarezet gant an tan".
Posupl eo ivez e oa Azerbaidjan un eilstumm turkekaet eusAzarbaijan, diskrivadur arabek eus ar persegÂzarâbâdagân "bro an tan", pe "bro an tan peurbad", ar pezh a dalvezfe da azeuldioù zoroastrek.
Hervez istorourien azerbaijanek 'zo e talvezfe Azerbaidjan "Bro ar Bobl Az Gadarn".
Annezidi gentañ ar pezh a zo hiziv Azerbaidjan e oaalbaniz ar C'haokaz, ur bobl kaokazek he yezh. Goude e voe aloubet ar vro gant pobloù niverus, ar bersed, ar romaned, an armeniz, an arabed, an durked, ar rused en-o-zouez.
Goude freuzadur an impalaeriezh rusat e1918 ez eas Azerbaidjan, asambles gantJorjia hagArmenia d'un darn eusRepublik Demokratel Gevredel Treuzgaokazia. Homañ en em zielfennas buan, avat, hag en em embann dizalc'h a reas Azerbaidjan e Mae 1918.Republik Demokratel Azerbaidjan a vo ar republik vuzulman gentañ er bed met ne badas nemet daou vloavezh. E1920 e aloubas ar vro alLu Ruz ha d'un darn eusrepublik soviedel Treuzgaokazia ez eas e miz Meurzh1922. Republik Treuzgaokazia a voe disrannet e1936 etre republikoù soviedel Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan.
E1990 manifestadegoù evit dieubidigezh ar vro a voe gwasket gant al Lu Ruz. He frankiz a adkavas ar vro e1991, avat, goude freuzadur anUnaniezh Soviedel. E-pad ar bloavezhioù kentañ e dieubidigezh e voe ret da Azerbaidjan davrezeliñ ouzh ar gouarnamant disrannidigelNagorno-Karabac'h. N'eo ket diskoulmet ar gudenn desped d'un arsav sinet e 1994. Adalek fin ar brezel e talc'h an armeniz 16% eus tachenn Azerbaidjan ha gant an div vro ez eus kudennoù armerzhel bras hag a repuidi.
Goude ar brezel e arnodas prezidantHeydar Aliyev da welaat armerzh ar vro dre implijout he feadraoù eoul-maenek. War zigresk eo aet an dilabour met kudennoù politikel bras a zo c'hoazh gant ar vro. Goude marvHeydar Aliyev, e2003, e voe dilennet e vabIlham Aliyev prezidant. Abeget eo an dilennadeg-se gant an enebouriezh.
Ur republik brezidantel eo Azerbaidjan. Ar prezidant a zo dilennet evit pemp bloavezh hag envel a ra an holl izili eus kuzul ar vinistred. Al lezennoù a vez votet gant ur parlamant a 50 ezel dilennet gant ar bobl. E 18 vloaz eo oad-gour.
Hervez ar C'huzul Kreiz Dilennel e tegemerasIsa Gambar, penn strollad pennañ an enebouriezh, 14% ar mouezhioù tra oa gantLala Şövkat, penn an Emsav evit an Unvaniezh Vroadel 3,6% hepken. Hervez anOSCE,Kuzul Europa hagHuman Right Watch e voe bet faozekaet an disoc'hoù.
Meur a aozadur etrevroadel dizalc'h hag a eveshae an dilennadeg o deus disklaeriet en-doa gounezetIsa Gambar. Hervez reoù arall e tlefed aozañ un eil tro.
E 2005 he deus Azerbaidjan aozet dilennadegoù lezennel. Un ezel eusKuzul ar Gwirioù Denel nevez betek an 19 a viz Even 2006.
Rannet eo Azerbaidjan e 59raion (rayonlar; unan. -rayon), 11 kêr (şəhərlər; unan. -şəhər) hag ur republik emren (muxtar respublika)Nac'hitchevan, hag a zo rannet e 7 raion hag ur gêr.Bakou eo kêr-benn Azerbaidjan.
Enderc'hel a ra Azerbaidjan 9 eus 11 kelc'hiad hinel ar bed. Sec'h eo gant hañvioù tomm ha goañvioù klouar. Hervez an amzer hag al lec'h e kemm an temperadur. E izeldirioù ar gevred ez eo 6 °C e-pad ar goañv ha 26° e-pad ar goañv hag e c'hell tizhout 32 °C e-pad an deizioù tommañ. Er menezioù ez eo an temperadur war-dro 12 °C e-pad an hañv ha -6 °C e-pad ar goañv.
Glav a ra etre 200 ha 400 mm bep bloaz. Ar biz eo ar rannvro sec'hañ tra ma'z eo kalz glepoc'h ar gevred el lec'h ma kouezh 1300 mm. An nevezamzer hag an diskaramzer eo ar prantadoù glepañ.
War ar greanterezh eo diazezet armerzh Azerbaidjan. Oberiañ ardivinkoù, aneoul-maen hag e burerezh, greanterezh ar gwiadoù hag ar greanterezh kimiek a ya d'ober anezhañ. Un trede eus arPGB a brodu al labour-douar. Darn vrasañ ar feurmoù a zo douret. En izeldirioù e c'hounezerfrouezhioù,edoù,koton,te habutun. Preñv-seiz a vager ivez evit greanterezh ar gwiadoù. En uheldirioù e vagersaout,deñved hagivri.Kaviar a broduer erMor Kaspia.
A-drugarez d'an eoul-maen, hag a zo fonnus a-walc'h erMor Kaspia, e kresk a 11% pep bloaz armerzh Azerbaidjan.
War-dro 9 milion a dud zo en Azerbaidjan. 95% anezho a zo Azeriz. An Azeriz eo ivez minorelezh vrasañIran. Ar vinorelezh niverusañ eo ar Rused (1,8%). Niverusoc'h e oant kent an dieubidigezh met kalz anezho a zo divroet. Pobloù "dagestanek" bihan a vev a-hed an harzoù gantRusia. Ar re bennañ eo alLezgiz, anAvariz, hag anDsakured. Kavout a reer ivez pobloù bihanoc'h evel arBuduc'hed, anUdined, arGryted hag arc'hinaluged.
Enderc'hel a ra Azerbaidjan strolladoù bihan aJorjiz,Gurded,Dalyched,Datared hagUkrainiz. War-droQuba e vev anDated, anvez ivezYuzevien ar Menezioù, a gaver eDagestan ivez. Kalz anezho a oa divroet daIsrael e-pad ar bloavezhioù diwezhañ daoust m'eo aet mentadur an dispartioù da c'houstadikoc'h. An Armeniz a oa niverus e-pad ar marevezh soviedel met tec'het ez int e-padbrezel Nagorno-Karabac'h. Hogozik an holl anezho a zo o chom er republik disrannidigel hiziv.
93,4% eus annezidi Azerbaidjan a zo muzulmiz. 85% anezho a berc'henn d'archiyiezh daouzekek. MuzulmanedSunniek a gaver ivez, hag un nebeud a gristenien,ortodoksed armeniat dreist holl. An Dated eQuba hag un nebeudachkenazed zo yuzev.
Anazeri eo yezh ofisiel Azerbaidjan. E familh aryezhoù turkek emañ ha gant 95% eus poblañs Azerbaidjan ha 25% eus poblañsIran e vez komzet. Ar yezhoù tostañ d'an azeri eo anturkeg hag anTurkmeneg. Un darn vras eus poblañs ar c'herioù a gomzrusianeg ivez.
1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.