Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Aval

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ

Frouezh anavalenn eo anaval, dezhañ stumm ur voul an aliesañ, hag a bep seurt liv ha ment.Boued mat eo an avaloù evit mab-den ha kalz loened. Gounezet e vez anezho en holl rannvroioùgoudomm. Renket e vez an avaloù hervez an implij a vez graet deuzouto.Avaloù sistr a zo ar re a vez implijet o chug evit ober meur aalkool.Avaloù kontell a zo ar re a vez debret ent-kriz.Avaloù da boazhañ a vez graet deus ar re zo mat evit an implij-se. Blazioù disheñvel a vez gantosukret,c'hwerv petrenk zoken. Deus spesadMalus pumila eo an tri seurt a zo muioc'h eget 20 000gouenn deuzouto er bed a-bezh.

Meur aevaj a vez graet gantavaloù, ma vefechug avaloù pesistr halambig pa vezgoet.

Avaloù ruz
Joseph Kleitsch (1927)

Etimologiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diwar ar gerhenvrezhonekabal,aual 1499, da geñveriañ gant ar gerioùafal ekembraeg,abal enhengembraeg,aval ekerneveureg,aball eniwerzhoneg kozh,auallo ergalianeg o orin boutin erc'heltiegabalo- . Er yezhoùgermanek e kaver anvioù tost :apfel enalemaneg peappel ersaozneg[1].

An anv spesadMalus pumila a zo o tont eus ar gerlatinmalum a dalvaval evit ar genad ha deus an ar gerlatinpumilum a dalvkrak.

An anvlatinpomum a dalvfrouezh a zo bet implijet evit stummañ ar gerpomme egalleg padal eo ar germalum a zo bet implijet evit stummañmela enitalianeg pemar erroumaneg, div yezh romanek all.

Ar geraval a vez implijet ivez ebrezhoneg evit kalz traoù pe frouezh all, dezho stumm ur voul damheñvel ouzh an aval.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Louzawouriezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


organoù an avalenn (Malus pumila)

Urfrouezhenn faos (dindan ster allouzawouriezh) eo an aval, peogwir e vez debret kement skor ar bleunioù, hag arvierez a zo stag-ouzh-stag.Renket e vez anezhi e-touez ar frouezhbouedek a vez kavetboued ar frouezh hachug enno.

Stummoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Stumm ur voul eo an hini a vez kavet an aliesañ, met gouennoù' zo a c'hell bezañ disheñvelik, evel an hini brudetavalApi er ganaouenn c'hallekPomme de reinette et pomme d'api en dije un orin eBreizh en Apigne (war dachenn kumunReuz ebro Roazhon). An aval Api en doa stumm ur steredenn 5 skourr ha plad.

Ur c'houenn aval-sistr a vez kavet ebro-Vigoudenn pe c'hoazh ebro C'hlazig a vez graet "poch binioù" dezhi peogwir e pign ar boued tro-dro d'al lost evelpoch urbinioù tro-dro d'arsutell. Ne vez ket implijet ken gant farderien sistr a-vicher peogwir eo un tamm re vihan. Ar re a fard sistr evit o flijadur a implij anezhi c'hoazh.

Aval Pichonig boutin, stumm hir

Gouennoù 'zo o deus ur stumm hir evel an hini anvetgaleuse pepigeonnet d'Armor a zo hec'h orin eBro Leon.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Implijoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mojennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Avaloù all

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da veur a dra e vez graet an anvaval e brezhoneg : Dont a ra deus o stumm rond damheñvel ouzh hini an aval[2].

aval-derv : aval-tann : Boul goadek, dezhi ment ur graoñienn, a gresk war deil argwez-derv, en-dro d'ul larvenn amprevan.

aval-douar : patatez

aval-gouzoug: Stumm rond a vez kavet e gouzoug ar baotred

aval-pin : organ gouennañ ar pin ha gwez all kar dezho.

aval-spern :hogan

aval-stoub : Frouezhenn damheñvel ouzh urberenn, c'hwerv he blaz a vez debret poaz.

aval-sukrin : Frouezhenn arsukrin

aval-tann : aval-derv

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Dictionnaire étymologique du breton, Albert Deshayes, Emb. Le Chasse-Marée, 2003,ISBN 2-9142-0825-3
  2. Geriadur brezhoneg an Here, Emb. An Here, 2001,ISBN 2-86843-236-0

Liammoù diavez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Aval&oldid=2131742 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp