August William Derleth (24 a viz C'hwevrer 1909 - 4 a viz Gouere 1971) a oa ur skrivagner hag un embanner stadunanat. Daoust ma'z eo puilh e oberenn ez eo brudet dreist-holl evit bezañ kendalc’het hag embannet oberennHoward Phillips Lovecraft.
Mab William Julius Derleth ha Rose Louise Volk eo August Derleth. Ganet eo bet ha tremenet en deus lodenn gentañ e vuhez e Sauk City (Wisconsin).Ur skrivagner prim ha donezonet e voe, hag e zanevell gentañ a voe embannet e-barzhWeird Tales e 1925, pa oa 16 vloaz nemetken. Un diplom lennegezh a dapas e skol-veur arWisconsin e 1930. Goude-se e labouras e-pad ur pennadig evit ar gelaouenn skiant-faltaziMystic Magazine, ha pennskrivagner e voe e-pad un nebeud mizioù zoken.
Biskoazh ne gejas Derleth gantLovecraft. Holl o darempred a zo bet dre lizher. E 1926 e skrivas Derleth da Lovecraft a-benn goulenn outañ penaos sevel un danevell voemus. Goude-se e pado o mignoniezh 12 vloaz, betek ma varvo Lovecraft. Hemañ, hag a rae “ar paotrig” eus Derleth, a lakaas Derleth da dudenn e meur a zanevell, dindan an anv Kont d'Erlette, denjentil gall eus an XVIIIvet kantved (Derleth en defe bet, war a seblant, hendadoù gall).
E-kerzh ar bloavezhioù-se e c’hounezas e damm bara e-giz kelenner (hag ezel eus kuzul-ren "Parent-Teacher Association" lise Sauk City), skrivagner ha kasour bodadoù-studi war al lennegezh. Labourat a reas ivez evit ar gazetennWeird Tales, ha meur a wech e c’hoarias an hanterour etreFarnsworth Wright (pennskrivagner ar gazetenn), ha Lovecraft, dre ma oa fall-tre an darempredoù kenetrezo. Meur a wech e nac’has Wright embann testennoùLovecraft, dre ma soñje dezhañ ne glotent ket gant danvez ar gazetenn. A-drugarez da Derleth e voe embannetThe Dreams in the Witch-House e 1933.
Gwall skoet e voe Derleth gant marvLovecraft, neuze e tivizas lakaat oberenn mestr Providence da vezañ anavezet gant ar brasañ niver a dud. Dastum a reas tammoù testennoù damechu, damglok ha notennoù labour Lovecraft a-drugarez da Robert H. Barlow, hag a oa sevener testamant lennegelLovecraft. Asambles gant Donald Wandrei e krouas an ti-embann Arkham House e 1939, gant ar pal brudañ labourLovecraft. Fellout a rae da Derleth kenderc’hel ha diorren ar pezh a oa bet krouet gantHoward Phillips Lovecraft, en ur beurechuiñ an testennoù bet kroget gantañ. E 1939 e teuas er-maez e levr lovecraftat kentañ :The Outsider and Others, hag an eil e 1941 :Someone in the Dark, un heuliad kontadennoù savet gant Derleth diwar notennoùLovecraft eo. E 1943 e lakaas embannBeyond the Wall of Sleep, ennañ e kaver daou romant berr. E 1949 e teuas er-maezSomething about Cats and Other Pieces, un dastumadeg testennoù liesseurt. Adalek 1965 e stagas gant embannSelected LettersLovecraft e pemp levrenn, met ne vevas ket pell a-walc’h evit gwelout ar raktres kaset da benn.
Er memes koulz e kendalc’has da lakaat embann kalzik levrioù diazezet war oberennoùLovecraft. Derleth a rae “kenlabour dalif” anezho, hag a lod brasañ a voe savet gantañ e-unan. Lakaet en doa da bal ivez kenderc’hel gant MojennCthulhu, hag e vroudas skrivagnerien yaouank evelRamsey Campbell peBrian Lumley da skrivañ testennoù stag ouzh ar vojenn-se. Daoust ma'z eus bet tud a rebechas outañ bezañ krouet seurt istorioù, e ranker anzav en deus Derleth graet kalz evit ma vefe brudet labourLovecraft.
Gant Derleth e voe krouet MojennCthulhu. Biskoazh ne reasHoward Phillips Lovecraft gant ar ger-se. E-touez ar pezh a zegasas Derleth ez eus ur strollad doueed mat mennet da sikour an dud a-enep d’an doueed fall krouet gantLovecraft. Kemend-se a zo bet rebechet da Derleth, rak un doare da gemm aergelc’h skrijus ha dizesper Lovecraft e oa.E-touez ar c’hrouadurioù brudetañ bet ijinet gant Derleth emañ Hastur, Lloigor, Ithaqua, ar bobl Tcho-Tcho hag ar c’helenner Laban Schrewsbury.
Ouzhpenn kenderc’hel ha klokaat oberennHoward Phillips Lovecraft en deus graet Derleth.En holl ec’h embannas Derleth war-dro 150 danevell ha pennad hag ur 100 romant bennak. Derleth a skrivas testennoù liesseurt : moliac’h evel-just, met ivez romantoù polis, prederouriezh, skiant-faltazi pe c’hoazh arnodadennoù sokiologiezh. Kontadennoù evit ar vugale a skrivas ivez, ha digoradurioù evit bannoù-treset.E grouidigezh hiniennel brudetañ eo Solar Pons, un enklasker prevez saoz, damheñvel ouzhSherlock Holmes (pa voe yaouank e kenskrivas Derleth gantArthur Conan Doyle e-pad ur pennadig). An oberennoù-se a skrivas dindan anvioù-pluenn evel Stephen Grendon, Kenyon Holmes pe Tally Mason.Skrivañ a reas ivez un nebeud romantoù diwar-benn e vuhez, holl anezho lec’hiet erWisconsin. En o zouez :Place of Hawks (1935) hagEvening in Spring (1941).Pa varvas e voe roet holl e destennoù ha notennoù d’ar Wisconsin Historical Society eMadison.
|
|
|
|
Torkadoù[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
| Dastumadegoù[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Barzhonegoù[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
| Pennadoù hag arnodadennoù[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
|
|