Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Audrey Hepburn

Eus Wikipedia
Audrey Hepburn er filmVakansoù Roman (1953)

Audrey Hepburn zo un aktourez angl-hag-izelvroat ganet d'ar 4 a viz Mae1929 enElsene,Belgia hag aet da anaon d'an 20 a viz Genver1993 eTolochenaz,Suis.

Da gentañ e felle dezhi mont da zañserez met kregiñ a reas da vezañ aktourez e fin ar bloavezhioù 1940. Ar berzh a reas ar pezh-c'hoariGigi (1951) eBroadway a zigoras dezhi dorioù ar sinema. Gounit a reasOscar an aktourez wellañ kerkent ha1953. Ne c'haller ket ankounac'hat he mod da c'hoari eSabrina (1954), eBreakfast at Tiffany's (1961) pe c'hoazh eMy Fair Lady (1964).

Paouez a reas da labourat evit ar sinema e 1967 hag en em ouestlañ a reas da oberoù dengar. Kannadourez anUnicef e voe etre 1988 ha 1992.

  • 1953: Roman Holiday
  • 1954: Sabrina
  • 1957: Love in the Afternoon
  • 1961: Breakfast at Tiffany's
  • 1964: My Fair Lady

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Audrey_Hepburn&oldid=2090354 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp