Atropos
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all

Atropos (henc'hresianeg: Ἄτροπος, « Didro ») eo anv unan eus an TeirMoira, c'hoarezed, peMerc'hed an Tonkadur, e mojennoùHellaz kozh. Ar goshañ anezhe an hini eo, ha ma'z eo "didro" eo peogwir eo-hi a droc'h neudenn buhez pep den, hep tamm truez ebet ha hep na c'hellfe an den distreiñ da vev.
Labourat a rae gantKlotho, a neze, haLac'hesis a vuzulie an neud. Diasur eo o orin, goude ma vez graet anezho "c'hoarezed an noz" ivez. Un amzer a voe, bepred, ma ne rejont ket mui war-dro ar marv, nemet ober a raent war-dro planedenn an dud.
HervezTheogoniaHesiodos e oa Atropos hag e c'hoarezed (Klotho ha Lac'hesis) merc'hedNyks (an Noz).
E Roma e oaMorta anv an doueez par dezhi.
a vo kavet eWikimedia Commons.