AnAtrebates[1] (e latin), peAtrebated[2] (e brezhoneg), a oa unan eus pobloùGallia Belgica. Ul lodenn anezho a oa aet da vevañ da greisteizEnez Vreizh.
Diazezet e oant er vro etre arSomme hag anEscaut, er pezh a zo aet d'oberArtez diwezhatoc'h, en-dro da gêrArras.Nemetocenna peNemetacon e oa o c'hêr-benn (Arras hiziv).
Talvoudegezh an anv e vefe, en ur stumm stambouc'het :Ar re hag a zo o chom e-barzh ar vro, da lavarout :ar re hag a zo mistri, perc'henned, war ar vro.
E-57 en em gannas an Atrebates a-enep un armead 15 000 den renet gantJulius Caesar ha flastret e voent, asambles gant anNervii, enemgann ar Sabis[3]. Anvet e voe ur roue nevez en o fenn, gant Caesar,Commios e anv, ha kaset e voe hennezh da Enez Vreizh gant ar Romaned a-raok aloubiñ an enezenn, da gomz en o anv. Dre ma chomas feal Commios da Julius Caesar e-pad emsavadegoù enep-roman 54-53 kent J.K., ne voe ket lakaet tailhoù war an Atrebated. Diwezhatoc'h avat e kemerjont perzh en arme a yeas war sikourVerkingetoriks e-52. Flastret e voent avat ha kodianañ a reas Commios gantMarcus Antonius.
Kerkent hag anEil kantved kent JK e voe Atrebated oc'h ober o annez e kreisteiz Enez Vreizh, er pezh a zo bremañHampshire,West Sussex haBerkshire, en-dro da gêrCalleva Atrebatum (Silchester hiziv).
Goude bezañ faezhet war an douar-bras e tec'has Commios da Enez Vreizh hag eno e teuas da vezañ roue Atrebated an enezenn. Diskouez a ra ar pezhioù moneiz kognet e Calleva Atrebatum e oa e penn un tammig rouantelezh eno, war-dro ar bloavezh-40. Goude e ren e voe rannet domani an Atrebated etre e vibien hag aloubet e voe gant o amezeien, ar c'h-Catuvellauni.
|