Deuet eo da vezañ ur briñselezh pa oa bet roet an titl a briñs Asturiez da bennhêr kurunenn Bro-Spagn.Oviedo eo kêr-benn Bro-Asturiez. Un tammig muioc'h eget ur milion a annezidi zo er vro, hogen war-zigresk e ya ar boblañs. Spagnoleg eo ar yezh ofisiel, met anasturianeg, anvet ivez «bable», a vez komzet ivez, goude ma n'en deus statud ofisiel ebet, hag a vez kelennet er skolioù; divyezhek eo lod eus ar panelloù-lec'h. Gwarezet eo ar yezh gant statud ar Gumuniezh Emren. El lodenn greiz ar briñselezh e vev an darn vrasañ eus poblañs Asturiez, eus an aod betek an diabarzh.