Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Asopos

Eus Wikipedia
  • Diwallit! Arabat droukveskañ gantAisopos.

Asopos (Ασωπός egresianeg) zo anv pemp stêr disheñvel e mojennoù Hellaz kozh, ha kemend-all a zoueed-stêrioù.

Ar stêrioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. ar stêr Asopos eBeotia, a ziskenne eus ar MenezKithairon. Treuziñ a rae distigPlataea, hag aberiñ enEuripos, e morEuboia, raktal daEretria. War he lez e c'hoarvezas emgann Plataea. Ober a rae an harz etre Thebai ha Plataea. HervezPausanias ar Beajour (5.14.3) eo war lez an Asopos e kresk ar brasañraoskl.
  2. an Asopos, a dremen e-kichenPhleioüs da gentañ, e-kichenSikyon goude, hag a ya goude da aberiñ da b-pleg-mor Korinthos. Hervez Pausanias [2.5.3] e lavare tud Phleios ha Sikyon ne oa eienenn ar stêr nemet un adc'hanidigezh eus ar stêrMaiandros a red eFrygia haKaria, hag a dremene dindan an douar, a zegouezhe er mor eMiletos hag a save en-dro ePeloponnez evel ar stêr Asopos.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Asopos&oldid=1922932 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp