Kar a-dost eo an aroumaneg d'arroumaneg, a-fet arvorfologiezh hag arsintaks, ha dont a ra ar braz eus e c'heriaoueg eus allatin. Muioc'h eo bet levezonet ar roumaneg gant aryezhoù slavek avat, tra m'eo bet levezonet an aroumaneg, diouzh e du, gant argresianeg a-hed e istor.
Eno eo anavezet an aroumanegerien evel ur vinorelezh vroadel, abaoe Here 2017. Emaint o chom e kreisteiz ar vro, en-dro da gêrioùVoskopoja,Fier,Vlorë. Hervez ar c'helenner Dorin Lozovanu, eusMoldavia, en 2012 e veze kelennet aroumaneg e skolioù zo eus e Korçë, Divjaka, Selenica ha Vlorë, hogen evel danvez ouzhpenn. E Divjaka ha Vlorë e veze oferennoù er yezh, hag ivez ur wask aroumanek.
Kavet e vez aroumanegerien en hanternoz hag e kreiz ar vro, dreist-holl (Epeiros, Makedonia, Trakia, Thessalia). O cheñch yezh buan emañ ar vinorelezh-se : n'eus tamm statud ebet gant an aroumaneg ha ne vez ket kelennet er skolioù, nemet e skol-veurThessaloniki. A-gozh e sell an aroumanegerien outo o-unan evel Gresianed (Elini), daoust ma n'int ket gresianegerien (Grets). E 2001 e oa bet kondaonet un den, Sotiris Bletsas, da 15 miz toull-bac'h, abalamour m'en doa skignet skridoù a rae anv eus yezhoù minorelaet en Europa hag e Gres[1]. A-benn ar fin e oa bet didamallet an den.
Honnezh eo ar vro nemeti ma'z eo anavezet an aroumanegerien evel ur vinorelezh vroadel, abaoe 2001. Yezh ofisiel eo e kêrKruševo. En 2001, hervez ar yezhour stadunanat Victor A. Friedman, e veze kelennet e Skopje, Štip, Bitola, Kruševo, Kumanovo, Struga hag Ohrid, hag ouzhpenn e oa abadennoù skingomz ha skinwel er yezh.
Er vro-se e vez kelennet aroumaneg evel danvez e lod eus ar skolioù kentañ derez ha gwir o devez an aroumanegerien da ober gant o yezh dirak al lezioù-barn.
Ouzhpenn krouiñ oberennoù lennegel er yezh a vez graet ha gant ar skrivagnerDina Cuvata ez eus bet graet un toullad troidigezhioù, ma'z eo bet troet Kantik ar C'hantikoù, anIlias, anOdisseia, anEneis, anNibelungen, anDivina Commedia hag ur geriadur skrivagnerien aroumanek.
Un niver brazik a aroumanegerien zo eno : d'ar vro-se e oa deuet aroumanegerien da vevañ, enXIXvet hag enXXvet kantved dreist-holl, deuet eus Gres, Albania, Bulgaria ha Serbia, met n'eus statud ebet dezho, dre ma seller ouzh an aroumaneg evel ur rannyezh eus ar roumaneg.