Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Arouezlun

Eus Wikipedia

Unarouezlun zo un arouez hag a daolenn ur mennozh. Graet e vez gant arouezlunioù e reizhiadoù skrivañ implijet c'hoazh hiziv an deiz (sinalunioù,kanji japanek) pe evit skrivañ yezhoù kozh (hieroglifoù,skritur maya,skritur aztek). Implijet e vez en un dornad yezhoù savet (LoCos,Bliss) ivez. Disheñvel eo diouzh urpiktogramm, hag a daolenn un dra fetis gant un dresadenn, ha diouzh urfonogramm, hag a daolenn ur son hepken. Reizhiadoù skrivañ evel hieroglifoù Egipt a ra gant ur meskaj arouezlunioù, pitogrammoù ha fonogrammoù. An arouezlunioù sinaek zo ganet diwar piktogrammoù, hag a oa ar stummoù skritur koshañ a anavezomp[1].

Arsmileys hag arfromlunioù all implijet e arloadoù kehentiñ a-vremañ zo arouezlunioù ivez.

Skouer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En droienn hieroglifek evit lavaret "hieroglifoù" (treuzlizherennetmdw ntr, "komzoù doueel", distaget mui pe vui "medou netjer"),

R8S43Z3

ar hieroglif hag a daolenn ur banniel ouzh ur vern,

R8

zo un arouezlun hag a dalvez "doueel"[2].

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) A-stroll,Le dictionnaire de linguistique et des sciences du langage, Larousse, 2018, 514 p.,ISBN 978-2-03-595771-9, pp. 238-239
  2. (fr) JACQ Christian,Le petit Champollion illustré, Pocket, 2000,ISBN 2-266-06776-1, p.22
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Arouezlun&oldid=2158676 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp