Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Arnošt Muka

Eus Wikipedia
Arnošt Muka

Arnošt Muka, peKarl Ernst Mucke en alamaneg, (Großhänchen, 10 Meurzh 1854 - Bautzen, 10 Here 1932) a oa ur skrivagner ha kelennersorab a labouras evit ar sevenadur sorabek hag a savas Mirdi Sorab Bautzen.

Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ul labourer-douar. Skoliet e voe e "Gymnasium" (lise)Bautzen, etre 1869 ha 1874. Eno e oa ezel eus ar gevredigezhSocietas Slavica Budissinensis. Goude-se e studias an doueoniezh hag ar yezhoniezhslavek e skol-veurLeipzig eus 1875 da 1879. Labourat a reas evel kelenner lise eZittau ha Bautzen.

E 1880 e krogas da labourat e lise Bautzen. Eno e voe oberiant er gevredigezh vrogarBudyska bjesada. Abalamour d'an dra-se e voe kaset e 1883 da liseChemnitz. E 1887 e kemeras ur post all e liseFreiberg. Ur wech dimezet en em stalias e Bautzen, hag eno e voe embannet an darn vrasañ eus e skridoù.

Levezon

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Unan eus saverien alLipa Serbska e voe, kevredigezh ar Sorabed yaouank. Oberiant e voe ivez evit ar c'hoariva ha sevel a reas an dastumadPrěnja serbska dźiwadłowa zběrka ("Kentañ dastumad pezhioù-c'hoari sorabek"), embannet eus 1880 da 1923.

E 1874 e lakaas e anv er gevredigezhMaćica Serbska. Ezel a enor e voe anezhi e 1904, ha prezidant a enor e 1922.

E 1875 e savas, gant ar barzhJakub Bart-Ćišinski, ar gevredigezh studierienSchadźowanka hag a zeuas da vezañ arJungsorbische Bewegung, luskad ar Sorabed yaouank.

Eñ eo diazezer ar Mirdi sorab e Bautzen.

A-hed e vuhez e kreskas e vrud evel skrivagner hag embanner, koulz ha kelaouenner. Embann a reas oberennoù klokHandrij Zejler (1883-1891), ren a reas ar c'helaouennoù sorabegLužica (1882-1907) haČasopis Maćicy Serbskeje (1848-1937).

Medalennet e voe meur a wech e meur a vro : eSerbia (Urzh sant Sava), eRusia (Urzh Sant Stanislas), eMontenegro (Urzh ar priñs Danilo), eSaks (Urzh Albrecht).

Oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • De dialectis Stesichori, Ibyci, Simonidis, Bacchylidis aliorumque poetarum choricorum cum Pindarica comparatis. Universität Leipzig, 1879
  • Statistika łužiskich Serbow [Statistik der Lausitzer Sorben]. Budyšin/Bautzen 1884–1886. Adembannet e e1927 ha 1979.
  • Historische und vergleichende Laut- und Formenlehre der niedersorbischen (niederlausitzisch-wendischen) Sprache. Mit besonderer Berücksichtigung der Grenzdialecte und des Obersorbischen. Leipzig 1891. Adembannet e 1965.
  • Wörterbuch der nieder-wendischen Sprache und ihrer Dialekte. Levrenn 1 A-N, Sant-Petersbourg 1911–1915, Prag 1926 ; levrenn 2 O–Ź, Prag 1928 ; levrenn 3, anvioù divoutin, Prag 1928
  • Bausteine zur Heimatkunde des Luckauer Kreises. Luckau 1918
  • Sérbsko-němski a němsko-serbski Přiručny-Słownik [Wendisch-deutsches und deutsch-wendisches Handwörterbuch]. Bautzen 1920
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Arnošt_Muka&oldid=2055662 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp