Tsahal (צה"ל) eoteskanv boas צבא ההגנה לישראלTzva HaHagana LeYisra'el (Arme Difenn Israel) evit ober anv eusarmeStadIsrael.
Dindan an anv-se eo strollet antirlu, anaerlu, armorlu hag ar c'hevredigezhioù spierezh israelian. Krouet eo bet d'ar26 a viz Mae1948 evit erlec'hiañ anHaganah. Arme Difenn Israel a zo renet gant Penn uhel al Lu, hag a zo dindan urzhioùMinistr an Difenn eus Israel. Dre urzh ar c'hentañ ministrDavid Ben Gourion e oa bet savet al lu, evit kaout ul lukoñskriv. Ar soudarded kentañ a oa bet o tont eus aozadurioù damsoudardel ar Yishuv:Haganah, anIrgun, hag alLehi. Savet e oa bet nebeut amzer goude disklêriadur dieubidigezh Israel hag abaoe en deus kemeret perzh en holl stourmadennoù eus ar vro. Dres a-raok skrid-emglev a beoc'h Israel-Egipt 1979 hag Israel-Jordania e 1994, Arme Difenn Israel a oa bet rediet seveniñ un adaozañ a-fed strategel. Ledet war an harzioù ha talbennoùLiban haSiria evit an norzh,Jordania hagIrak er reter, hagEgipt er su— an ADI a oa bet o lakaat nerzh hag evezh war-zu su Liban hag aloubiñ an tiraidoù Palestinian (Bandenn Gaza ha riblenn Kornôg, gant reter Jeruzalem). E 2000, arme Israel a oa kilet diouzh su Liban hag e 2005 diouzh Gaza. Abaoe e oa kendalc'het stouramdennoù etre Israel hag ar strolladoù armet eus Gaza, dreist-hollHamas. Goude-se e oa bet, kalz obererezhioù armet war harzoù Israel–Siria abaoe 2011, dre ma oa distabilder er rannvro gantBrezel diabarzh Siria.
Abaoe 1967, an ADI a zo tostaet c'hoazh a-fed surentez ouzhStadoù-Unanet Amerika, kement war tachennoù an enklask hag an diorroadur armoù, gant strivoù kengred war anF-15I hag ar sistem difennArrow, gant lod all. Arme Difenn Israel a vez soñjet da vezañ armet gant armoù nukleel abaoe 1967, istimadurioù a zo e vije perc'henn war 80 betek 400 penn nukleel. Arme Difenn Israel a zalc'h tiriadoù Palestinian lies dre gwaskañ, aozañ un disparti lezennel, ha chom hep doujañ ouzh gwirioù diazez ar Balestinianiz betek chom hep doujañgwirioù mab-den ar pezh a zegas burutelladennoù lies ha garv eus Israel hag an Arme.
Ar c'habined israelian en devoa kadarnaet an anv "Nerzhioù Difenn Israel" (hebraeg:צְבָא הַהֲגָנָה לְיִשְׂרָאֵל),Tzva HaHagana LeYisra'el, "an arme evit difenn Israel,". An anv a vije bet tu da gaout a oaTzva Yisra'el (hebraeg:צְבָא יִשְׂרָאֵל). An anv a oa bet choazet peogwir e oa soñjet e touge ar mennozh e oa an arme o vezañ unan gant ur rol difenn hag an anv a oa ivez oc'h enbarzhiañ an anv Haganah, an aozadur dammsoudardel a-raok a vije eus Stad Israel hag ar soudarded kentañ eus al lu nevez. E-touez enebourien kentañ an anvadur-se e oa bet ar ministrHaim-Moshe Shapira hag ar Strollad Hatzohar, ar re-se o vezañ evitTzva Yisra'el.