Edeorienn vrudetañ e oa homañ : ma vije gant an nen ulloc'h bras a-walc'h hag al lec'h d'ober gantañ e vije bet gouest da lakaat andouar da fiñval.
Un istor brudet all a oa erruet gant Arc'himedes: Urroue en devoa soñjet e oa bet touellet pa soñje gantañ ne oa ketaour rik e gurunenn. Implij a reas Arc'himedes un deorienn diwar-benn dilec'hiañ andour abalamour d'arpouez evit kavout penaos e oaarc'hant ar gurunenn-mañ pa oa bet paeet evit aour rik gant ar roue. Goude bezañ kavet penn d'ar gudenn-mañ en egibell e redas Arc'himedes er-maez en noazh a-dreuz kêr en ur grial "Eurêka!" (kavet em eus!). Brudet mat eo Arc'himedes ivez evit bezañ ijinet arsavoniezh hag ur wikefre dourañ a vez graet Biñs Arc'himedes diouti.
ESirakuza e vevas Arc'himedes, ur gêr hag a voe argadet gant ar Romaned e-kerzh daou vrezel. Sikour a reas Sirakusiz d'en em gannañ ouzh ar Romaned gras d'e lies ijinadennoù. A-benn ar fin, avat, e voe lazhet gant ur soudard roman e-padeil brezel Kartada pa oa kemeret kêr gant ar RomanMarcellus. Lâret e vez e oa o tresañ grafikoù skiantel en traezh hag e c'herioù diwezhañ ouzh ar soudard roman a vije bet: "Na zirenkit ket ma c'helc'hioù!"
Buhez Arc’himedes a zo dianavez: ne ouezomp ket da skouer ha dimezet eo bet, ha bugale en deus bet. Pezh a ouzer diwar e benn zo deuet deomp drePolybios (202 a-raok JK--126 a-raok JK),Ploutarc'hos (46-125),Titus Livius (-59 a-raok JK-17 goude JK) pe ivez gantVitruvius (ur saver-tiez brudet roman). Anavezout a reomp meur a labour, embannadur hag eskemm lizheroù eus ar pezh en deus graet war ar matematik. N'en deus ket soñjet e oa ezhomm derc’hel e labourioù ijinour ; n'anavezomp nemet un nebeud.