Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Arabeg

Eus Wikipedia

Arabeg (en arabeg: العربية,al-ʕarabiyya, pe عربية,ʕarabiyya) a reer eus hollad aryezhoù arabek, eus anarabeg unvan betek an holl stummoù a zo deveret eus anarabeg klasel, war-bouez armalteg. Komzet e vez arabeg dre veur a vro enAzia ar Mervent,Afrika an Norzh haKorn Afrika. Ur yezh eus familh aryezhoù semitek eo an arabeg.

Kartenn eus ar broioù ma'z eo an arabeg : 1) ar yezh ofisiel nemeti (gwer), 2) ur yezh ofisiel, e-kichen yezhoù bihanniver (glas teñval), 3) ur yezh ofisiel, met komzet gant ur bihanniver hepken (glas sklaer)

N’eus nemet ar yezh vodern, anvetarabeg unvan pe arabeg lennegel, a zo ofisiel. Implijet e vez dre skrid evit an darn vrasañ eus ar skridoù, ha dre gomz, evit prezegennoù ofisiel zo.

Unan eusyezhoù semitek ar c'hreiz eo an arabeg, kar a-dost d’anhebraeg ha d’anarameeg. Disheñvel eo an arabeg unvan diouzh ar rannyezhoù komzet ha miret ez eus kalz a berzhioù eus ar yezh klasel. Er broioù arabek e kenvev an arabeg unvan hag ar rannyezhoù komzet ; implijet e vezont a-bep-eil evit degouezhioù disheñvel.

Lod eus implijerien ar stummoù yezh komzet a c’hall kompren implijerien stummoù yezh all, ken dre gomz, ken dre skrid, hag eus hollad ar stummoù komzet-se e c’haller ober uryezh-to. E-keñver yezhoniezh e c’hallfed sellet outo evel yezhoù disheñvel, met alies e reer anezho urbloc’had rannyezhoù kar, evit abegoù politikel ha relijiel[1] Ma seller outo evel yezhoù disheñvel, n’eo ket aes lavaret pet yezh a zo, dre ma ya an hollad-se d’ober ur heuliad hep bevennoù resis. Ma seller ouzh an arabeg evel ur yezh unvan, e c'haller lavaret e vez komzet gant 420 milion a dud (tud hag a gomz arabeg evel yezh kentañ pe evel eil yezh),[2]. ar pezh a dalvez e vefe ar bempvet yezh vrasañ er bed, a-fet niver a gomzerien. Ma seller ouzh ar seurtoù arabeg evel yezhoù disheñvel, ez eoarabeg Ejipt a vez komzet ar muiañ, gant 55 milion a gomzerien[3] Yezh al lidoù eo an arabeg ivez evit an hollvuzulmiz, 1,6 miliard anezho anezho.[4] Bez’ ez eo ivez unan eus ar c'hwec'hyezh ofisiel a zo enAozadur ar Broadoù Unanet.[5].

Ar yezh skrivet unvan a zo bremañ (arabeg unvan) zo deveret eus yezh arC’horan, hag a reerarabeg klasel anezhi. Kelennet e vez er skolioù hag er skolioù-meur, er broioù arabek koulz hag er broioù all dre ar bed. Implijet e vez gant ar gouarnamantoù, gant ar mediaoù hag e bed al labour, betek ur poent. Eus an arabeg unvan hag eus an arabeg klasel e reer arabeg lennegel. Ar yezh-se zo yezh ofisiel e 26 stad ha yezh al lidoù eo evit anIslam. Dre vras eo heñvel an arabeg unvan modern ouzh arabeg klasel ar C’horan. Evit reolennoù yezhadur zo eo bet eeunaet avat hag emdroet eo ar c’heriaoueg ivez, evit gallout talañ ouzh ezhommoù ar bed modern.

Skrivet e vez an arabeg gant allizherenneg arabek, hag a zo unabjad, skrivet a zehoù da gleiz. A-wechoù e skriver arrannyezhoù komzet gant allizherenneg latin, a gleiz da zehoù, met n’eus ket reolennoù unvan evit se.

Meur a yezh eus ar bed zo bet levezonet gant an arabeg a-hed an istor. E-touez ar re a zo bet levezonet ar muiañ emañ arperseg (pe farsi), anourdoueg, arc’hurdeg, arsomalieg, arswahileg, anturkeg (a-raok ar bloavezhioù 1920 dreist-holl), arc'hazakeg, arbanglaeg, anhindieg, armalayeg, anindonezeg, arpachtoueg, arpandjabeg, antagalogeg, anhaousaeg. ErGrennamzer e oa an arabeg ur yezh a bouez war tachennoù evel ar skiant, ar matematik pe ar brederouriezh. Abalamour da se e oa betamprestet un toullad gerioù arabek gant yezhoù Europa en amzer-hont. Levezon an arabeg a weler, er c’heriaoueg dreist-holl, e lod eus ar yezhoù romanek evel arspagnoleg, arc’hatalaneg, arportugaleg, argalizeg, arsikilianeg, abalamour d’an tost ma oa broioù kreisteiz Europa ouzh ar broioù arabek hag abalamour ma voe aloubet ar broioù-se gant muzulmiz e-pad meur a gantved, dreist-holl enal-Andalus.

An arabeg ivez en deus amprestet gerioù digant yezhoù all, evel anhebraeg, anarameeg, argresianeg, arperseg hag arsirieg, da gentañ, arc’hurdeg hag anturkeg, er Grennamzer, ha yezhoù kornôg Europa, en amzer vremañ, dreist-holl arsaozneg hag argalleg.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. "L’arabe", eL’aménagement linguistique dans le monde, Université Laval, Kebek
  2. World Arabic Language Day, UNESCO
  3. Ethnologue
  4. Executive Summary. The Future of the Global Muslim Population. Pew Research Center. Kavet :12 Genver 2015.
  5. UN Official languages. Un.org. Kavet :12 Genver 2016.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Wikipedia en arabeg.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Arabeg&oldid=2074594 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp