Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Apoyevmatini

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ Apoyevmatini,
21 C'hwevrer 2019

Apoyevmatini (Απογευματινή,Apogevmatiní egresianeg, "kazetenn an enderv") zo ur gazetenn bemdeziek a zeu er-maez eTurkia, egresianeg, abaoe1920. Krouet e voe da gentañ evel ur gazetenn sizhuniek, e 1920, hag abaoe Gouere 1925 e teu er-maez bemdez. Eil kazetenn goshañTurkia eo, goudeCumhuriyet.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meur a gazetenn c'hresianek a oa enImpalaeriezh Otoman, a-raok savidigezh Republik Turkia. Goudefeur-emglev Lausanne e 1923 e voe skarzhet ur milion hanter a c'hresianegerien eus Turkia. Ha da-heul e voe serret ar c'hazetennoù-se. Diwezhatoc'h hepken e voe ul lezenn nevez a aotree ar miniorelezhioù da gaout kazetennoù en o yezh dezho. Krouet e voeApoyevmatini gant daou vreur, Andonis ha Konstandinos Vasiliadis, eusİstanbul, a-gevret gant ar mouiller Odysseus Kristalidis ha gant ar c'hazetenner Kavalieros Marquizos evel skridaozer. Erbloavezhioù 1920 e veze gwerzhet war-dro 15 000 skouerenn eus ar gazetenn. Abaoe eo deuet er-maez ingal, war-bouez un tamm troc'h e Gwengolo 1955 pa voe pogromoù enep-gresian en İstanbul. Kreskiñ a reas an niver a lennerien : war-dro 30 000 a oa anezho betek ar bloavezhoù 1950. Hag en deroù zoken e veze lennet muioc'h eget Cumhuriyet, a-raok ma vefe bet boas an dud da lenn turkeg skrivet el lizherenneg latin.

E deroù anXXI kantved avat ez eus nebeutoc'h a lennerien pa ne chom nemet 600 familh gresianegerien en Istanbul[1].

E miz Gouere 2011 e voe darbet da Apoyevmatini serriñ abalamour d'an diaesterioù arc'hant, met derc'hel a reas da zont er-maez memes tra, pa resevas skoazell gant kalzig tud. Bremañ e vez kaset da war-dro 2 000 den, ha lod anezho ha n'int ket gresianegerien met a fell dezho sikour ar gazetennig memes tra. E miz Here 2014 e voe ret da Apoyevmatini kuitaat ar burevioù a oa ganti abaoe ar penn kentañ[2]. Diasur e chom an amzer da zont evit ar gazetenn vihan[3].

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Turkey’s Greek daily Apoyevmatini runs against the ebb and flow of time, Today's Zaman, 6 Mezheven 2008
  2. Historical Greek daily in Turkey to close office, but editor vows to keep going, Hurriyet 13 October 2014
  3. The little Greek newspaper that could (in Turkey), Politico, 20/02/2019

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Apoyevmatini&oldid=1990709 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp