E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (anAborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vrasergerzherien ha marc'hadourien europat nemet erXVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestridigezhJames Cook, met tizhet e oa betBotany Bay gantLouis de Saint-Aloüarn en e raok hep na voe embannet an dalc'h en anv arroue gallLoeiz XV. E1788 e staliasBreizh-Veur undrevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas arc'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed anXIXvet kantved.
E1901 e voe savet kevread Aostralia dre unanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anvCommonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzhRouantelezh Breizh-Veur. Urgouarnamant dibar a zo bet staliet gant urrenad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus arboblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zoSydney,Melbourne,Brisbane,Perth hagAdelaide.
Dont a ra ar ger Aostralia eus allatinaustralis = eus arc'hreisteiz. Kredet e veze erGrennamzer e c'hellje bezañ ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.