Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Anne Frank

Eus Wikipedia
Anne Frank
den
Rann eusCanon of Dutch Literature Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTrede Reich,statelessness,Republik Weimar Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAnnelies Marie Frank Kemmañ
Anv ganedigezhAnnelies Marie Frank Kemmañ
Anv-bihanAnnelies,Marie Kemmañ
Anv-familhFrank Kemmañ
Anv e kanaアンネ・フランク Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mez 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMaingau Clinic of the Red Cross Kemmañ
Deiziad ar marvC'hwevrer 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvBergen-Belsen Kemmañ
Doare mervelunnatural death Kemmañ
Abeg ar marvTifuz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBergen-Belsen Kemmañ
TadOtto Frank Kemmañ
MammEdith Frank-Holländer Kemmañ
Breur pe c'hoarMargot Frank,Eva Schloss Kemmañ
KarEva Schloss Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg,alamaneg Kemmañ
Place of detentionAuschwitz-Birkenau,Westerbork Transit Camp,Bergen-Belsen Kemmañ
Micherdiarist,skrivagner Kemmañ
Tachenn labourdeizlevr Kemmañ
Bet war ar studi e6th Montessori School Anne Frank Kemmañ
Lec'h annezFrankfurt am Main,Merwedeplein 37-II,annex Prinsengracht 263,Frankfurt am Main,Bergen-Belsen Kemmañ
Lec'h labourAmsterdam Kemmañ
Deroù ar prantad labour1942 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1944 Kemmañ
RelijionYuzevegezh adreizhet Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ
Tuadur revelnon-heterosexuality Kemmañ
Oberenn heverkHet Achterhuis,Tales from the Secret Annex Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.annefrank.org Kemmañ
HashtagAnneFrank Kemmañ
Deskrivet dreThe Diary of Anne Frank,The Diary of Anne Frank,Where Is Anne Frank,The Diary of Anne Frank,Love All You Have Left Kemmañ
Roll ar sujedHolocaust victim Kemmañ
Dileuriet gantAnne Frank Fund Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerAnne Frank Fund Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Annelies Marie Frank (12 Mezheven1929 -12 Meurzh1945) a oa ganet eFrankfurt am Main (kêr vrasañlandHessen enAlamagn) ha mervel a eure ekamp-bac’hBergen-Belsen.

Ur grennardezyuzev a oa anezhi, ha skrivañ a reas, enAmsterdam, e-kerzh aloubidigezh anIzelvroioù gant an Alamaned, un deizlevr enederlandeg hag a voe troet goude ar brezel e tri-ugent yezh ha gwerzhet pemp milion warn-ugent a skouerennoù anezhañ dre ar bed.

He bugaleaj

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Merc’h yaouañ Otto Heinrich Frank (1889-1980) hag e wreg Edith Hollander (1900-1945) e oa Anne Frank. Pa zegouezhas [Adolf Hitler]] e penn Alamagn e1933 e kuitajont Frankfurt da vont daAmsterdam evit tec’hout rakheskinerezh annazied. en ur ranni e karter Merwedeplein e vevas Anne Frank hag he familh etre1934 ha1942

E1940 koulskoude e voe aloubet an Izelvroioù gant an nazied, ha kerkent e voe klasket war-lerc'h ar Yuzevien. Trizek vloaz e oa Anne Frank d'ar 6 a viz Gouhere 1942 pan eas an tiegezh da guzhat el labouradeg "Opekta" a oa da Otto Frank hag a oa e karter Prinsengracht e kreiz-ker Amsterdam.


  • Anne Frank e 1940
    Anne Frank e 1940
  • Ar ranndi e Merwedeplein
    Ar ranndi e Merwedeplein

Ar vuhez e kuzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Rannet e oa ar savadur e div lodenn, an hini diaraok hag an hini diadreñv: en diaraog e oa an embregerezh hag ar stal, burevioù a-us dezho. Evit ar stal a yae betek ar sanailh dindan an adti, an Achterhuis. En estaj an ti en diadreñv eo e oa eizh den o kuzhat: Otto hag Edith Frank, tud Anne; Anne hag he c'hoar vras Margot; an aotrou Dussel, un dentour yuzev (Fritz Pfeffer e wir anv); an aotrou hag an itron Van Daan hag o mab Peter (Van Pels o gwir anv). Kuzhet e oa an nor da vont e-barzh an adti a-drek ul levraoueg savet a-benn-kaer. Degaset e veze boued d'an eizh den-se gant pevar den: Jo Kleiman, Viktor Kugler, Miep Gies hag Elly Vossen. E-kerzh ar bloavezhioù-se e kontas Anne en he deizlevr pegement a aon he devoa o vevañ e kuzh, penaos e kroge da vezañ douget da Beter, penaos e savas bec'h etre he zud ha hi, ha pegen bras e oa he c'hoant da vout skrivagnerez. Tremen a rejont daou vloavezh e kuzh evel-se.

Flatret ha tapet gant ar polis alaman

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

D'ar 4 a viz Eost 1944 ez eas unan bennak da bellgomz d'ar Gestapo, a gasas ar Grüne Polizei d'o dastum. Kaset e voent neuze da gamp Westerbork da gentañ, ha d'an 21 a viz Gwengolo e voent lakaet en tren diwezhañ war-duAuschwitz. Eno e tegouezhjont tri devezh war-lerc'h. Jo Kleiman ha Victor Kugler a voe bac'het. Miep Gies ha Bep Voskuijl, a oa bet ouzh o gwareziñ, ne voe ket klasket afer outo.E-keit-se e voe kavet deizlevr Anne gant Miep Gies hag Elly Vossen, div eus o gwarezerien. Bez e oa anezhañ meur a gaier a 300 pajennad dornskrivet en holl. Kuzhet e voe ar gavadenn gant Miep Gies en he burev.

Ur miz e tremenas Margot hag Anne e kampAuschwitz-Birkenau a-raok bout kaset da v-Bergen-Belsen, ma varvjont gant arvrec'h-du e miz Meurzh 1945, daou viz a-boan a-raok dieubidigezh an Izelvroioù. 16 vloaz e oa Anne.Edith Frank, mamm Anne a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez en Auschwitz-Birkenau. Hermann van Pels a voe kaset d'ar gambr-gas e miz Gwengolo 1944 en Auschwitz-Birkenau

Fritz Pfeffer a voe skoet klañv hag a varvas gant ar skuishentez d'an 20 a viz Kerzu 1944 eNeuengamme. Augusta van Pels a varvas e miz Ebrel 1945 eTheresienstadt. Peter van Pels a varvas d'ar 5 a viz Mae 1945 e kampMauthausen. Ne chomas nemet Otto Frank, tad Anne, a zeuas e-maezkamp-diouennañ Auschwitz. Mervel a eure eBasel (Suis) e 1981 d'an oad a 91 bloaz.

War-lerc'h ar brezel, pa voe asur e oa marvet Anne, ez eas Miep Gies da gas deizlevr e verc'h dezhañ. Neuze en lakaas embann dindan an anvDeizlevr Anne Frank.

Nagennouriezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù tremen ez eus deuet a zindan wask un embannadur eus skrid orin Anne Frank hag eus an hini bet graet gant he zad. Tud zo evel an nagennour gallRobert Faurisson, a nac'h e vije gwir ar pep brasañ eus danevell ar grennardezenn. Meur a skiantour a zo bet o plediñ gant ar skridoù ha dizarbennet eo bet tezennoù Faurisson.

Filmoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Abaoe1960 e c'haller gweladenniñ an ti ma voe Anne hag he ziegezh o kuzhat.Unan eus ar mirdioù a vez gweladennet ar muiañ en Amsterdam eo.Erbloavezh 1959, e voe savet ur film diwar he levr gantGeorge Stevens. Meur a film skinwel zo bet graet ivez, hag ur film tresadennoù- bev japanat zo bet graet ivez,Anne no nikki e1995.

Danvez kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

L O S K A B E R Z H • Holocaust
Diazezoù
EnepyuzevegezhGouennelouriezhNaziegezhLezennoù NürnbergEutanaziezh T-4Kamp-bac'h naziRoll kampoù-bac’h an naziedTric'horn (kampoù bac'h)Gouennlazh
Yuzevien
Shoah
Pogromoù :Nozvezh ar strink
Ghettoioù an nazied :Ghetto VarsoviaGhetto ŁódźGhetto KrakoviaTheresienstadt
Einsatzgruppen :Babi YarRumbulaLazhadeg PonaryLazhadeg Odessa
Diskoulm diwezhañ :Kendiviz WannseeAktion ReinhardZiklon B
Kampoù-diouennañ :Auschwitz-BirkenauBełżecBergen-BelsenBuchenwaldChełmnoDachauKreñvlec'h BreendonkOranienburgSachsenhausenSobibórTreblinka
Rezistañs :Emsav Ghetto Varsovia
Romed
Porajmos
Slaved
Generalplan Ost
Heñvelrevaded haLesbianed
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied
Torfedourien bennañ
Trede Reich :Adolf HitlerReinhard HeydrichAdolf EichmannHeinrich HimmlerRudolf HössSSGestapo

Prosez Nürnberg

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Anne_Frank&oldid=2085620 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp