Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Andrev (abostol)

Eus Wikipedia
Ur pennadAndrev zo ivez.
Sant Andrev, gwerenn-livet, iliz S.Neot e Kernev-Veur
Delwenn Andrev en ilizSant'Andrea della Zirada,Venezia

Hervez an avieloù kenwel (an tri aviel kentañ,Aviel Mazhev,Aviel Mark hagAviel Lukaz) e oaAndrev breur d'an abostolPêr, unan eus ar pevar fesketaer (Pêr, Andrev ha Yann haJakez, mibienZebedea, galvet gant Jezuz da vont d'e heul. Yann ha Jakez, mibien da Zebedea, a voe an daou vreur all.

A-raok heuliañ Jezuz e vefe bet diskibl daYann Vadezour. Hervez un hengoun e voe karget da avielañRusia. Merzheriet e vefe bet ePatras eBro C'hres, staget ouzh ur groaz e stumm un "x" a voe anvet goude "kroaz Sant Andrev"[1]

Lidet e vez e c'houel d'an 30 a viz Du gant an iliz katolik.

An hengoun

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Crucifixion de saint André, Merzheridigezh Andrev, tennet eusLes Très Riches Heures du duc de Berry,Jean Colombe, war-dro 1485-1486

Goude ar Pantekost ez eas da brezeg e-kerzh un hir a veaj en-dro d'ar Mor-Du. Mont a reas daVezopotamia, Bitinia,Efesos, daDrakia, daDobroudja, daGrimea, daVizantion hag evit echuiñ daAkaia ma voe staget ouzh ur groaz didan renNero, ePatras e60 GJK.

Kontañ a ra alLegenda aurea e voe roet an urzh d'e lazhañ gant prokoñsul ar vro peogwir en doa lakaet e wreg da dreiñ ouzh ar C'hrist. Roet e voe dezhañ da zibab etre azeuliñ an idolennoù pe mervel ouzh ar groaz. Dibab a reas bezañ merzheriet. Chom a reas bev e-pad daou zevezh ma prezegas ar feiz d'an engroez. Imoret e voe an dud hag e c'hourdrouzjont lazhañ ar prokoñsul. Klak a reas hemañ distagañ anezhañ diouzh ar groaz met n'hellas ket. Mervel a reas Andrev gronnet gant a sklerijenn vras[2].

Peogwir en doa graet Andrev tro ar Mor-Du ez eo gwelet evel sant-paeron an iliz ortodoksRoumania hag hini merdeadurezh vrezel impalaeriezh Rusia.

Er pevare kantved e voe kaset e relegoù daGontantinopolis. EnItalia, enAmalfi emaint bremañ. E-kerzh ar bloavezhioù 1960-1970 e voe roet un darn vras eus relegoù ar sant da iliz ortodoksBro-C'hres. Un iliz vras (penniliz Sant Andrev an Abostol) a voe savet e kêrPatras evit degemer anezho.

Ur groaz gant brec'hioù kevatal (en "x") eo arouez Sant Andrev. Ar groaz a soñjer e voe staget outi a zo e penniliz Patras.

Hervez ar Bibl e oa Pêr hag Andrev breudeur. Memes micher (pesketaer) o doa. EusKafarnaoum aC'halilea e teuent. Merzheriet int bet o daou o vezañ staget ouzh ur groaz evelJezuz. Ma vez graet eus Pêr an hini kentañ ("princeps") eus an ebestel e vez graet eus Andrev ar c'hentañ galvet ("protocletos"). Pêr avez gwelet evel diazezer ilizRoma, iliz ar c'hornôg hag Andrev evel diazezer ilizKonstantinopolis, iliz ar Reter.

Pa gejas ar PabPaol VI gant ar PatriarkAtenagoras Iañ eJeruzalem deiz Gouel ar Rouaned 1964 e roas Atenagoras d'ar Pab un ikonenn o tiskouez Pêr hag Andrev o pokat an eil d'egile, un arouez eus an ilizoù war hent an unaniezh

Penn Sant Andrev gantIvanov

Dindan paeroniezh Sant Andrev

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Panell "Degemer mat e Bro-Skos" e saozneg hag e gouezeleg Skos.

Ur bern ensavadurioù ha lec'hioù a zo bet lakaet dindan paeroniezh Andrev.

Kavet e vez kroaz Sant Andrev war an ikurina, banniel Bro Euskadi; hini Breizh-Veur hag hini Bro-Skos, war vanniel Sant Andrev evel-just ha war hini Sant-Padrig ivez[3]

Gwelet e vez enUkraina evel kentañ avielerKiev. Da vare impalaeriezh Rusia e oa Urzh Impalaerel Sant Andrev ar brudetañ urzh a enor. Adlakaet eo bet kroaz sant Andrev war listri merdeadurezh vrezel Rusia a-vremañ evel ma oa abaoe1690 war listri merdeadurezh vrezel anTsar. Kavet e vez ivez war vanniel ar verdeadurezh roueel a Velgia peogwir e oa paeroniet gwech-all DugelezhBourgogne gant sant-Andrev.

Gwelet e vez Sant Andrev evel kentañ avieler an tiriad a zo bremañ hiniRoumania ha lidet e vez evel unan eus brasañ sent iliz ortodoks Roumania. Hervez George Alexandrou[4], e vije bet sant Andrev o vevañ evel ermit enDobroudja en ur c'hev e-kichen ar gêriadenn anvet bremañIon Corvin e-pad ugent vloaz.

Sant-paeronBro-Skos eo. Meur a log vasonek, e-leizh a beuboù hag ilizoù hag ur gêr a zoug e anv. E kêr Saint-Andrews ez eus unan eus ar c'hoshañ tachennoù golf er bed hag ur skol-veur vrudet o tougen e anv evit e enoriñ.

Sant-paeron kêrSan Andrés enTenerife eo ivez.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p 27
  2. (fr)Jacques de Voragine,La Légende dorée, Bibliothèque de la Pléiade, Gallimard, 2004, publication sous la direction d’Alain Boureau, chapitre 2, pp.17-28.
  3. (fr)Guide des drapeuax bretons et celtes,Divi Kervella haMikael Bodlore-Penlaez,Yoran embanner, 2008, p 157 ha p 163
  4. (en) George Alexandrou,The Astonishing Missionary Journeys of the Apostle Andrew, Road to Emmaus, Vol. V, No. 4, pp.43-45
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Andrev_(abostol)&oldid=1978367 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp