Andokides (war-dro -440- war-dro -390) pe Ἀνδοκίδης / Andokídês e henc'hresianeg, a oa ur prezeger gresian, unan eusPrezegerien Attika.
Anaout a reer e oberenn anavezet dindan an anv latinDe mysteriis[1], a oa Περὶ τῶν μυστηρίων / Perì tô̄n mustèríōn ehenc'hresianeg.
Ganet e oa enAten war-dro-440. Mab e oa da Leogoras, en un tiegezh a ouenn uhel, a lavare dont eus an harozOdysseüs hag an doueHermes. Daremprediñ a rae ar yaouankizoù pinvidik evelAlkibiades.
Krediñ a reer e voe kaset da gannad meur a wech, da vroioù evelThessalia,Makedonia,Molossia,Thesprotia,Italia haSikilia.
E -415, a-raok an droiad-vrezel graet gant morlu Aten da Sikilia, e voe tamallet da gemer perzh en afer anhermes. Ar re-se a oa delwennoù sakr a veze lakaet er c'hroashentoù, ma weled kalc'h ha kelloù doueed, hag a voe spazhet. Krediñ a ra istorourien zo hiriv ne oa ket digablus. Tapet e voe ha bac'het. Dieubet e voe dre ma prometas reiñ anvioù an dorfedourien. Dont a reas a-benn da saveteiñ e vuhez o tiskuliañ anvioù pevar den all hag a voe kondaonet d'ar marv. Diskuliet en dije e dad zoken ivez, met kement-se a nac'has bezañ graet atav. Kement-se a verkas e vuhez, rak un torfed bras e oa e metoù an aristokrated eveltañ, ma n'eo ket ar gwashañ torfed. Koll a reas e wirioù a geodedour, ha harluet e voe. Beajiñ a reas, daremprediñ tud a c'halloud, ha n'eo ket implij doareoù onest atav, evel eKiprenez, ma reas kenwerzh.
Darnoù eus e oberennoù a c'haller lenn an droidigezhsaoznek anezhe el lec'hienn saoznekPerseüs: