An diou zremm zo titl ur pezh-c'hoari berr (un arvest ha dek diviz) gantLangleiz bet embannet en niverenn 54 eus ar gelaouennGwalarn e miz Mae1933.
AdanvetAn div zremm ez eo perzh ivez eusC'hoariva brezhonek, ul levr a gant c'hwec'h pajennad ha daou-ugent m'e gaver gant peder oberenn all :E-tal ar poull gantYann-Vari Perrot,An dakenn dour gantJarl Priel,Fostus an doktor daonet gantRoparz Hemon haTorfed ar frer Juniper gantHenri Ghéon (troet e brezhoneg gantJakez Riou). Embannet e oa bet an dastumad-mañ gantSkridoù Breizh e penn kentañ1944.
Tud ar c'hoari zo :
Ne vez ket lavaret pelec'h resis ha pegoulz e c'hoarvez ar pezh-c'hoari, nemet e splann heol an nevezamzer e-maez ar vereuri e-lec'h ma krog an traoù. War yac'haat ez a Malo Drean goude ma oa bet gloazet e tan-gwall Kerbosen, hag eñ losket e zremm. Daoust ha karout anezhañ a c'hallo Rozen Pavek c'hoazh ? Ar pezh ne oar ket Malo eo krignet skevent e garedig gant ur gwall gleñved...