Anamprevaned zoloeneddivellkeinek eus skourrad anArtropoded, azonet gant ur c'horf rannet e tri fezh : ur penn div dastornell outañ, ur brusk c'hwec'h pav outañ, hag ur c'hof — arc'hevnid n'intket amprevaned eta.
War-dro 5,5 milion aspesadoù amprevaned zo, da lavaret eo 70% eus ar spesadoù loened a zo war an Douar. Ur milion hepken eus ar spesadoù amprevaned zo bet deskrivet gant ar skiantourien, pa 'z eus bet deskrivet 19 000 spesadpesked, 9 000evn, 6 000stlejvil, 4 500bronneg ha 2 800divelfenneg.
An amprevanedkarrekaet koshañ adkavet a vefe eus marevezh anDevonian, da lâret eo war-dro 350 milion a vloavezhioù zo. Diaskell e oant.
Evit pezh a sell eus an amprevaned askellek koshañ adkavet e vefent bet karrekaet etre -325 ha -300 milion a vloavezhioù zo. Tennañ a raent d'annadozioù-aer a-vremañ, gant un hed-eskell etre 40 ha 60 cm.