AnAlpoù a zo unaradennad venezioù hag a gaver enEuropa, ledet war harzoù hanternozItalia,gevredBro-C'hall,Suis,Liechtenstein,Aostria, suAlamagn haSlovenia.
Emañ uhelañ barr an Alpoù e beg arMenez Gwenn dezhañuhelded 4 810,45 metr, warharzoùBro-C'hall hagItalia. Kontet ez eus bet 128pikern ouzhpenn 4 000 metr a uhelded dezho. Kalz aodeoù etre an traoñiennoù a zo muioc'h eget 2 000 metr o uhelded.
Deuet e oa tud d'ober o annez en Alpoù tre e dibenn ar skornadenn vras, 15 000 bloaz 'zo. Ar gern skornet divent a c'holoe an takad a ya da deuziñ...
E teir lodenn e kustumer rannañ an Alpoù : Alpoù ar C'hornôg (eus arMor Kreizdouar betek arMenez Gwenn), an Alpoù kreiz (eusTraoñienn Aosta betek arBrenner) hag Alpoù ar Reter (eus arBrenner betekSlovenia).
a vo kavet eWikimedia Commons.