Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Almere

Eus Wikipedia
Almere
Kumun en Izelvroioù

De Citadel, e kreiz-kêr

ProviñsFlevoland Flevoland
Kod post1300-1379
MaerAnnemarie Jorritsma (VVD)
Gorread
• Hollad
• Douar
• Dour
248,77 km²
130,33 km²
118,44 km2
Hed5° 13' Reter
Led52° 22' Norzh
Poblañs187 002(31 MAE2009)
Piramidenn an oadoù(2009)
Stankter1435 ann./km²
Internetwww.almere.nl/

Almere (distagañ[1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñsFlevoland enIzelvroioù. Stok ouzhLelystad haZeewolde eo. Er gumun emañ an distrigoù da-heul : Almere Stad, Almere Haven, Almere Buiten, Almere Hout, Almere Poort hag Almere Pampus. E polderZuidelijk Flevoland emañ, ha kêr gornôgelañ proviñsFlevoland eo.
Unan eus kêrioù nevesañ an Izelvroioù eo Almere : an ti kentañ a voe savet e1976, hag ur gumun e teuas Almere da vezañ e1984. A-fet niver a annezidi ez eo kumun vrasañFlevoland[1], hag eizhvet kêr vrasañ an Izelvroioù[2]. E miz Here2007 e voe un emglev etre dilennidi kuzul-kêr Almere ha gouarnamant an Izelvroioù da vont betek 350 000 annezad a-benn 2030[3].Bep bloaz e vez aozet Defqon1 (ur festival sonerezh elektronek) en Almere. E-tro 40 000 den a gemer perzh ennañ.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Annezidi gentañ Almere

Raktreset e oa bet e vefe implijet ar vro da labourat an douar. Met goude anEil Brezel-bed e kreskas buan poblañsAmsterdam ha neuze e voe rakterset sevel div gêr e polder Oostelijk Flevoland hag e hini Zuidelijk Flevoland. The town in Oostelijk Flevoland becameLelystad eo a voe savet en Oostelijk Flevoland. An hini savet e Zuidelijk Flevoland a oa anvetZuidweststad er raktresoù kentañ, hag e1970 e voe dibabet an anvAlmere, diwar anv kentañZuiderzee erGrennamzer. E1976 e voe savet ti kentañ Almere. D'ar mare-se e veze meret Almere gantOpenbaar Lichaam Zuidelijke IJsselmeerpolders (Z.IJ.P.). E1984 e voe lakaet Almere da gumun.

Gouarnamant lec'hel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
A. Jorritsma-Lebbink

Annemarie Jorritsma-Lebbink (VVD) eo maerez Almere abaoe ar16 a viz Eost2003. D'ar7 a viz Ebrel2006 e voe aozet ar c'huzul nevez :

Listennad maered :

Kuzul-kêr

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

D'an2 a viz Genver1984 e voe aozet ar c'huzul-kêr kentañ, ma kemeras perzh ennañ Koos Rietkerk hag a oa ministr an diabarzh d'ar mare-se. D'an21 a viz Gwengolo1983 e oa bet aozet an dilennadegoù. A-raok 1984 e veze meret Almere gant unAdviesraad a veze dibabet bep daou vloaz (1978-1980, 1980-1982, 1982-1984). Savet e oa anAdviesraad war skouer forzh pe guzul-kêr : ennañ e oa izili eus strolladoù politikel liesseurt. D'an11 a viz Meurzh1977 e voe dilennet anadviescommissie kentañ. Ur bodad ennañ 5 den eo. Abaoe1998 ez eus 39 dileuriad e kuzul-kêr Almere.

C'hoarivaSchouwburg Almere
Kastell Almere
Strollad1984198619901994199820022006
PvdA1014969712
VVD557101287
Leefbaar Almere-----94
SP------4
GroenLinks2134443
CDA2343343
Almere Partij-122322
ChristenUnie----112
D6612710521
Verenigde Senioren Partij----111
Stadspartij Almere----11-
CP/CD2112---
Stap '841------
Hollad23273337393939

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h distrig(stadsdelen) zo en Almere[4].

AnvBloavezh[5]Lec'hiadur
Almere Haven1976
Almere Stad1980
Almere Buiten1984
Almere Hout1991
Almere Poort2000
Almere Pampus-
BloazAlmere HavenAlmere StadAlmere BuitenAlmere HoutAlmere PoortAlmere PampusHOLLAD
1970      52
1975      47
19806596     6632
198521410172401559   40297
1990223553702411499   71087
1995223765881622740564  104496
20002223783934352901336  142797
200522590103560473581366  175008
200722507105261517511345134 180998

Transportoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En Almere ez eo rannet an hentoù e teir lodenn : unan evit ar c'hiri, unan evit ar c'hirri-boutin hag unan all evit an dud war varc'h-houarn. Liammet eo Almere ouzh ar gourhent A6 hag ouzh an hini A27.

Hent-houarn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1987 e voe liammet Almere ouzh rouedad hentoù-houarn broadel an Izelvroioù (Nederlandse Spoorwegen). E1988 e voe peurechuet hentoù-houarnFlevolijn, da vont betek ti-garWeesp ha hiniLelystad Centrum. Pemp ti-gar a zo en Almere :

  • Almere Muziekwijk (digoret e 1987)
  • Almere Centrum (digoret e 1987)
  • Almere Parkwijk (digoret e 1996)
  • Almere Buiten (digoret e 1987)
  • Almere Oostvaarders (digoret e 2004).

Ur raktres a zo da sevel unan all, a vefe anvet Almere Poort.

Kirri-boutin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dek linenn karr-boutin a zo en Almere :

  • 1 Almere Buiten Stripheldenbuurt-Almere Haven De Marken
  • 2 CS Almere-Gooisekant
  • 3 Almere de Vaart-Almere Haven Centrun
  • 4 CS Almere-Almere Poort Columbuskwartier
  • 5 Almere Oostvaarders-Almere 't Oor
  • 6 CS Almere-Almere Parkwijk
  • 7 Almere Noorderplassen-Almere Sallandsekant
  • 8 CS Almere-Kemphaan
  • 9 Almere Buiten-Almere de Vaart
  • 10 Almere Buiten- Almere Stad Gooisekant

Al lod brasañ anezho a dremen bep 7 munutenn.Ouzhpenn ez eus ivez kirri-boutin rannvro da vont daHilversum,Zeewolde,Harderwijk,Schiphol, ha da di-garAmsterdam Amstel.

Gevellerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Almere gant ar c'hêrioù da-heul:[6],[7]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. CBS Statline.
  2. CBS Statline - Bevolking; ontwikkeling in gemeenten met 100 000 of meer inwoners.
  3. Schaalsprong Almere 2030, PDF.
  4. Gemeente Almere: Stadsdelen.
  5. Sociale Atlas 2007 Bevolkingsopbouw.
  6. Gemeente Almere: Partnersteden.
  7. Algemene Informatie.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

g  ka  ke
   KumunioùFlevoland   
Izelvroioù ·Proviñsoù ·Kumunioù
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Almere&oldid=2119961 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp