Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Algarve

Eus Wikipedia
Setu pelec'h emañ an Algarve
Albufeira, en Algarve.

AnAlgarve zo urrannvro hag ur broviñs kozh e kreisteizPortugal. Klotañ a ra gantDistrig Faro, dezhi ur gorread a 5 412 km² ha 451 005 a annezidi hervez niveradeg 2011, da lavarout eo 4,27% eus poblañs Portugal.Faro eo ar gêr vrasañ. Gwechall e oa a bouez ar beskerezh hag al labour-douar, hiriv eo an touristerezh.

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Algarve eus an anv arabek الغرب (al-gharb, ar gornaoueg), da lavarout eoGharb al-Ândalus (Kornaoueg Andalouzia), an anv a oa bet roet da Algarve hag Alentejo izelañ en amzer ar Vuzulmaned.

EnXIIIvet kantved ne oa Gharb al-Ândalus nemet un tamm douar er c'hreisteiz da rouantelezh Portugal, ha Silves e gêr-benn. An anv al-Gharb, deuet da vout Algarve e portugaleg, ne voe roet ken nemet d'an diwezhañ tachenn dindan an Arabed.

g  ka  ke
Proviñsoù istorel PortugalBanniel Portugal
Proviñsoù orin
Rannadur 1832
Regiões Naturais (bloavezhioù 1930)
Rannadur 1936
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Algarve&oldid=1957989 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp