Alfred Hitchcock (13 Eost1899 e Leytonstone,Bro-Saoz; †29 Ebrel1980 eLos Angeles erStadoù-Unanet) a oa ur filmaozer saoz hag en doa labouret er Stadoù-Unanet dreist-holl goude anEil Brezel-bed. Ouzhpenn hanter-kant film hir en deus savet e-pad e garierenn, en o zouez meur a bennoberenn eus ar seizhvet arz evelRear Window (anvetFenêtre sur cour e galleg, 1954),Psycho (Psychose, 1960),North by Northwest (La Mort aux trousses, 1959) haVertigo (Sueurs froides, 1958). Ur bern nevezentioù en deus degaset d'ar modoù filmañ, ha se zo kaoz e seller outañ evel unan eus ar filmaozerien en deus modernaet ar sinema ar muiañ gantMurnau hagEisenstein. Lesanvet eo "Mestr ar Suspens", abalamour ma oa ur mailh evit spontañ ha skrijañ ar sellerien, a chome en enkrez e-pad ar film penn-da-benn. Aktourien diouzh ar c'hiz eHollywood o deus c'hoariet dirak e gamera, evel da skouerCary Grant,Ingrid Bergman haGrace Kelly. Ken brudet all e oa Hitchcock en e amzer dija : berzh-spontus a rae e filmoù koulz hag e abadenn teleAlfred Hitchcock Presents (1955–65), hag anavezet mat e oa dre ma veze gwelet buan-ha-buan en darn vuiañ eus e oberennoù (cameo a vez graet eus an teknik-se).
Grafour e oa e vicher gentañ : sevel a rae bruderezh evit un embregerezh funioù tredan. Er bloavezhioù 1920 e kavas fred e bed ar sinema e studioioù eLondrez. Da gregiñ ganti e skrivas etretitloù evit filmoù mut, a-raok mont da skoazeller da gentañ ha da sevener da c'houde. Er bloavezhioù 1930 e tapas brud tamm-ha-tamm gant filmoù evelThe Man Who Knew Too Much (1934),The 39 Steps (1935) haThe Lady Vanishes (1938).
Just a-raok arbrezel ez eas Hitchcock d'arStadoù-Unanet da labourat e Hollywood.Rebecca (1940), ar film kentañ a savas eno, a yeas daouOscar gantañ e 1941 : hini ar film gwellañ hag hini al luc'hskeudenniñ gwellañ. Er bloavezhioù 1940 e filmas un nebeud eus e oberennoù brudetañ evelSpellbound (1945) haNotorious (1946), a oa awenet o-daou gant arbredelfennerezh. E 1948 e savas ur film e liv evit ar wech kentañ,Rope e anv.
Er bloavezhioù 1950 e teuas Hitchcock da vezañ brudet-meurbet, ken bras e oa berzh e filmoù nevez. Tri anezho a savas lerc'h-ouzh-lerc'h gantGrace Kelly da aktourez pennañ :Dial M for Murder (1954),Rear Window (1954) haTo Catch a Thief (1955). Ur stumm nevez eusThe Man Who Knew Too Much a reas e 1956, gantJames Stewart haDoris Day en dro-mañ. E 1958 e filmasVertigo, a zo kontet da vezañ unan eus ar gwellañ filmoù suspens a zo bet a-holl-viskoazh. Pennoberennoù eo ivez an tri film a savas war-lerc'h :North by Northwest (1959),Psycho (1960) haThe Birds (1963). D'an arbennigourien koulz ha d'an arvesterien eo plijet an holl filmoù-se, a seller outo evel oberennoù skouer hiziv an deiz c'hoazh, pa oa Hitchcock e barr e arz. Pemp film all a savas ar filmaozer saoz goude se :Marnie (1964),Torn Curtain (1966),Topa z (1969),Frenzy (1972) haFamily Plot (1976). E fin ar bloavezhioù 1970 e washaas dezhañ, ken ma n'hallas ket filmañThe Short Night, war buhez ar spierGeorge Blake, daoust m'en doa skrivet ar senario.
E miz Ebrel 1980 ez eas da Anaon, d'an oad a 80 vloaz.