Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Alençon

Eus Wikipedia
Alençon
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
BroNormandi
Melestradurezh
StadFrañs Frañs
RannvroNormandi
DepartamantOrne(prefeti)
ArondisamantAlençon(pennlec'h)
KantonPennlec'h daou ganton :
Alençon-1,Alençon-2
Kod kumun61001
Kod post61000
Maer
Amzer gefridi
Joaquim Pueyo (PS)
2020-2026
EtrekumuniezhKumuniezh-kêr Alençon
Lec'hienn webwww.ville-alencon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs25 667 ann.(2022)[1]
Stankter2 403 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°25′47″N 0°5′31″E
Uhelderioùbihanañ 127 m — brasañ 152 m
Gorread10,68 km²
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Alençon eo pennlec'hdepartamant gallOrne erannvro Normandi, war bevenn departamantSarthe. War lez ar stêrSarthe emañ. Navvet kêrNormandi eo gant ur boblañs a 25 744 den. Ur c'hroasent eo bet e-pad pell etre Rouen ha Tours, ha Pariz ha Breizh, a-raok lezel he flas d'Ar Mañs haLaval. Bremañ eo ul lec'h anavezet evit edouristerezh glas ha sevenadurel.

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meneget eo evelAlencione da vare ar vMerovingiz,Alercio e 1060 (ur fazi evitAlencio moarvat) hagAlencio e 1070. Un anv-den galian e vefe, met netra zo sur peogwir n'eus ket stummoù koshoc'h anavezet.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ragistor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En trowardrioù eo bet dizoloet lec'hiennoù eus anNeolitik,Oadvezh an arem ha dreist-hollOadvezh an houarn. Met evit ar mare galian-ha-roman n'eus roud ebet eus urvilla pe urvicus.

Henamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kristenidigezh ar gêr a grogas adalek kreiz arIVe kantved. E-barzh ar broviñzh anvetGallia lugdunensis edo,Lyon he c'hêr-benn, hag er rannLugdunensis II, ar pezh a glot gant Normandi a-vremañ. Ar rannvro-se a oa e-barzh ur rannvro velestradurel brasoc'h anvetTractus Armoricanus et Nervicanus evit difenn an aodoù ouzh ar Saksoned.

Krennamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da vare arGarolingidi edo Alençon e-barzhducatus cenomannensis,Dugelezh Ar Mañs hag a oa ur rann eusNeustria. Taget e voe gant redadegoù ar Vikinged. E 911 e voe skoulmetEmglev Saint-Clair-sur-Epte etre ar roue karolingat haRollon, ur penn viking hag a zeuas da vezañ Dug kentañ Normandi.

Amzerioù modern

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E 1636 e kemeras Jeneraliezh Alençon plas Dugelezh Alençon e frammGouarnamant Normandi.E 1637 e voe degemeret e kêr ur senez protestant. Er bloavezhioù 1660 e voe krouet gant ar brotestantez Marthe La Perrière arpoint d'Alençon (adanvetPoint de France) ha diazezet e voe ganti ur vichererezhdantelez brudet. ErXVIvet haXVIIvet kantvedoù e voe Alençon ur bod eus anDisivoud protestant, met pa voe freizetSkrid-embann Naoned gantLoeiz XIV, roue Bro-C'hall, e 1685, e tec'has kuit Protestanted ar gêr (ha Katoliked zo ivez, ar re a laboure en dantelez hag er voullerez) dirak Dragoned ar roue, war-zu Bro-Saoz, an Izelvroioù hag an Inizi Angl-ha-Norman. Evel-se e voe distrujet penn-da-benn ekonomiezh ar gêr.

Dispac'h gall

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E deroù ar bloavezhioù 1850 e yeas ar boblañs dreist 15000 annezad. D'ar mare-se e oa o chom ar familh Martin, Louis ha Zélie an dud, kenwerzhourien anezho, hag a voe santelezhet, hag o femp merc'h, an holl leanezed anezho, unan anezho o vezañTereza a Lisieux, santelezet ivez gant an Iliz katolik.

Etre miz Genver hag ar 7 a viz Meurzh1871 e voe gouzalc'het ar gêr gant an Alamanted, e-padar brezel etre Bro-C'hall ha Prusia.

XXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E-pad anEil Brezel-bed e voe gouzalc'het Alençon etre miz Even 1940 hag an 12 a voz Eost 1944. UrFrontstalag a oa (ur c'hamp prizonidi eus an arme alaman). Etre ar 6 hag an 11 a viz Eost 1944 e voe bombezaet ar gêr un ugent gwech bennak gant ar Gevrididi, o lazhañ un 200 den bennak. Ar gêr gall kentañ dieubet gant an nerzhioù gall a voe Alençon, ar pezh ne voe ket gwall ziaes peogwir e oa aet kuit dija an Alamanted, ha tenn ebet ne voe ezhomm evit dieubiñ ar gêr.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar "Maison d'Ozé"[3].
  • Kastell Duged Alençon
  • an Ti-kêr
  • arMaison d'Ozé, lec'h emañ Ti an Douristed
  • penniliz an Itron-Varia

Emdroadur ar boblañs 1793-2006

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hervez an INSEE e oa 27 653 a dud o chom en Alençon e2008 (65 575 en tolpad-kêrioù).


(Krouet gant Wikipedia)

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Penn-lec'h an arondisamant hag an departamant eo. Sez Kumuniezh-kêr Alençon eo ivez, un etrekumuniezh krouet e 1996.

Gevellet eo Alençon gant teir c'hêr :

Tud brudet ganet e Alençon

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tud all

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Alain (1868-1951), prederour, en deus studiet pemp bloaz e lise Alençon.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Cassini – EHESS
  3. Diaz Mérimée n°PA00110706.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Alençon&oldid=2134849 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp