Eilenn eus un hanterskeudenn c'hresian eus Aleksandr Veur,British MuseumAleksandr Veur war e varc'h Bukefalos Lodenn eus arvozaikenn roman eus Pompeia a ziskouez an emgann etre Aleksandr Veur ha Darios III, erMuseo Nazionale di Napoli
Aleksandr Veur (henc'hresianeg : Μέγας Ἀλέξανδρος,Megas Alexandros) peAleksandr Makedonia , peAlesant Veur (henc'hresianeg : Ἀλέξανδρος Γ' ὁ ΜακεδώνAléxandros o Makedốn), ganet e miz Gouere-356 ha marvet d’an10 a viz Mezheven-323) zo unan eus rieien vrudetañ anHenamzer.
E-338, oadet 18 vloaz, e kemeras perzh gant e dad enEmgann C'haeronea. Daou vloaz war-lerc'h, e-336, e voe drouklazhet e dad.
Goudeeuredoù Susa ma oa bet dimezet gantStateira, merc'hDarius, rouePersia, e varvas diwar an derzhienn en ur ober dek devezh hepken, d'an 10 a viz Mezheven 323.
Goude marv Fulup Makedonia, Aleksandr a gendalc'has mennad e dad : unvaniñHenc'hres dindan ur galloud hepken, gant Makedonia ha holl geodedoùGres, nemetSparta. Buan-tre e c'hounezas e impalaeriezh, ha goude un emgann gwadek e tizhas arstêr Ganga enIndez, a oa bevenn "ar bed anavezet".