Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Aldous Huxley

Eus Wikipedia
Aldous Huxley
Aldous Huxley e 1947
Aldous Huxley e 1947
Ganedigezh26 a viz Gouere1894
Goldaming,Surrey
Banniel Bro-SaozBro-Saoz
Marv22 a viz Du1963
Los Angeles (Kalifornia)
Banniel ar Stadoù-UnanetStadoù-Unanet
BroadelezhBreizhveurat

MicheroùSkrivagner
Barzh
Prederour

Alma materEton College

Oberennoù pennañ
Point Counter Point (1928)
Brave New World (1932)
The Perennial Philosophy (1945)
The Doors of Perception (1954)
Island (1962)

Aldous Leonard Huxley (/ˈɔːldəs ˈhʌksli/ ;26 a viz Gouere189422 a viz Du1963) a oa urromantour, urbarzh hag urprederoursaoz.

A-douez an hanter-kant levr bennak bet skrivet gantañ ez anaver ar romantskiant-faltaziBrave New World (1932)[1] er bed a-bezh ; eThe Doors of Perception (1954)[2] e kontas e vuhezadoù dindandrammoù psikedelek evel armeskalin.
En e yaouankiz e voe kenrener ar gelaouennOxford Poetry hag e krogas da skrivañ istorioù berr ; diwezhatoc'h e skrivas senariooù evit arsinema ha danevelloù e veajoù. ELos Angeles e tremenas trederenn diwezhañ e vuhez.

Denelour,peoc'helour e oa Aldous Huxley, hag ur flemmganer ivez. Pa oa o vont war an oad e voe dedennet gant allezvredoniezh[3] hag argevrinelezh prederouriel, ar pezh e gasas war-du anhollvedelouriezh (The Perennial Philosophy,1945).
E diwezh e vuhez e voe anzavet evel unan eus speredoù pennañ e amzer. Seizh gwech e voe kinniget e anv evitPriz Nobel al Lennegezh, met biskoazh ne voe roet dezhañ.

Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

EGoldaming (Surrey), 49km er mervent daLondon, e voe ganet Aldous Huxley e 1894 da Julia Arnold ha Leonard Huxley. Mestrez-skol e oa Julia Arnold ha nizez ar barzhMatthew Arnold (1822-1888) ; skrivagner ha mestr-skol e oa Leonard Huxley.

Hervez e vreur Julian e veze alies Aldous « oc'h arsellout iskisted an traoù » ; hervez e genderv Gervas e voe dedennet abred-tre gant an tresañ.[4]
E klas e vamm e voe Aldous e-pad bloavezhioù, betek ma klañvaas-hi. Goude-se ez eas daEton College enEton,Berkshire, nepell diouzhWindsor.
E1908 e varvas Julia Arnold, pa oa he mab Aldous 14 vloaz. Tri bloaz goude, e1911, e klañvaas hennezh d'e dro ha peuzdall e chomas e-pad daou vloaz pe dost abalamour da varradoùkeratit[5].
E miz Here1913 e voe eBalliol College enOxford evel lenner e rann alLennegezhsaoznek.[6] Tri bloaz goude, e1916, e klaskas en em rollañ erBritish Army da gemer perzh erBrezel-bed kentañ ; nac'het e voe outañ avat, dre ma oa fall-tre e lagad dehoù[6] ; en hevelep bloavezh ez eas da genrener ar gelaouenn lennegelOxford Poetry, a oa bet krouet e1910[7].

Da heul e studioù e Balliol e klaskas labour abalamour ma tlee arc'hant d'e dad. Adalek miz Ebrel betek miz Eost1917 e voe e karg eus ar pourvezañ e Maodiernezh an Aer, a ra war-dro arRoyal Air Force. Goude-se e kelennasgalleg enEton College e-pad bloaz —Eric Blair a oa unan eus e skolidi eno ; dic'houest e veze ar c'helenner da zerc'hel ar c'henurzh en e glasad, met barrek-kenañ e oa war ar yezh[8].

E1919 e timezas gant Maria Nys (1899-1955), ur repuadezBelgiat ; ur mab o devoe, Matthew e anv, e 1920 hag a-hed arbloavezhioù 1920 ez ejont gwech ha gwech all daItalia da weladenniñ o mignonD. H. Lawrence.

E1937 e tilojas Aldous Huxley, e wreg hag o mab daStadoù-Unanet Amerika, ma rejomp o annez enHollywood,Los Angeles (Kalifornia). E Kalifornia e varvas e wreg Maria Nys e 1955.
E1956 e timezas ar skrivagner d'ar skrivagnerez ha bredvezegez Laura Archera (1911-2007) ; urbiolinourez vrudet e oa ivez.

E1960 e klañvaas abalamour dagankr arc'harloc'henn, en e lazhas en diwezh e 1963.

Remzad

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kerkent ha boulc'het ar bloavezhioù 1920 e voe Aldous Huxley ur flemmganer hag ur skrivagner anavet. Flemmganoù e oa e romantoù kentañ,Crome Yellow (1921),Antic Hay (1923),Those Barren Leaves (1925) haPoint Counter Point (1928). Danevelloù berr a skrivas ivez :Limbo (1920),Mortal Coils (1922),Little Mexican (1924), haTwo or Three Graces(1926), hep dilezel ar varzhoniezh :Leda (1920),Selected Poems (1925),Arabia Infelix and Other Poems (1929). Ebezh-c'hoari kentañ a skrivas d'ar mare-se,The Discovery, a voe embannet e 1924. Arnodskridoù a voe ivez er bloavezhioù-se :On the Margin (1923),Along the Road (1925),Essys New and Old (1926),Proper Studies (1927) haDo What You Will (1929).

E1930 ez embannas un arnodskrid all,Vulgarity in Literature hag un dastumad danevelloù berr anvetBrief Candles.
Music at Night and Other Essays a voe embannet e1931, en hevelep bloavezh hag an dastumad barzhonegoùThe Cicadas and Other Poems.
E1932 e skrivas an arnodskridText and Pretexts hag embannet e voe e bempvet romant,Brave New World. An enep bev d'unutopienn eo ar romant-se, a c'hoarvez e London er bloavezh 2540, en ur gevredigezh renet gant teknologiezh ar gouennañ, an embregata bredoniel hag an darblegerezhpavlovek[9].
E1936 e voe embannet ur romant allEyeless in Gaza, ur bazenn a-bouez e buhez an aozer war-du ar peoc'helouriezh hag ar gevrinelezh, a zisplegas en e zastumadoù arnodskridoù anvetPacifism and Philosophy (1936),Ends & Means: An Inquiry into the Nature of Ideals (1937) hagAn Encyclopedia of Pacifism (1937 ivez).

Gant an tiegezh Huxley e tivroas ivez o mignonHenry FitzGerald Heard, anezhañ unistorour, urskiantour hag ur prederour, da Galifornia e 1937 ; hemañ eo a lakaas Huxley war hent arVedanta – ur skourr eus anUpanishad, prederouriezh anhindouegezh.
Pelloc'h, e1938, e kejas Huxley ouzh ar prederourindiatJiddu Krishnamurti (1895-1986) ; perzh a gemeras er c'helc'hiad dalc'hidi ar Vedanta kaset gant ar prederour hamanac'h indezatSwami Prabhavananda (1893-1976), eusUrzh Ramakrishna[10], en e vanati en Hollywood. E vignon ar skrivagner saoz Christopher Isherwood a zegasas d'ar c'helc'hiad ivez.
Betek e varv e chomas Aldous Huxley stag ouzhThe Vedanta Society of South California (VSSC) ; 48 pennad a skrivas evit kelaouenn an aozadur etre ||1941]] ha1960[11]. En abeg d'e vennozhioù prederourel avat – ne grede e doue ebet, pa ne c'heller ket prouiñ bezañs doue pe zoueez – ne c'hallas ket en em reiñ d'urrelijion. E-keit-se e labouras Huxley evel senarioour en Hollywood. Ar bern arc'hant a zastumas evel-se a zispignas evit degas d'ar Stadoù-UnanetYuzevien, skrivagnerien hag arzourienalaman hag a dec'he a-zirak annaziegezh.

E1940 e tilojas an tiegezh Huxley da Llano, ur pennkêr lec'hiet endezerzh hag en em led e penn Norzh kontelezh Los Angeles[12].

E1944 e skrivas ur pennad-digeriñ evit troidigezh saoznek arBhagavad-Gita gant Swami Prabhavananda ha Christopher Isherwood[13]. Nepell goude e skrivas Aldous Huxley e oberenn brederourelThe Perennial Philosophy (1945).

Goude anEil brezel-bed, e1953, e c'houlennas Aldous Huxley ar geodedourelezh evitañ, evit e wreg hag evit o mab ; peogwir e nac'has Huxley dougen armoù evit SUA hag anzav e rae kement-se evit abegoù relijiel e voe sparlet an hent dezhañ ha d'e diegezh.[6]
E 1953 ivez e fellas d'ar skrivagner gouzout hiroc'h diwar-benn efedoù an drammoù psikedelek[14] ; an doktorHumphry Osmond a bourchasas ur muzuliad meskalin dezhañ, hag a chomas gantañ e-pad an abadenn. Bloaz war-lerc'h ez embannas Huxley disoc'hoù e daol-arnod en e levrDoors of Perception (1954).
Div brezegenn a zistagas en azeuldi ar VSSC e Hollywood e1955 : Knowledge and Understanding haWho Are We? ; enrollet e voent o-div, hag embannet diwezhatoc'h[15].
En hevelep bloavezh ez embannas e 10vet romant,The Genius and the Goddess, a azasaasevit ar c'hoariva e1958.

En abeg d'e gleñved e rankas Aldous Huxley disterniañ un tamm e deroù arbloavezhioù 1960. An arnodskridOn Art and Artists a zeuas er-maez e1960, heuliet gant ur pennad er gelaouennVedanta for the Western World anvetSymbol and Immediate Experience. E1962 e voe ar studiadennThe Politics of Ecology — ur skrid degemennus, hag e romant diwezhañ,Island. E1963 e voe moullet an arnodskridLiterature and Science, nebeut kent marv ar prederour.

Oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
 Romantoù Danevelloù berr Barzhonegoù Skridoù evit ar sinema
  • 1920Limbo
  • 1922Mortal Coils
  • 1924Little Mexican[16]
  • 1926Two or Three Graces
  • 1930Brief Candles
  • 1944Collected Short Stories
  • Jacob's Hands: A Fable[17]
  • 1916Oxford Poetry
   The Burning Wheel
  • 1917Jonah
  • 1918The Defeat of Youth and Other Poems
  • 1920Leda
  • 1925Selected Poems
  • 1929Arabia Infelix and Other Poems
  • 1931The Cicadas and Other Poems
  • 1971Collected Poems
  • Brave New World
  • Ape and Essence
  • 1940Pride and Prejudice[18]
  • 1943Madame Curie[18]
  • 1944Jane Eyre[18]
  • 1947A Woman's Vengeance
  • 1950Prelude to Fame
 Studiadennoù C'hoariva Levrioù beajoù Faltazi evit ar vugale
  • 1936Pacifism and Philosophy
  • 1937An Encyclopedia of Pacifism
  • 1941Grey Eminence
  • 1942The Art of Seeing
  • 1953The Devils of Loudun
  • 1962The Politics of Ecology
  • 2007Selected Letters
  • 1924The Discovery[19]
  • 1931The World of Light
  • 1948Mortal Coils – A Play[20]
  • 1958The Genius and the Goddess[21]
  • 1967The Ambassador of Captripedia
  • 2000Now More Than Ever[22]
  • 1925Along The Road: Notes and essays of a tourist
  • 1926Jesting Pilate: The Diary of a Journey
  • 1934Beyond the Mexique Bay: A Traveller's Journey
  • 1967The Crows of Pearblossom
 Arnodskridoù
  • 1923On the Margin
  • 1925Along the Road
  • 1926Essays New and Old
  • 1927Proper StudiesASIN B0008B4H4Q
  • 1929Do What You WillASIN B000880GUI
  • 1930Vulgarity in Literature
  • 1931Music at Night and Other Essays(ISBN 978-0-5860-6498-6)
  • 1932Texts and Pretexts
  • 1936The Olive Tree and other essays
   Pacifism and Philosophy(ISBN 978-0-9026-8042-5)
   An Encyclopedia of Pacifism(ASIN B000SID0I8)
  • 1940Words and their Meanings(ASIN B0006AOXDY)
  • 1945The Perennial Philosophy
  • 1946Science, Liberty and Peace
  • 1950Themes and Variations
  • 1954The Doors of Perception(ISBN 978-0-0617-2907-2)
  • 1956Heaven and Hell
   Adonis and the Alphabet[23]
  • 1958Collected Essays
   Brave New World Revisited(ISBN 978-0-0608-9852-6)
  • 1960On Art and Artists
  • 1963Literature and Science
  • 1977Moksha: Writings on Psychedelics and the Visionary Experience 1931–63
   The Human Situation: Lectures at Santa Barbara, 1959
 Pennadoù evit ar gelaouennVedanta for the Western World
  • 1941Distractions
   Distractions II
   Action and Contemplation
   An Appreciation
   The Yellow Mustard
   Lines
   Some Reflections of the Lord's Prayer
  • 1942Reflections of the Lord's Prayer
   Reflections of the Lord's Prayer II
   Words and Reality
   Readings in Mysticism
   Man and Reality
   The Magical and the Spiritual
  • 1943Religion and Time
   Idolatry
   Religion and Temperament
   A Note on the Bhagavatam
   Seven Meditations
  • 1944On a Sentence From Shakespeare
   The Minimum Working Hypothesis
   From a Notebook
   The Philosophy of the Saints
  • 1945That Art Thou
   That Art Thou II
   The Nature of the Ground
   The Nature of the Ground II
   God in the World
  • 1946Origins and Consequences of Some Contemporary Thought-Patterns
   The Sixth Patriarch
   Some Reflections on Time
  • 1947Reflections on Progress
   Further Reflections on Progress
   William Law
   Notes on Zen
  • 1948Give Us This Day Our Daily Bread
   A Note on Gandhi
  • 1949Art and Religion
  • 1950Foreword to an Essay on the Indian Philosophy of Peace
  • 1952A Note on Enlightenment
   Substitutes for Liberation
  • 1954The Desert
   A Note on Patanjali
  • 1955Who Are We?
  • 1956Foreword to the Supreme Doctrine
   Knowledge and Understanding
  • 1957The "Inanimate" is Alive
  • 1960Symbol and Immediate Experience
Enrolladurioù mouezhel
  • 1955Knowledge and Understanding[24]
   Who Are We?[25]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)Le meilleur des mondes, Pocket, 2002(ISBN 978-2-2661-2856-8)
  2. (fr)Les portes de la perception, 10x18, 2001(ISBN 978-2-2640-0340-6)
  3. Studi an anadennoù-bred na c'heller ket displegañ, evel an diouganañ hag ar pellsanterezh.
  4. (en) BEDFORD Sybille,Aldous Huxley: A Biography, Alfred A. Knopf, 1974 (ASIN B000724LG0)
  5. (en) HUXLEY Aldous (1939),After Many a Summer Dies the Swan, Ivan R. Dee, Inc., 1993(ISBN 978-1-5666-3018-4)
  6. 6,06,1 ha6,2(en) HAUGRUD REIFF Raychel,Aldous Huxley: Brave New World, Cavendish Square, 2009(ISBN 978-0-7614-4278-3)
  7. (en)Oxford Poetry
  8. CRICK Bernard,George Orwell: A Life, Penguin Books, 1992(ISBN 978-0-1401-4563-2)
  9. Deskrivadur ur veziadelezh peurvat ha disi eo an utopienn. Gant ar skrivagner saoz SirThomas More (1478-1535) e voe goveliet ar gerutopia diwar anhenc'hresianeg οὐ-τόποςoy-tόpos, "e lec'h ebet" ; diwar δυσ-τόπος e voe goveliet ar ger saoznekdystopia evit komz eus un enep-utopienn, da lavarout eo eus ur bed spontus, ha gant an dilennad saoz John Stuart Mills e voe implijet en unan eus e brezegennoù e1868.
  10. Diazezet1897gantSwamiVivekananda, unan eus diskibledSri Ramakrishna.
  11. ISHERWOOD Christopher (1945),Vedanta for the Western World(ISBN 978-0-8748-1000-4)
  12. Google Maps
  13. (en)Bhagavad-Gita: The Song of God, troidigezh gant Swami Prabhavananda ha Christopher Isherwood, Signet, 2002 —(ISBN 978-0451528445)
  14. Eus an henc'hresianeg ψυχήpsyc'hé "spered" ha δηλείνdelein "diskuliañ" ; gant ar bredvezegHumphrey Osmond e voe goveliet ar gerpsychedelic e deroù ar bloavezhioù 1950.
  15. Cf. infra.
  16. Young Archimedes enSUA.
  17. Skrivet a-gevret gant Christopher Isherwood ; adkavet e 1997.
  18. 18,018,1 ha18,2Kenlabour.
  19. Azasaet diwar Francis Sheridan.
  20. Azasaet diwarThe Gioconda Smile.
  21. Azasadur a-gevret gant Betty Wendel.
  22. Pezh-c'hoari kollet, adkavet gant Rann al Lennegezh Saoznek Skol-veurMünster,Germany.
  23. Tomorrow and Tomorrow and Tomorrow en SUA.
  24. All Music
  25. All Music

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn arskiant-faltazi.


g  ka  ke
BED AR SKIANT-FALTAZI
♦ Skrivagnerien ha♣ Skrivagnerezed
Robert AbernathyForrest J AckermanGeorge S. AlbeeBrian W. AldissSteve AllenKaren AndersonPoul AndersonJean-Pierre AndrevonGeorges-Jean ArnaudIsaac Asimov
Mathieu BabletJames G. BallardIain BanksElia BarcelóRené BarjavelCharles BeaumontGreg BearStephen V. BenétGregory BenfordCyrano de BergeracAlfred BesterJerome BixbyAlgernon BlackwoodJames BlishRobert BlochDamien BroderickPierre BordagePierre BoulleAnthony BoucherRay BradburyBill BrownFredric BrownJohn BrunnerSerge BrussoloDoris P. BuckAlgis BudrysAnthony Burgess
Ernest CallenbachA. Bertram ChandlerElizabeth ChaterDaína ChavianoJohn ChristopherJohn Anthony CiardiArthur C. ClarkeRobert M. CoatesTheodore R. CogswellMichael G. ConeyAlfred CoppelMichael CrichtonPhilippe Curval
Alain DamasioJack DannBasil DavenportFrançoise d'EaubonneJan De FastLester Del ReySamuel R. DelanyMichel DemuthPhilip K. DickThomas M. DischGraham DoorDave DryfoosCatherine DufourDavid Duncan
Harlan EllisonE. C. EliottMichael EndeWalter Ernsting
Philip José FarmerKonrad FiałkowskiJack FinneyCharles L. FontenayAlan Dean FosterHorace B. Fyfe
Daniel F. GalouyeRaymond Z. GallunAngélica GorodischerChristian GrenierAnn W. GriffithMichel GrimaudJames E. Gunn
Edmond HamiltonCharles HarnessHarry HarrisonM. John HarrisonRobert A. HeinleinFrank HerbertRichard HillRobert Ervin HowardLafayette R. HubbardJean-Pierre HubertEdna M. HullAldous Huxley
Michel Jeury
Norman KaganGerald KershDaniel KeyesStephen KingGérard KleinDamon KnightCyril M. KornbluthWalter KubiliusHenry Kuttner
R. A. LaffertyKurd LasswitzJean Le Clerc de la HerverieUrsula K. Le GuinFritz Leiber, Jr.Murray LeinsterStanislaw LemDoris LessingC. S. LewisJean-Marc LignyLIU CixinBrian Lumley
Katherine MacLeanKen MacLeodDonald MalcolmPhillip MannRichard MathesonAnne McCaffreyJack McDevittJ. T. McIntoshVonda Neel McIntyreJudith MerrillAbraham MerrittLion MillerRon MillerWalter M. Miller, Jr.Catherine L. MooreWard MooreG. A. MorrisAlan NelsonHomer NearingJ. B. Morton
Alan E. Nourse
Andrew J. OffuttChad OliverGeorge Orwell
Alexei PanshinPierre PelotPeter PhillipsDaniel PiretFrederik PohlArthur PorgesTerry PratchettTom Purdom
Maurice RenardMack ReynoldsKim Stanley RobinsonKeith RobertsJoanna RussEric F. Russell
Emilio SalgariPamela SargentRobert SheckleyKarl-Herbert ScheerSteven SchraderIdris SeabrightArthur Sellings] ♣Mary ShelleyLarry SiegelRobert SilverbergClifford D. SimakBernard SimonayDan SimmonsCurt SiodmakClark Ashton SmithCordwainer SmithEvelyn E. SmithJerry SohlNorman SpinradL. Sprague de CampMargaret St. ClairBruce SterlingTheodore Sturgeon
William F. TempleWilliam TennSheri S. TepperJames Tiptree, Jr.
A. E. van VogtJack VanceJohn VarleyJules VerneVernor VingeVladimir VolkoffKurt Vonnegut, Jr.
Daniel WaltherIan WatsonStanley G. WeinbaumAndrew WeinerH.G. WellsBernard WerberJohn A. WestRobert M. WilliamsJack WilliamsonRichard WilsonRobert Charles WilsonDavid WingroveGene WolfStefan WulJohn Wyndham
Robert F. Young
George ZebrowskiRoger ZelaznyMarion Zimmer Bradley
Kelaouennoù brudet
Amazing StoriesAstounding Science FictionAstounding StoriesFamous Fantastic MysteriesFantastic AdventuresGalaxyPlanet StoriesStartling StoriesThe Magazine of Fantasy and Science FictionThrilling Wonder StoriesTwo Complete Science-Adventure BooksUnknownWeird TalesWonder Stories
En-dro d'an S-F
Dodennoù an S-FSkiant-faltazi milourelAn SF er bannoù-tresetAn SF er sinemaCyberpunkSteampunk
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Aldous_Huxley&oldid=2055059 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp