E dad Hermann Einstein (Buchaun,30 Eost1847 –Milano,10 Here1902) a zimezas gant Pauline Koch d'an8 a viz Eost1876. Tri bloaz goude, d'ar 14 a viz Meurzh 1879, e voe ganet o bugel kentañ, Albert, en o ranndi en Ulm en Alamagn. En e vugaleaj e tiwanas e atapi ouzh ar skiantoù : gant unnadoz-vor pa oa 5 bloaz, ha gant al levrBiblig arventoniezh, da drizek vloaz.
D'ar skol kentañ derez hag eil derez ez eas enHochschule ("skol-uhel")Aarau e Suis, ma tapas e skrid-testeni d'an30 a viz Gwengolo 1896, oadet 17 vloaz. Disoc'hoù dispar en deveze ematematik, met nac'hañ a reas studiañ arvevoniezh haskiantoù an den, pa gave dezhañ e oa didalvez deskiñ danvezioù a oa bet studiet c'hoazh a-dreuz hag a-hed gant tud all. Dedennet e oa gant ar skiantoù evel frouezh poell mab-den hag ar preder. Goulenn a reas digant e dad reiñ dezhañ ar vroadelezh suis a-benn mont davet e diegezh divroet e Milano enItalia.
Lakaat a reas e anv e Skol lieskavezel kevredadelZürich (ETH) e 1896, goude bezañ c'hwitet war e arnodenn gentañ avat. Eno e teuas da vezañ mignon ar matematikourhungariatMarcel Grossmann (1878-1936), a skoazellas anezhañ diwezhatoc'h war dachenn ar ventoniezh aneuklidel. Anaoudegezh a reas ivez gant arSerbezMileva Marić (1875-1948), e bried kentañ. E1900 e tapas e skrid-testeni. Anzav a ra avat en e vuhezskrid ne oa ket « gouest da heuliañ ar c'hentelioù, da skrivañ notennoù ha d'ober labour-skol »[1]. E-doug ar prantad-se e kreskas e anaoudegezhioù o studiañ e-unan hag o lenn levrioù dave, evel re ar fizikour haprederouraostrianLudwig Boltzmann (1844-1906), arbevedour ha fizikourprusianHermann von Helmholtz (1821-1894) ha re ar fizikour ha kimiour alamanWalther Hermann Nernst (1864-1941). Dre e vignon ar fizikour suisMichele Besso (1873-1955) e lennas labourioù ar fizikour ha prederour aostrianErnst Mach (1838-1916) diwar-benn argouloù hag antizh.
Hervez buhezskridoù disheñvel e voe diaes e vuhez etre 1900 ha 1902 : lakaat a reas e anv evit meur a bost-labour hep bezañ degemeret. Nec'het gant kement-se e klaskas e dad kavout ur post dezhañ, en aner. Albert a blegas neuze da bellaat diouzh metoù ar skol-veur da gaout ur post er velestradurezh. E1901 ez embannas e bennad skiantel kentañ enAnnalen der Physik, diwar-benn e enklaskoù a-zivout ar silluskerezh. E diwezh ar bloaz 1902 e voe ganet e Serbia e vugel kentañ, Lieserl, ur plac'h[2],[3]. E-pad pell ne voe ket anavezet ar bugel-se gant an istorourien, ha ne chom roud ebet eus e vuhez. Albert ha Mileva a euredas e1903, ur wezh roet dezhañ e aotre gant e dad war e dremenvan. E1904 o devoe ur bugel all,Hans-Albert (†1973), ha goudeEduard Einstein e1910 (†1965).
E 1902 e kavas fred en ofis ar breouadurioù eBern, ar pezh a roas dezhañ peadra da vevañ e-pad e enklaskoù. E-keit-se e savas anAkademie Olympia gant ar matematikour suisConrad Habicht (1876-1958) hag ar matematikour ha prederourroumanMaurice Solovine (1875-1958), a droas e oberennoù e galleg diwezhatoc'h. E Bern, 49 straed Kramgasse, en em vode an Akademiezh, hag a aoze baleadennoù er menezioù. Einstein a rannas disoc'h e enklaskoù gant Conrad Habicht ha kas a reas dezhañ ar pennadoù a embannas e 1905 diwar-benn diazezoù ar geñverelezh strizh,arlakadenn ar pementadoù hag arlakadenn alloc'had brownian, a zigoras hentoù enklask nevez erfizik nukleel, eloc'honiezh ar stered hag all. Diazezet eo ar pennad diwar-bennargerzh Wiener (al loc'had brownian) war enklaskoù donaet diwezhatoc'h gant Einstein hag a gas d'e dezenn anvetEine neue Bestimmung der Moleküldimensionen ("Un didermenadur nevez eus mentoù ar molekulennoù"), ha d'e ziplom doktorelezh d'ar15 a viz Genver 1906[1].
E1909 e voe anavezet Albert Einstein gant e getpared, gant ar fizikourien alamanMax Planck ha Walther H. Nernst peurgetket a bedas anezhañ da skol-veurBerlin. D'an9 a viz Gouere 1909 e voe anvet doktorhonoris causa gant skol-veurGenève[1]. Kinnigoù labour stank a voe graet outañ. E1911 e voe pedet da gentañKendalc'h Solvay eBelgia hag a vodas ar skiantourien muiañ anavezet. Anaoudegezh a reas eno gantMarie Curie, Max Planck hag ar fizikour gallPaul Langevin (1872-1946). E1913e voe anvet Albert Einstein en Akademiezh ar skiantoùPrusia.
E1914 e reas e annez e Berlin, ma chomas e-pad meur a vloaz. Dont a reas da vezañ ezel eus Akademiezh roueel Berlin ar skiantoù hag al lizhiri. A-drugarez d'ar c'hinnigoù labour a reseve e teuas a-benn d'en em ouestlañ penn-da-benn d'e enklaskoù. Goude e zisparti digant Mileva e krogas da zaremprediñ ur genitervez eus Berlin, Elsa. Pa darzhas arBrezel-bed kentañ ez embannas e vennozhioù peoc'helour. Prometet he doa kêr Verlin pourchas un ti dezhañ, met dont a reas da vezañ perc'henn war un dachenn ma lakaas sevel un di gant e wenneien. Edo e Caputh, e-kichen lenn Havelsee, ul lec'h sioul ma c'halle bageal gant ur gouelier alies.
E1916 ez embannas ul levr a zisplege e arlakadenn a-zivout arc'herc'hellerezh, anavet hiziv evel arlakadenn ar geñverelezh hollek. E1919, anastrofizikoursaozArthur Eddington (1882-1944) a vuzuilhas diheñchadur gouloù ur steredenn pa dremen e-tal an Heol. An diheñchadur-se a oa unan eus rakweladennoù degaset gant arlakadenn A. Einstein, a dapas brud vras ken e krogas d'ober kalz beajoù dre ar bed adalek 1920. E1925 e resevas arvedalenn Copley, hag e1928 e voe anvet da brezidant KevreGwirioù Mab-Den. Er memes bloaz e kemeras perzh e kentañDavoser Hochschulkurse (Kentelioù skloveuriek Davos) eDavos, gant 33 c'hefredour all deuet eus Alamagn, Aostria, Bro-C'hall, anIzelvroioù ha Suis. E1935 e resevas arvedalenn Franklin.
Teñvalaat a reas an aergelc'h en Alamagn erbloavezhioù 1920, ma voe rebechet outañ e orinyuzev hag e vennozhioùpeoc'helour. N'edo ket e surentez ken en Alamagn abalamour da nerzh ar strolladoù broadelour alaman ha da hini annazied. Nebeut goude ma'z erruasAdolf Hitler e penn ar Stad, e deroù 1933, e klevas e oa bet preizhet e di e Caputh gant an nazied, ha divizout a reas ne zistroje ket d'ar Reich. Goude bezañ bet o chom pell war aod Belgia e reas e annez erStadoù-Unanet, ma labouras enInstitute for Advanced Study ePrinceton. Pal e enklaskoù a oa sevel un arlakadenn da unaniñ ar c'herc'hellerezh hag andredanwarellerouriezh, met ne zeuas ket a-benn ha kement-se a viras outañ marteze a ober kavadennoù all war tachennoù frouezhusoc'h.
D'an 18 a viz Ebrel 1955 e varvas Albert Einstein diwar freuz un darvoll. Fennet e voe e ludu en ul lec'h dalc'het kuzh, diouzh e destamant. En desped d'e youl avat e voe laeret eempenn gant ar mezeg kelanskejour ha korfskejet, ar pezh a ziskouezas e oa brasoc'h al liamm etre an div hanterenn eget en darn vuiañ eus an dud ; e zaoulagad ivez a voe laeret, gant elagadour[5],[6].
E vab Eduard, a oa gant ur stummskizofreniezh, a dremenas al lodenn vrasañ eus e vuhez en ur bredospital e Suis hag e vab all Hans-Albert a zeuas da vezañ ijinour eKalifornia.
Frouezhus e voe ar bloaz 1905 evit Albert Einstein, pa voe embannet pevar fennad-skrid er gelaouennAnnalen der Physik.
Ar pennad kentañ,Diwar-benn ur mennozh heuristek a sell ouzh produadur ha treuzfurmadur ar gouloù, embannet e miz Meurzh, a zisplege ur mennozh dispac'hel diwar-benn natur rannigel ar gouloù, dre studi ar gwered luc'hdredan. Danevell a ra eno e enklaskoù diwar-benn orin ar c'has rannigoù, o kemer harp war labourioù Max Planck en doa savet, e 1900, formulenn ur skinadur muzuliet, da lavaret eo diskendalc'hus. Ret e oa bet da Blanck displegañ ar skinadur gouloù kaset gant ur c'horf tomm en un doare a sebeze anezhañ : da lakaat e formulenn da glotañ gant disoc'hoù an taolioù-arnod en doa ranket lakaat e ranne ar red rannigoù a-bloc'hadoù energiezh, a anvasquanta "pementadoù", a zo liesterquantum, "pementad". Petra bennak ma soñje dezhañ ne oa ket eus ar pementadoù-se e gwirionez, stummet e oa e arlakadenn da labourat ha meur a fizikour a studias anezhi. Einstein a adimplijas disoc'hoù Planck da studiañ ar gwered luc'hdredan, ha klozañ a reas o lavaret en em zalc'he ar gouloù war un dro evel ur wagenn hag ur red rannigoù. Ar gwered luc'hdredan en doa pourchaset ur gadarnadenn eeun eus arlakadenn ar pementadoù savet gant Max Planck. Adalek 1920 e vez graetfotonioù eus ar pementadoù.