Analamaneg (peDeutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strolladyezhoù germanek ar c'hornôg, e familh aryezhoù indezeuropek. Ar yezh implijetañ enUnaniezh Europa an hini eo.
Ar yezh a vez komzet e seizh bro dreist-holl:Alamagn,Aostria,Suis,Liechtenstein,Luxemburg, reterBelgia, suTirol. EnElzas,Loren, hag e Nordschleswig (suDanmark) e vez implijet ar yezh gant ur vinorelezh eus an dud. Kumuniezhoù alamanek a vev ivez en Europa ar reter, e suBrazil, hag eNamibia.
Gaolet eo ar yezh etrealamaneg-uhel hagalamaneg-izel.
An Alamaned a ra "Deutsch" eus o yezh, ar ger-se zo liammet gant ar ger "tud" ebrezhoneg. An daou a zeu eus indezeuropek "*tewtéh₂" hag a dalvez "meuriad". Anv an doue Teutates zo liammet ivez. Ar ger-se a vez implijet gant pobloù germanek dreist-holl.
Pobloùslavek a implij ar ger "němьcь" pe "nemek". Ur ger evit lavaret "mut" peogwir e oa diaes en em gompren etrezo a-gaoz d'ar yezhoù disheñvel-tre.
Implijet e vez ar ger "german-" esaozneg hag er broioù levezonet gant ar yezh-se.
Implijet e vez ar ger "alaman-" gant pobloùromanek,keltiek hag erReter-Nesañ dreist-holl.
Gant ar c'hentañ kemmadurioù-kensonennoù (erste germanische Lautverschiebung) e-tro arVvet kantved kent JK e komañse ar yezh c'hermanek voutin a-ziwar ur rannyezh indezeuropek. Gant ar c'hemmadurioù-mañ e vez displeget an diforc'hioù a zo etre ar yezhoù germanek (alamaneg,nederlandeg,saozneg, h.a.) hag ar yezhoù indezeuropek all. Evit eeunaat an traoù e c'haller kinnig anezho er mod-mañ:
- k → h :lat.casa — alam.Haus, saoz.house
- p → f : lat.pater — saoz.father, alam.Vater
- t → th : lat.tres — saoz.three, ndl.drie
- d → t : lat.decem — ndl.tien, saoz.ten
- g → k : lat.gula — alam.Kehle, ndl.keel
- bʰ → b :sañskr.bʰrātā — alam.Bruder, saoz.brother
- dʰ → d : sañskr.dhītí — saoz.deed, ndl.daad
- gʰ → g : *gʰostis eindezeuropeg (lat.hostis) — alam.Gast, saoz.guest
Komañs a reer d'ober anv eus an alamaneg pa c'hoarvez an eil kemmadur-kensonennoù er rannyezhoù implijet e mervent Alamagn (zweite germanische Lautverschiebung pehochdeutsche Lautverschiebung), a vez lakaet e-tro arVIvet kantved tamm-pe-damm. D'ar mare-se an heni e oa diforc'hetalamaneg izel (Niederdeutsch), yezh an norzh.
Ar gemmadenn fonetek a ziskouez un nebeud diforc'hioù etre an alamaneg a-vremañ ha, da skouer, an nederlandeg pe ar saozneg :
- k → ch :ik —ich « me » ;ook —auch « ivez » ;maken/make —machen « ober (oberiañ) »
- d → t :dag/day —Tag « deiz » ;bed —Bett « gwele » ;doen/do —tun « ober (gwerediñ) »
- t → s :wat/what —was « petra » ;straat/street —Straße « ru/straed » ;eten/eat —essen « debriñ »
- t → (t)z :zitten/sit —sitzen « azezañ » ;twee/two —zwei « daou »
- p → f :slapen/sleep —schlafen « kouskaat » ;schip/ship —Schiff « bag » ;helpen/help —helfen « sikour(iñ) »
- p → pf :peper/pepper —Pfeffer « pebr » ;paard —Pferd « marc'h »
- v, w, f → b :geloof/belief —Glaube « kredenn » ;avond/evening —Abend « abardaez »
Etre anXvet kantved hag arXVvet kantved e tegouezhas andiftongennoù e rannyezhoù kornad-bro ar Mervent evit-fed vez disklipet dre zaoufonem evitei,eu haau. Gant-se e ouzomp penn d'an diforc'hioù a zo etre an alamaneg reolataet ha, da skouer, an nederlandeg :
- ū → au :hūs →Haus « ti » ;mūs →Maus « logod(enn) »
- ī → ei :wīse →Weise « ardoù » ;zīt →Zeit « amzer (gronologel) »
- iu → eu :liute →Leute « tud » ;hiute →heute « hiziv »
Er c'hontrol eus Stadoù war an harzoù eo chomet ar c'hornadoù-bro germanek lodennet (Kleinstaaterei) anezhe a-hed ar Grennamzer tout kazimant, ar pezh a lako diforc'h diorroadur ar rannyezhoù a zo diforc'h-rik ha, gwech a ve, dibosupl da gompren evit daou zen é kaozeal eus kornajoù-bro disheñvel. Kaset eo bet peurunvaniñ an holl rannyezhoù gant ar varzhed hag oMittelhochdeutsche poetik war-dro anXIIIvet kantved, nawazh n'eo ket bet levezonet yehz an dud gant an dra-se, peogwir ne ouie an taol bras eus an dud na lenn na skrivañ. Hag ar mod-se zo bet e-pad pell un troc'h etre ar c'hornadoù-bro jermanek, div vro pe kornad-bro yezh :
E1521 eo bet laket gantMartin Luther anTestamant Nevez en alamaneg reolataet a oa war ar stern, hag e1534 anTestamant Kozh. Na bezañ ne voe ket Luther an hini kentañ o sevel ar yezh reolataet-mañ etre an holl gornadoù-bro - war ar stern abaoe arXIVvet kantved - e servijo an adkempenn-mañ da lakaat an alamaneg reolataet er melestradur hag ar skolioù, ha memes e norzh Alamagn eo bet kemeret.
Met beket diveroù anXIXvet kantved e chomas an Hochdeutsch ur yezh skrivet gwall alies. En norzh dreist-holl e veze desket ar yezh reolataet-se da yezh estren.
 | Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |