Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Al Liamm

Eus Wikipedia
Al Liamm
bimonthly magazine
Deiziad krouiñEbrel 1946 Kemmañ
TitlAl Liamm Kemmañ
Ti-embannEmbannadurioù Al Liamm Kemmañ
Bro orinBro-C'hall Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://alliamm.bzh/ Kemmañ

Ur gelaouenn lennegel ha a skign titouroù dre vras vrezhonek eoAl Liamm-Tir na nÓg, staget dezhi unti-embann a zo e anv "Embannadurioù Al Liamm". E brezhoneg peurunvan penn-da-benn e vez embannet armareadeg daouviziek-mañ hag al levrioù a bep seurt a zo deuet er-maez ingal. Er bloaz 2013 eo deuet er-maez an niverenn 400.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

 1945-1948 : sevel ur gelaouenn diwar teir gant tud yaouank ha strewet e meur a lec'h 

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meur a gelaouenn vrezhonek a oa difluket er bloavezhioù1945-1946, en o zouezTir na n-Óg savet gantRonan Huon (ar chomlec'h a oa hini R. Huon e Lannuon) ha "Kened (kelaouenn)" eRoazhon, renet gantPer Denez hagArzel Even, hag eParizAl Liamm[1], diazezet gantAndrev Latimier haPêr ar Bihan, a reas gant ar skriturKLT er penn kentañ, met a zegemeras ar skriturpeurunvan adal ar pevare niverenn, e 1947.
Betek deroù ar bloaz1950 e kendalc'hasAn Avel -Avel an Trec'h da zont er-maez gantYouenn Olier. War dachenn ar relijion gristen evit ar vrezhonegerien zesket e oaKaieroù KristenMaodez Glanndour.
Bihan avat e chome kelc'hiad an holl gelaouennoù-se, dre ziouer a baper hag abalamour ma ne oa ket deuet-mat embann skridoù brezhonek, ha buan e voe santet e oa dav o unaniñ hag o c'hendeuziñ ma venned kaout ur gelaouenn vrezhonek a vije bet par daWalarn a-raok ar brezel da vihanañ.Da gentañ e voe un emglev gantKened hag e 1948 e voe kendeuzetAl Liamm haTír na nÓg. Ur gemennadenn war an teuzadur-se a voe embannet e niverenn 5 Al Liamm ha kentañ niverennAl Liamm-Tir na nÓg a voe an niverenn 6 e Genver-C'hwevrer 1948, met ne yeas ket an titl nevez war wel a-raok an niverenn da-heul (7).
 Sinaet e voe ger-stur an niverenn 6 gant Andrev Latimier : « Krediñ a reomp e c'hellimp diwar vremañ kinnig pep daou viz d'hol lennerien ur c'haier fonnus, skridoù a bep seurt e-barzh, a roio bod d'ar strivoù graet du-mañ du-hont en hor yezh hag evit hor bro. Ur gentel a unvaniezh hag a urzhiadur a ziwan eta diwar an emglev-se... Souezhus ha nec'hus war un dro gwelout brogarourien vat zoken chom hep kas o skodenn : diseblanted ? diegi? pizhoni ? N'on ket evit hel lavarout. Koulskoude, ra soñjer e koust bremañ 25 000 lur moulañ ha strewiñ un niverennig evel homañ, neuze 500 komananter d'an nebeutañ a vefe ret da gaout diouzhtu evit gallout bevañ hep re a drabas... ».
Kemeret e oa bet ar stur gant tudAl Liamm (Latimier ha Per Denez), pa voe aet da gelenner e Gembre Ronan Huon hag eñ doe kaset « ul lizher rust », pa seblante dezhañ e voe silet ma voe bet stagetTír na nÓg, peogwir e voe war-nes beuziñ[2]. Met kompezet e voe bet an traou, pa voe dalc'het e Kleder (diwezh miz Eost)Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerion kentañ[3]. E dibenn an niverenn 11, hini diwezhañ ar bloaz e lenner m'eo bet chañchet ar chomlec'hioù ret eo goulenn ar c'houmanantoù da Bêr ar Bihan, hemañ o chom eTrappes, ha kas ar skridoù da René Huon, 3 rue Louis Pasteur,Landerneau.

Penaos derc'hel ar gelaouenn war-neuñv hag arc'hantaouiñ embann al levrioù war un dro ?

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kef Al Liamm a veze graet eus ur c'hont ma veze difluket arc'hant ar brofourien dre miz ennañ hag e-kreiz 1949 e voe anv eus eil gef,Brezhoneg ar bobl e anvadur. Ne voe ket prest ar skipailh bihan da soñjal e vefe e gefridi embann levrioù. Daou aozadur a seblante bezañ war an dachenn : Skridoù Breizh, embannet levrioù yezh savet gant Kervella ha Hemon ganto nevez zo ha [Ar BALB|[Breuriezh al levrioù brezhonek]], savet diwar intrudu Langleiz, un den tost dezho[4]. Kinnig a reas ur mennoz nevez Roparz Hemon, pa zisplegas e oa un dra mallus d'ober : pourveziñ levrioù berr, aes da lenn ha marc'had mad d'ar re yaouank o tivrezhonekañ. E brezhoneg eeun e tlefe bezañ skrivet an testennoù. Kerkent e voe embannet daou levrig savet gant Roparz Hemon.
E derou 1950 e voe cheñchet an traou, pa voe dispaket e veze kinniget , ur sistem rakprenadennoù, mui ar gallustedprestañ arc'hant d'an embanner evitresev al levrioù diouzh samm ar c'hred digoret. Ur seurt koumanant argemmus e briz evit gwir.
Emiz Eost 1949 e voe aozet an eil Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien, e Plonevez-Porzhe ha Ronan Huon,kenrener gant Vefa de Bellaing. En degouezh-se ez eusbet tu kemer divizoù war dazont an embann brezhonek.

Politikerezh embann

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lec'h Al Liamm enEmsav

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E penn ar bloaz 1948 ec'h embannas ar gelaouenn skridoùRoparz Hemon aet da Iwerzhon. Moullet e veze Al Liamm gant ti-moullerezh "La Mouette" erBaol renet gantFlorentin Goinard, chomet e penn ti-embannSkridou Breiz a oa bet hini damgefridiel Strollad Broadel Breiz, hemañ bet berzet e1944.
E-pad ugent vloaz bennak en em gavas ar gelaouenn "Al Liamm" e penn ar stourm broadelour sevenadurel, ezel brudetañ arc'hevread "Kuzul ar Brezhoneg" enebet ouzh ar c'hevread "Emgleo Breiz" a embannas ar gelaouenn "Brud" (deuet da vezañBrud Nevez), erskritur "skolveuriek" e-pad un toullad bloavezhioù da gevezañ ouzh "Al Liamm" end-eeun.

Un emgann kalet e voe an emgann-se, rak berzet e oa ouzh "Al Liamm" pep bevez kefridiel diwar "Kest ar Brezhoneg" da skouer. D'ar mare-se 'ta e kemereAl Liamm lec'h "Gwalarn".

Kement-se a badas betek ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. D'ar poent-hont e voe gwelet e oa trec'h kostezenn arpeurunvan renet gantAl Liamm, hogen arremziad nevez war-lerc'h1968 a bellaas diouzh ar spered "broadelour rik" a vije bet hiniGwalarn hervez lod. Gwelloc'h eo bet ganto heuilh kinnigoùRoparz Hemon en e bennad "Tri oadvezh ar brezhoneg" embannet e n° 26 Al Liamm (Mae-Mezheven 1951) : "N'eus netra kollet, ha kalz a zo bet gounezet. Rak war gef start ar Yezh C'hlan e c'heller imboudañ barroù ar Parlant. Kefridi ar stourmerien evit ar brezhoneg a zo bremañ, evel ma oa hini anTad Maner, bezañ komprenet gant pobl ar vrezhonegerien.... An heug rak ar gerioù gallek (hag ar gerioù etrevroadel) a zo, pa seller mat, ur merk a wander kentoc'h eget ur merk a nerzh : un doare kompleks-izelder."

Chom a raNotennoù e diwezh ar gelaouenn, o klask ober meneg eus kement tra a c'hoarvez war-dro arbrezhoneg daoust d'an traoù bezañ kemmet da vat gant ar binvioù kelaouiñ a-vremañ (internet...).

Setu ar pezh a skriv ar c'helenner skol-veurFrancis Favereau e trede levrenn "Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved" e 2008 (p 22) : " Hiziv e talc'hAL LIAMM da bleustrañ hevelep roud "kreiz", bet lañsus dezhi peurliesañ, daoust da chañs-dichañs an Istor, un hanter kantved-pad, pezh a lakas anezhi da nevesaat gwech ha gwech all, hep dezhi morse diroudañ diwar linenn-stur he mennadoù kentañ, sed an amboaz da sevel e brezhoneg ul lennegezh "vodern", broadel he spered, pe broadelour zoken hervez ster ar ger-se en hon yezh, hini ar broadoù bihan "gwasket", digor war ar bed avat hag an hollved zokennoc'h, hag e vije hervez ur reol yezh strizh a-walc'h, danzeet gant dalc'herien an emsav (an trede emsav, an hini sevenadurel, diwar rivinoù an eil ha diorroet tamm-ha-tamm)".

Cheñch a ra ar bed, cheñch ar ra an teknikoù... Cheñch a ra Al Liamm. Klask a ra kendelc'her da ginnig skridoù lennegel ha sevenadurel "modern" da "bobl ar vrezhonegerien", da lavarout eo, traoù skrivet gant tud bet er skol-veur, evit tud bet er skol-veur.

Ar skrivagnerien bennañ hag ar re all

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar berzh bet graet gant ar genstrivadeg danevelloù bet aozet evit niveren 400 Al Liamm e 2013 a ziskouez e chom ar gelaouenn ur benveg a-bouez evit dizoleiñ "pluennoù" nevez ha kinnig d'ar vrezhonegerien oberennoù gant skrivagnerien diazezet o brud. Estreget lennegezh a gaver enni. Meur a studiadenn a zo bet embannet ganti ha pennadoù burutellañ levrioù a vez ingal : ur gelaouenn sevenadurel eo.

Evel ma skrivFrancis Favereau e trede levrenn eLennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (Skol Vreizh, 2002) : "Kaer eo gouzout ne ve ket tra-walc'h gant un dezenn skol-veur a-bezh da beurstudial hevelep pikol corpus, savet tamm-ha-tamm e-pad tost da dri-ugent vloaz prestik, gant nouspet kant a skrivagnerien pe a (gen)skriverien anezho, a-benn bezañ lennet gant meur a vil lenner e-pad keit-se."

Liammoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

 Notennoù ha daveennoù 

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Kevarzhe disklêriet da brefeti ar Saena d'ar 5vet a viz C'hwevrer 1946, e balioù diresis a-walc'h : difenn sevenadur, lennegezh ha yezh Breizh
  2. Dispaket war al lec'hienn ronanhuon.alliamm.bzh.
  3. Aozet gantVefa de Bellaing ha Zavier Langleiz.Kentelioù brezhoneg a reas Ronan Huon.
  4. Ar BALB a embannasEnez ar Rod e 1949.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Al_Liamm&oldid=2133314 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp