E1899 e voe dizoloet an aktiniom ePariz gant arc'himiourgall André-Louis Debienne, dre e dennañ diouzh ar c'hailhuraniom anvetpitchblende, a zo uraniomoksidet U3O8, bet dilezet gantMarie Curie goude m'he devoa tennet arradiom anezhañ. Heñvelderioù a gavas etre an elfenn nevez hag antitaniom22Ti, a zo urmetal ardreuzat ; e1900 avat e kavas dezhañ e oa damheñvel ouzh antoriom90Th, a zo un aktinid all. E1902 e voe tennet an hevelep elfenn eus an hevelep kailh gant ar c'himiouralaman Friedrich Otto Giesel, a gavas heñvelderioù etre an elfenn nevez hag allantanom57La, a zo ullantanid. E1904 e roas F. Giesel an anvemamium d'an elfenn a grede bezañ nevez, dre ma ne ouie mann ebet diwar-benn labour André Debienne. Goude ma voe bet keñveriet an div gavadenn e voe anzavet e oa Debienne an dizoloer kentañ, a zibabas an anvactinium diwar anhenc'hresianeg ακτίς, ακτίνοςaktis, aktinos, "bann", "skin", en abeg d'e skinoberiegezh. Eus anv an aktiniom e teu hini rummad anaktinididoù, 15 elfenn ennañ eus89Ac betek103Lr, allawrensiom.
Anizotop Ac-227 eo a voe tennet eus U3O8 ; kavet e vez en natur, pa 'z eo disoc'h digevanadur an uraniom-235. Louc'hoù hepken zo anezhañ avat, pa n'eus nemet war-dro 150mg ag aktiniom en un donennadpitchblende[1]. Skinoberiek-kenañ eo an aktiniom, war-dro 150 gwezh muioc'h eget ar radiom.
Ur metal blot liv an arc'hant eo an aktiniom[2]. Skinoberiek-kenañ eo, lugerniñ a ra en deñvalijenn en ur deulergouloù glaswenn dre m'eoionaet anaer a zo tro-dro dezhañ[3].
Buan e tazgwered an aktiniom en aer, ur c'holoenn wenn ag oksidenn aktiniom a zeu warnañ evit harpañ ouzh an oksidadur da vont donoc'h. Damheñvel ouzh re al lantanom eo e berzhioù kimiek.
Dre m'eo an aktiniom tost d'al lantanom ha da lantanidoù all a-fed perzhioù kimiek ez eo diaes o disrannañ p'o zenner eus kailh uraniom, setu e kaver aesoc'h kenderc'hañ aktiniom dre vombezenniñ radiom-226 gantneutronoù ekreizennoù derc'hanel :226Ra + 1 neutron →227Ra →227Ac dreskinoù β skignet e-pad 42,2munutenn. Gouest eo Ac-227 da dapout neutronoù a-benn reiñ228Ac a-gementadoù bihan. Goude-se e tisranner an aktiniom diouzh ar radiom hag an elfennoù all a zo bet kenderc'het (plom,bismut,poloniom hatoriom).
Stumm metalek an aktiniom a genderc'her dre goazhañ AcOF (fluorid aktiniom) gant burezhlitiom er goullo e 1000-1300°C.
Unizotop hepken eus an aktiniom a gaver en natur,227Ac, gant unhanter-vuhez a 21,773 bloavezh. Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 36 anezho,225Ac o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a zek devezh.
↑SALUTSKY Murell L. & STITES Joseph G. & STONE RObert D,Preparation of Actinium Metal, 1955,Journal of the American Chemical Society, 77/1, pp. 237-240(en) Liamm oberiant 01 MEU 13
CONSIDINE Glenn D.,Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005ISBN 978-0-471-61525-5(en)
DEPOVERE Paul,La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002ISBN 978-2-8041-4107-3(fr)
EMSLEY John,Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001ISBN 978-0-19-850341-5(en)
HOLDEN Norman,History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001Brookhaven National Laboratory(en)Liamm oberiant 26 HER 12