Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Adolf Albin

Eus Wikipedia
Adolf Albin in 1895.

Adolf Albin a zo bet ganet d'ar14 a viz Gwengolo1848 eBukarest (Roumania) ha marvet d'ar1añ a viz C'hwevrer1920 eVienna (Aostria).

Mestrec'hoarierechedoùroumanian.

Diwezhat e teskas c'hoari, goude e 20 vloaz. Kemer a reas perzh e degouezioù etrebroadel goude e 40 vloaz. E tournamantNew York1893 e voe eilvet war-lerc'hEmanuel Lasker, ha dirakJackson Showalter hagHarry Nelson Pillsbury. C'hoari a reas e tournamantoù a live uhel-kenañ, evel eHastings (1895) (8,5/21) haNürnberg (1896) (7/18). Daoust da disoc'hoù tournamant izel a-walc'h e oa deut a-benn eus c'hoarierion vrudet, da skouerWilhelm Steinitz (kampion ar bed) eNew York (1894) haNürnberg (1896). Gantañ e voe skrivet ar c'hentañ levrechedoù eroumaneg:Amiculŭ Jocului de Schach, bet embannet e 1872.

Enepgaradenn Albin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kemm e Garadenn an Damez:

1.d4 d5

2.c4 e5






Tagadenn Albin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

En Difenn Gall:

1.e4 e6

2.d4 d5

3.Mc3 Mf6

4.Fg5 Fe7

5.e5 Mfd7

6.h4

Oberenn skrivet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Adolf Albin,Amiculu Jocului de Schach, 1872.

Levr diwar e benn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • O. Urcan,Chess Fathering a Nation: Adolf Albin (1848-1920) andGeorg Marco (1863-1923), Moravian Chess, Olomouc, 2004.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Adolf_Albin&oldid=2022985 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp