Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Adeskell

Eus Wikipedia
Aes eo lakaat kemm etre adeskell arc'hwil-derv-se hag e eskell a-dreñv treuzwelus.

Anadaskell zo un askell a-raok kaletaet ha treuzfurmet en urzhioùamprevaned zo, arc'hwiled (Coleopterae) hag an (Hemipterae) peurgetket.

Talvezout a ra an adeskell da wareziñ an eskell a-dreñv a vez implijet evit nijal. Pa ne nij ket an amprevaned e vez goloet an eskell gant an adeskell. Pa nijont e chomont savet ha difiñv evit reiñ lec'h d'an eskell.

E strolladoù amprevaned zo e vez staget an adeskell hag abalamour da se ne c'hall ket an amprevaned nijal. Gallout a reer menegiñ lod eus amprevaned eus kerentiad arC'harabidae da skouer.

N'eus ket a reizhiadgwazhennoù hakelligoù en adeskell (evel ma'z int deskrivet gant arreizhad Comstock-Needham) met peurliesañ o devez roudennoù, antoù a-hed ha rizennoù, etre an antoù-se. Gallout a ra an eskell bezañ levn penn-da-benn ivez pe kaout bosoù pe kreskennoù.

En isurzhiad anOrthopterae ensiferae (Evel argrilhed pe anephippigerae) e stumm un doare "wareg" hag ur meni "plectrum" war an adeskell. Talvezout a reont d'ar grilhed da grikal o rimiañ an eil ouzh egile.

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Adeskell&oldid=1453524 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp